Yann Kadioù
Neuz
Yann Kadioù, Jean Cadiou en ti-kêr, a oa ur barzh breizhat en XVIIIvet kantved.
Ganet e voe e Gwerliskin d'ar 17 a viz C'hwevrer 1834, mad da Jozeb Kadioù ha da Vari Tousel.
E Kastell-Paol e reas e studioù kent mont da gloerdi Kemper, ma voe beleget d'an oad a 25 bloaz, d'an 9 a viz Ebrel 1859.
Goude bout bet rejant e Pontekroaz, kure e Plouvorn e 1861 hag e Kraozon e 1863 e voe lakaet da aluzener ar Verdeadurezh er bloaz 1867.
War-dro 1870 e troas a-du gant mennozhioù frankizour e vignon meur an tad Yasent (Charlez Loyson) ; e 1874, oadet 40 vloaz neuze, e tilezas ar soutanenn, e gredennoù hag e vro da vont da Geneva, ma varvas goude 1897.
Blaz an enebiezh ouzh an Iliz katolik roman zo war e oberennoù, bet savet e Suis.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992 (ISBN 978-2-73680-034-5)