Mont d’an endalc’had

Yezh lieskreizennek

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Yezh lieskreizennel)

Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh lieskreizennek (saoz: pluricentric language) evit komz eus ur yezh ganti meur a yezh unvan tost pe dostoc'h an eil ouzh eben, peurliesañ abalamour ma vez komzet an hevelep yezh e meur a vro disheñvel, da skouer:

disheñvel eo yezhadur, geriaoueg ha reolennoù reizhskrivañ ar saozneg hervez al lec'h ma vez komzet, da skouer:

Saozneg Stadoù-Unanet
"I never did that" ("biskoazh ne'm eus bet graet se")
"Do you have a light?" ("ha tan ac'h eus?")
"faucet" ("tuellenn")
Saozneg Bro-Saoz
"I've never done that"
"Have you got a light?"
"tap"

Rannyezhoù disheñvel ez eus ivez er Stadoù-Unanet hag er Rouantelezh-Unanet ivez ha doareoù saozneg disheñvel en India, e Kanada, en Aostralia, h.a.

Meur a yezh liskreizennek a gaver en Europa hag ivez dre ar bed, en o zouez: