Akademio de Esperanto
An Akademio de Esperanto (Akademiezh an esperanteg) a zo un aozadur yezhel a zo he fal derc'hel ha mirout pennreolennoù diazez an esperanteg ha kontrollañ e emdroadur.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e voe an Akademio de Esperanto e 1905 e-kerzh kentañ Kendalc'h Hollvedel an Esperanteg (Universala Kongreso de Esperanto) diwar kinnig Zamenhof evit kuzuliañ a-gevret gantañ diwar-benn kement goulenn a denn d'ar yezh. Lingva Komitado (Komite Yezhel) a voe graet anezhañ d'ar c'houlz-se ha dilennet e voe 102 ezel eus 28 bro, ha Zamenhof da brezidant anezhañ. Gant ar rektor Boirac e voe renet.
Da geñver an eil Kendalc'h Meur e 1906 e c'houlennas Zamenhof e chomfe al Lingva Komitado evel ma oa e-giz komite da viken, pa oa bet dilennet evit ur bloaz hepken da c'hortoz.
E 1908, dre ma oa didalvez kaout un niver ken bras a izili el Lingva Komitado e kinnigas e brezidant disrannañ anezhañ ha krouiñ ur guzuliadeg veur hollbad ennañ, pe un akademiezh.
E 1948, da geñver un adaozañ, e voe kendeuzet ar C'homite hag e Akademiezh e-barzh un aozadur hepken, Akademio de Esperanto e anv.
Izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 45 ezel a zo en akademiezh-se, setu amañ a roll anezho e miz Meurzh 2006 :
- Ao. Dao Anh Kha
- It. Perla Ari-Martinelli
- Dr. Aŝvini Kumar
- Ao. Marc Bavant
- Ao. Gersi Alfredo Bays
- Ao. Benczik Vilmos
- Ao. Gerrit Berveling
- Dr. Werner Bormann
- Dr. Marjorie Boulton
- Ao. André Cherpillod
- Dr. Renato Corsetti
- Kel. Probal Das Gupta
- Ao. Edwin de Kock
- Ao. Michel Duc Goninaz
- Ao. Gbeglo Koffi
- Ao. Miguel Gutiérrez Adúriz
- Ao. Ottó Haszpra
- Kel. Christer Kiselman
- Dr. Boris Kolker
- Dr. Koutny Ilona
- Kel. Erich-Dieter Krause
- Kel. Sergej Kuznecov
- Kel. Jouko Lindstedt
- Ao. Li Shijun
- Dr. François Lo Jacomo
- It. Anna Lowenstein
- Dr. Carmel Mallia
- Kel. Geraldo Mattos
- Ao. Stefan Maul
- Kel. Carlo Minnaja
- Ao. Brian Moon
- Ao. Andrzej Pettyn
- Ao. Sergej B. Pokrovskij
- Ao. Otto Prytz
- Ao. Baldur Ragnarsson
- Ao. Flavio Rebelo
- Ao. Francisko Simonnet
- Ao. Trevor Steele
- It. Spomenka Štimec
- Dr. Humphrey Tonkin
- Kel. Amri Wandel
- Dr. John C. Wells
- Ao. Bertilo Wennergren
- Ao. Xie Yuming
- Ao. Yamasaki Seikô
- Poellgor :
- Prezidant : Geraldo Mattos
- Sekretour : Renato Corsetti
- Bezprezidant : Probal Das Gupta
- Bezprezidant : Brian Moon
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]