Mammout

Eus Wikipedia
† Mammout

Mammout
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Proboscidea
Kerentiad : Elephantidae
Genad : Mammuthus
Anv skiantel
Mammuthus
Brookes (1828)
Annezva
Afrika, Europa, Asia, Norzhamerika
Prantad
Plioken, Pleistoken, -4,8 da -0,0037 Ma AK
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar mammouted a oa bronneged en urzhad Proboscidea hag er c'herentiad Elephantidae.

Bronneged etre 1 ha 4,3 m o uhelder, etre 310 ha 9 000 kg enno e oant, dezhe ur penn tuzum gant un drompilh hag ur c’horf truilhennek, gant izili stummet evel pileroù ha pemp biz dezhe. Aet e oa bihan ment o divskouarn ha hini o lost.
Tri gwiskad kroc'hen a oa dezho evit en em zifenn diouzh an diavaez : 8 cm evit ar gwiskad lard, 2 cm evit ar c’hroc’hen ha tri seurt blev, ar re ziwezhañ 1 metr hirder evit en em zifenn diouzh an amzer.

En Afrika e voe kavet ar c'houenn goshañ anezhe, Mammuthus africanavus.

Bevet o deus adalek mare ar Plioken (5 milion a vloavezhioù zo) betek an Holoken (war-dro 3 700 vloaz zo). Ar mammouted diwezhañ a oa c'hoazh o treistbevañ en Enez Wrangel a-vaez da Siberia p'edod o sevel Piramidenn vras Gizah en Henegipt.

Ar spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Da get eo aet an holl spesadoù mammouted.
Anver(ez) Maread Notennoù
Mammuthus africanavus Arambourg, 1952

-3 da -1.65 Ma[1]

"Mammout-you Afrika"
Mammuthus columbi[2] Falconer, 1857

-1.5 da -0.0115 Ma

"Mammout Kristol Goulm" ; eus Norzhamerika ar Su betek Costa Rica
Mammuthus creticus Bate, 1907 Pleistoken Mammout Kreta ; ar bihanañ mammout a zo bet (1 m, 310 kg)
Mammuthus exilis Stock & Furlong, 1928

-0.06 da -0,011 Ma

Mammout korr Channel Islands Kalifornia
Mammuthus lamarmorae Forsyth Major, 1883

-0,45 da -0,04 Ma

Mammout Sardinia
Mammuthus meridionalis Nesti, 1825

-2,5 da -1,5 Ma

"Mammout ar Su" ; en Europa hag Azia ar C'hreiz
Mammuthus primigenius Blumenbach, 1799

-0,4 da -0,004 Ma

Mammout gloanek ; Europa, Azia an Norzh, Norzhamerika an Norzh
Mammuthus rumanus Ştefănescu, 1924

-3,5 da -2,6 Ma

"Mammout Roumania ; Europa ar Reter
Mammuthus subplanifrons Osborn, 1928

-5 da -2.58 Ma

"Mammout Afrika ar Su" ; en Ethiopia, Afrika ar Reter ha Suafrika
Mammuthus trogontherii Pohlig, 1885

-1,8 da -0,126Ma

"Mammout ar stepennoù" ; Eurazia an Norzh

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Lester, Adrian & Bahn, Pul & Green, Richard & Auel Jean M.: Mammoths – Giants of the Ice Age, University of California Press, 2007(ISBN 978-0-520-25319-3)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ma : Mega-annum, milion a vloavezhioù.
  2. Anvet Mammuthus jeffersonii ivez.