Mont d’an endalc’had

Yaouaer

Eus Wikipedia

Ar yaouaer eo ar yaouankañ eus daou vugel. An eil-henañ a vez lavaret ivez. Pa vez tri bugel avat e vez laret an etrehenañ eus an eil. Pa veze roet ar madoù gant un tad d'e vab henañ, d'e bennhêr, hervez an henañded, ne chome ket nemeur a dra evit ar yaouaerien.

Emañ ar ger yaouaer (skrivet yaoüaër) e Geriadur Gregor, embannet e 1732. Savet e vefe ar ger yaouaer diwar yaouañ (roud ebet eus yaouañ e Geriadur istorel ar brezhoneg avat) gant an dibenn -er.

Klotañ a ra gant ar ger okitanek cadet, anavezet e saozneg abaoe 1634, deuet eus ar galleg.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]