Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Kerzu 2009

Eus Wikipedia

Ur bajenn votiñ eo homañ; n'hall skrivañ warni nemet ar voterien hag a ro o soñj ouzhpenn, mar fell dezho; n'o deus ket an dud aet war ar ar renk da glask arguzenniñ pelloc'h pe levezoniñ ar voterien. Mar fell dezho ouzhpennañ tra pe dra e rankont implijout ar bajenn gaozeal evit se. Trugarez d'an holl.


KLOZ EO AR VOTADEG




DISOC'H

DILENNET EO BET AN IMPLIJER Y-M D DA VEROUR NEVEZ

MONT-EN-DRO AR VOTADEG

Kloz eo ar votadeg, manet eo digor e-pad eizhteiz, adalek al Lun 7 betek ar Sul 13 a viz Kerzu 2009.


Evit kaout muioc'h a ditouroù diwar-benn kefridi ar verourien kit AMAÑ

Bez' e c'heller votiñ evit meur a zanvez merour met n'eo ket dav votiñ evit an holl anezhe ivez.


+ Evit gallout votiñ e ranker :

  • Bezañ enrollet war ar wiki brezhonek abaoe 4 miz d'an nebeutañ;
  • Bezañ oberiant war ar wiki brezhonek, da lavaret eo kaout 200 degasadenn d'an nebeutañ;
  • Sinañ gant e anv implijer/ez (lakaat 4 zildenn ~ pe klikañ war an eil boestig diwezhañ);
  • Bez' e c'heller votiñ a-du, a-enep pe neptu (N'eo ket fall abegiñ an dibab a reoc'h)
    • Implijit ar patromoù-mañ:
      • A-du: {{Ya}} (YA)
      • A-enep: {{Nann}} (NANN)
      • Neptu: {{Ingal}} ()


+ Evit dont da vezañ merour e ranker:

  • Tapout 5 mouezh a-du d'an nebeutañ;
  • Tizhout d'an nebeutañ 75% eus ar mouezhioù pozitivel (da lâret eo hep kontañ nag ar mouezhioù a-enep nag ar re neptu)

Danvez merourien

(Roll klok ar c'hinnigoù bet nullet evit abeg pe abeg war ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar bajenn-mañ)


Danvez merour 1: Y-M D

Graet Gwiriekadur[1]: 2105 degasadenn; enskrivet abaoe ar 7 a viz Mae 2007

Diwar goulenn Implijer:Trec'hlid mitonet hag Implijer:Fulup en em ginnigan evit bezañ danvez merour. Me gav din ez eus ezhomm eus tud evit sikour da gas ar raktres ha labourioù 'zo a ne c'hellont bezañ graet nemet gant merourien (kempenn patromoù 'zo, diverkañ pajennoù diezhomm, diwall diouzh ar vandalerezh). Aliesik e teuan d'ober un dro war Wikipedia neuze e c'helfen reiñ ur respont prim d'ar c'hudennoù a savfe. Ouzhpenn em eus labouret kalz abaoe an hañvez ziwezhañ hag em eus ur mestroni welloc'h eus hor wiki-ni. Me 'zo menet ivez da gas an traoù evit ar pennadoù mat hag eus an dibab, n' am eus ket ar soñj tamm ebet dibab ar pajennoù, met ober al labour broudañ, goulennata, merañ ha kas en-dro. Kompren a ran mat ne vefe ket dedennet an holl gant al labour-se setu ez on me a-du d'en ober. A galon --Y-M D 2 Kzu 2009 da 17:02 (UTC)[respont]
Pa 'z eo bet tizhet ganeomp an 30 000 pennad em eus graet ul labour mont e darempred gant kazetennoù Breizh evit klask broudañ hor wiki-ni. Un disoc'h bravig a zo bet. Embannet ez eus bet pennadoù e-barzh Le Télégramme, Ya !, Bremañ, Bremaik, Armor Magazine, war blog Fañch Broudig pe c'hoazh war an Agence Bretagne Presse.
Er mare-mañ emaon ivez o klask sevel ur bot evit hor wiki-ni. Mont a ran e darempred gant implijerien all.--Y-M D 6 Kzu 2009 da 15:11 (UTC)[respont]

