Xvet milved kt JK
XIVvet milved kt JK |
XIIIvet milved kt JK |
XIIvet milved kt JK |
XIvet milved kt JK |
Xvet milved kt JK
|
IXvet milved kt JK |
VIIIvet milved kt JK |
VIIvet milved kt JK |
VIvet milved kt JK
Cvet kantved kt JK |
XCIXvet kantved kt JK |
XCIIIvet kantved kt JK |
XCVIIvet kantved kt JK |
XCVIvet kantved kt JK |
XCVvet kantved kt JK |
XCIVvet kantved kt JK} |
XCIIIvet kantved kt JK |
XCIIvet kantved kt JK |
XCIvet kantved kt JK |
Padout a ra an Xvet milved kent JK eus ar bloaz -10000 betek ar bloaz -9001 e-barzh. N'emañ ket an deiziadoù-se da vezañ kemeret en o ster strizh rak n'eus deiziad ebet eus ar mare-se a c'hallfe bezañ istimet pizh a-walc'h.
Lodek eo an Xvet milved kent JK eus ar mezolitek, anezhañ ur marevezh tremen a ya eus an XIvet milved kt JK betek an neolitek, e-tro ar Vvet milved kt JK .
Lodek eo ivez an Xvet milved kent JK er paleolitek uhelañ zo ur marevezh eus ar ragistor a ya eus - 35 000 bloaz da - 7 500 bloaz kent JK gant steuzidigezh ar re ziwezhañ eus tud Cro-Magnon.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]10 000 kt JK
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deroù an dispac'h neolitek. Kemmoù hin bras a c'hoarvez war an douar. Degas a reont d'o heul efedoù pouezus evit ar c'humuniezhioù tud :
- Sevel a ra ar wrez ha kregiñ a ra ar skornegi da deuziñ. Gouest eo ar plant hag al loened da c'hounit douaroù nevez.
- Kilañ a ra an dezerzhioù bet aloubet ganto ouzhpenn an hanter eus ar gorreadoù etre an trovanoù rak stankoc'h eo ar glaveier gant an dour laosket da vont diouzh ar skornegi.
- Aesoc'h eo an endro bevañ ha fonnusoc'h ha liesseurtoc'h eo ar boued, ar pezh a zegas poblañsoù niverusoc'h, bodetoc'h ha techetoc'h da ziorren un annezañ padus.
- Kregiñ a ra Mab-den da zoñvaat loened zo ha dizoloet eo gantañ al labour-douar a c'haller drezañ en em vagañ en un doare ingaloc'h eget dre ar chase-pesketa.
- Diorroidigezh ar c'humuniezhioù kouerien arbennikaet a zegaso d'he heul ezhommoù stokañ (priaj, kantennerezh) ha goulennoù war an eskemmoù kenwerzhel (trok, kentañ moneizioù eskemm, produioù fin, maen-gwer, mein dambrizius).
- Europa: Sevenadur Azilian e Spagn, Galia, Suis, Belgia ha Skos (sevenadur ar bili livet).
- En em staliañ a ra ar Samied e Skandinavia ha kemmeskañ a reont gant tud a o chom eno c'hoazh e Norvegia, Finland, Sveden, ha Rusia.
- Sevenadur Magdalenat en he barr; livañ a ra mougevioù e Galia
- Norvegia: roudoù tud kentañ e Randaberg
- Egipt: lavnennoù falz kentañ; chaseourien, pesketourien ha dastumerien a implij binvioù maen.
- Azia: implijet e vez mougevioù da diez annez nepell eus mor Kaspia.
- Japan: implijout a ra tud Jomon ar priaj; pesketa ha chaseal a reont; dastum a reont mez, kraoñ hag had debradus. 10 000 lec'hiad zo bet renablet. Ne vo ket anavezet ar priaj er Reter-nesañ a-raok 6500 kent JK.
- Korea: priajoù kentañ, moarvat liammet ouzh deroù an annezañ pad evit gounit douar.