Ya, war-lerc'h kinnig Fulup (hag a zo merour ivez) e kav din e vefe ur mennozh mat kaout Y-M D da verour. Ingal e tiskouez tremen war ar wiki, ha bolontez vat a ziskouez evit renkañ an diaezmantoù (pa sav dizemglev da skouer), hag ivez evit renkañ ar c'hudennoù teknikel (ar pezh n'eo ket didalvoud, sur). ha moarvat e vefe aesaet e labour mar befe gantañ ar binvioù merañ. N'hon eus ket kalz a verourien oberiant (2?) hag un trede ne vefe ket a re...Trec'hlid mitonet 4 Kzu 2009 da 17:47 (UTC)[respont]

VOTOÙ

N'eo ket fall abegiñ an dibab a reoc'h

Disoc'h

Dilennet eo bet da verour.

Abegoù:


Votoù mat A-du A-enep Neptu (Votoù null)
Niver a votoù 11 11 0 0 (0)
Dregantad 100%
Votoù null

+

Evezhiadenn :

Danvez merour 2: Bianchi-Bihan

Graet Gwiriekadur[2]: 49676 degasadenn; enskrivet abaoe an 20 a viz C'hwevrer 2006

  • Anv-implijer/ez (ret) : Implijer:Bianchi-Bihan
  • Gwir anv (diret) :
  • Kinniget gant (diret) :
  • A-du eo an implijer-mañ gant ar c'hinnig :
  • Displegañ an abegoù da zont da vezañ merour/ez (diret) :

Lakaat a rin ma anv ivez, peogwir e kav din e sikouran ar wikipedia abaoe ur pennad mat, tost da 4 bloaz, peogwir on unan eus an 3 pe 4 den o deus savet ar muiañ a bennadoù (gwelout ma labour war ma fajenn) ha kemeret un tamm mat a berzh en 30 000 pennad zo hiziv (hep ma labour ne vije nemet un 22 000 bennak), peogwir eo ma labour-me a vez diverket ingal (gwelout labour-noz an aotrounez Bran, Bleiz, Khan) hag e welan n'hallan ober netra enep ar freuzerien, peogwir e sikouran ar genlabourerien da sevel pennadoù mat hag ez on an hini a reizh ar muiañ a bennadoù (a bell) abaoe 3 bloaz (ha hep reizherien ne vo ket a vrezhoneg mat er wikipedia nag a bennadoù mat), ha neuze e ran al labour merour na vez ket graet gant ar verourien all, peogwir em eus savet binvioù evit peurzeskiñ ar yezh d'ar genlabourerien a garfe ober ganto (hag ez on mennet d'o gwellaat), ha peogwir em eus c'hoant da c'houzout pegement e vez priziet al labour holloueziadurel er wikipedia. Bianchi-Bihan 4 Kzu 2009 da 19:09 (UTC)[respont]

  • Ouzhpenn-se
    • em eus brudet ar wikipedia e meur a lec'h (skol-noz, skolioù-meur, devezhioù-studi) abaoe meur a vloaz, desket d'an dud ober gantañ ha skrivañ e-barzh, implijet an danvez d'ober skol evel ma tere da bennadoù holloueziadurel,
    • ha skignet paperoù diwar e benn, paperoù graet ganin ha paeet gant ma arc'hant. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 09:36 (UTC)[respont]
  • Raktresoù labour:
    • lakaat tud da genlabourat dre gas skeudennoù.
    • sevel ur gevredigezh WikiBreizh.

VOTOÙ

N'eo ket fall abegiñ an dibab a reoc'h

Disoc'h

N'eo ket bet dilennet da verour.

Abegoù: N'eo ket bet tizhet gant ar c'hannad-mañ 75% eus ar votoù pozitivel a ranker kaout hervez ar reolennoù.
Votoù mat A-du A-enep Neptu (Votoù null)
Niver a votoù 9 2 7 0 (0)
Dregantad 22% 77%
Votoù null

+

Evezhiadenn :