- Mezopotamia: Tri strollad yezhel pe muioc'h, en o zouez yezhoù sumerek ha semitek, zo rannet ganto un doare bevañ sevenadurel ha politikel boutin.
- Ur c'houlz bennak a-raok 9000 kt JK e Palestina; kentañ frammoù mein e Jericho, savet e-pad marevezh rak-labour-douar ar sevenadur Natoufat. Kêriadennoù foukennoù kelc'hiek dezho sichennoù mein a ziorren. Chaseal a rae ar c'humuniezhioù-se, dastum a reont an ed gouez emmer a oa malet ar greun anezho evit ober bleud gros. Saverien givri ha gazelenned e oant ivez.
- Kregiñ a ra an dud da zastum gwinizh ha heiz gouez, moarvat evit ober malt ha goude bier.
- Amerikaoù : D'an ampoent eo bet ac'hubet ar c'hevandir penn-da-benn, war-bouez an daou benn-ahel, gant mab-den degouezhet en XXIIIe milved kt JK.
- Norzhamerika: Bevañ a ra kevredigezhioù chaseourien-dastumerien Paleoindianed hag Alabama o kantren-digantren er vro.
- Stummoù Blackwater Draw e New Mexico, a anata bezañs Mab-den
- Tud Folsom a ziorren e mervent ar Stadoù-Unanet.
- Deroù annezadurioù war lec'hiad Nanu e Haida Gwaii (British Columbia a-hiziv), a verk an annezadur padus hirañ war douaroù Kanada.
- Reter Azia ha Norzhamerika : en em dennañ a ra ar skornegi bras; aesaat a raio an tremen etre an daou gevandir dre strizh-mor Bering.
9 500 kt JK
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deroù marevezh ar Mezolitek, pe Epipaleolitek, rann gentañ an Holoken.
- Marevezh Bubalus er Sahara
- 9560 kt JK; Diouzh skridoù Platon (o soñjal eo reizh an deiziad a 9,000 bloaz 560 kt JK roet gantañ), e sank keoded-Stad Atlantis er mor.
Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Norzhamerika : Implijout a ra ar chaseourien kantreer jiboez bras ar begoù biroù kentañ e mein, mod Clovis da gentañ ha, da c'houde, doare Folsom.
- E-tro 10,000 kt JK; Doñvaet eo ar chas.
Emdroadurioù an endro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E-tro 10,000 kt JK; dibenn pevare skornadur ar pevare hoalad, anvet skornadur Würm, bet o ren etre 80 000 kt JK ha 10 000 kt JK well-wazh.
- E-tro 10,000 kt JK; Norzhamerika: Da get ez a ar bleiz spouronus, ar Smilodon, an Avank ramzel, al Lezireg ramzel, ar Mammout, ha leon Amerika.
- E-tro 10,000 kt JK; mor Bering: Beuzet eo ar pont douar a yae eus Sibiria da Norzhamerika.
- E-tro 10,000 kt JK; Norzhamerika: Dont a ra Long Island da vezañ un enez ur wech toullet lodenn ar c'hornôg gant ar gwagennoù betek al lenn diabarzh.
- E-tro 10,000 kt JK; mont a ra da get an Homo floresiensis, an den diwezhañ tostañ ouzh mab-den.
- E-tro 10,000 kt JK; Bed: Sevel-trumm a ra live ar morioù ha dour-beuz bras-spontus a vez e diabarzh an douaroù abalamour d'ar skornegi a deuz.
- E-tro 9700 kt JK; En em stummañ a ra al lenn Agassiz.
- E-tro 9600 kt JK; dibenn marevezh yen an Dryas yaouankañ. Echuiñ a ra ar Pleistoken ha kregiñ a ra an Holoken. Fin zo d'ar Paleolitek ha kreiñ a ra ar Mezolitek. Rannoù douaroù bras, bet skornet a-gent, a zeu da vezañ annezadus en-dro.
- E-tro 9500 kt JK; En em stummañ a ra al lenn Ancylus, hiziv ul lodenn eus ar mor Baltel.