Kaozeadenn Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Kerzu 2009
Marteze eo re brim aozadur ar votadeg-mañ.
- Gwelout a ran n'eus bet kaozeadenn ebet diwar-benn doareoù ar votadeg, ha diskennet eo bet niver al lajadoù-labour ret evit votiñ, ma n'on ket faziet : 500 en dro diwezhañ, 200 bremañ. Kemmañ a ra an niver hervez ar merour a aoz an abadenn?
- Tamm ebet, ne'm eus graet nemet adkemer ar pezh a oa bet graet a-raok rik-ha-rik, dre eilañ-pegañ. --Fulup 6 Kzu 2009 da 14:09 (UTC)
- Lavaret e oa bet e vije mat d'an dud displegañ ster pe abeg o mouezhiadenn. Ne welan roud ebet a gement-se amañ.
Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 09:20 (UTC)
- Koulskoude em eus degaset war ar bajenn votiñ, an arguzennoù displeget en davarn gant an danvez merourien. tu zo dezho klokaat c'hoazh mar fell dezho. --Fulup 6 Kzu 2009 da 14:09 (UTC)
- Evit ar pezh a sell ouzh ar vevenn a 200 degasadenn eo ar memes hini eget ar wech paset. Ne 'peus nemet mont da welet war pajenn ar votadeg all.
- Me 'zo a-du ivez e vefe goulennet gant an dud abegiñ aliesoc'h o mouezhiadenn.--Y-M D 6 Kzu 2009 da 09:41 (UTC)
- Neuze e oan faziet war an niver, met ne gavan ket pajenn ar votadeg-kent.
- aze 'mañ : Votadeg Gwengolo
- Kaoz a oa bet eus an niver gant unan bennak bepred. Kaoz a oa bet ivez eus ar 75 %. Kinnig a ran stagañ daou dra: niver ar verourien (lakaomp 5 pe 6), hag o merourvezh : 12 miz betek ar vouezhiadeg veur all. Da vihanañ e vije gallet reiñ lec'h ar re ne reont netra d'ar re a labour da vat.
- Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 10:30 (UTC)
- Setu amañ ar bajenn : Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009. D'am soñj eo arabat luzhiañ an traoù. N'eo ket grevus ma 'z eus ur bern merourien nann-oberiant, dilennet e vo merourien oberiant nevez all hag e zaio pep tra war-raok. Ha piv a a lavar deomp ne tistrofe ket ar re-se diwezhatoc'h, ha n'o do ket kollet o anaoudegezhioù a verour. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 12:32 (UTC)
- Ma vez c'hoant kaozeal eus doareoù all da zilenn ar verourien evit an dazont eo posupl digeriñ ur gaoz, met er-maez eus an dilennadeg. Arabat meskañ pep tra. --Fulup 6 Kzu 2009 da 14:09 (UTC)
- Setu amañ ar bajenn : Wikipedia:Kumuniezh/votadeg evit merourien Gwengolo 2009. D'am soñj eo arabat luzhiañ an traoù. N'eo ket grevus ma 'z eus ur bern merourien nann-oberiant, dilennet e vo merourien oberiant nevez all hag e zaio pep tra war-raok. Ha piv a a lavar deomp ne tistrofe ket ar re-se diwezhatoc'h, ha n'o do ket kollet o anaoudegezhioù a verour. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 12:32 (UTC)
Oberiantiz, ken eeun ha tra
[kemmañ ar vammenn]N'eo ket luziet a gavan, eeun ken ez eo kentoc'h: dre vras ne chom ket izili an dud a zo nann-oberiant e kevredigezh na kumuniezh ebet (nemet er Vodadenn vroadel c'hall pe er Vatikan). Ha ne welan ket perak n'eo ket merourien ar re a zo oberiant, ... na perak e chom merourien an dud na reont netra abaoe pell zo. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 12:46 (UTC)
- Ya kompren a ran mat ar pezh a lavarez hag a-du a-walc'h on ganit, met hag ur gwir kudenn eo ? D'am soñj n'eo grevus, mont a ra en-dro an traoù memestra. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 12:52 (UTC)
- N'eo ket peogwir ne vije ket ur gwir kudenn (?) (n'eo ket ma soñj-me, ha pelloc'h on bet amañ evit gouzout eo ur gwir gudenn) n'haller ket komz eus se.
- N'eo ket peogwir ez a an traoù en-dro n'hallfent ket mont gwelloc'h. Ha ma ya ken brav an traoù en-dro bremañ, perak kaout merourien nevez? Perak ober dilennadegoù nevez? Ha kant goulenn all. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 13:01 (UTC)
- Evel-just e c'heler komz eus pep tra, ar pezh am boa c'hoant lavar eo evidon e za mat en-dro ar sistem hollek (d.l.e. dilenn merourien nevez pa ne vez ket oberiant ken ar re all). Setu roet 'm eus va ali. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 13:09 (UTC)
- Bezañ oberiant, oberiant-tre zoken, war raktres pe raktres n'eo ket abeg a-walc'h drezañ e-unan evit bezañ anvet da verour war Wikipedia ebet. Evit bezañ anvet da verour e ranker bezañ dilennet gant an implijerien all. Un reolenn ziazez eo. Den ebet n'hall dont da vezañ merour ent aotomatek diwar e ziviz dezhañ e-unan. Diviz ar gumuniezh eo a dalvez. --Fulup 6 Kzu 2009 da 14:09 (UTC)
- Ne garfen ken e vije distreset ma meno, ha ma lennez mat ne oa ket se ar gaoz ganin, met diwar-benn mirout evel merourien tud nann-oberiant, ur gaoz zo bet gant tud all a-raok un tamm e pep lec'h dre ar wiki, gant merourien zoken, hep efed ebet. A-hend-all e anavezan mat a-walc'h reolennoù ar wikipedia, a gredan, ha tro am eus bet d'o displegañ meur a wech d'un toullad mat a dud, amañ pe e lec'h all, da gelennerien evel da studierien. Bianchi-Bihan 6 Kzu 2009 da 16:47 (UTC)
- Bezañ oberiant, oberiant-tre zoken, war raktres pe raktres n'eo ket abeg a-walc'h drezañ e-unan evit bezañ anvet da verour war Wikipedia ebet. Evit bezañ anvet da verour e ranker bezañ dilennet gant an implijerien all. Un reolenn ziazez eo. Den ebet n'hall dont da vezañ merour ent aotomatek diwar e ziviz dezhañ e-unan. Diviz ar gumuniezh eo a dalvez. --Fulup 6 Kzu 2009 da 14:09 (UTC)
- Evel-just e c'heler komz eus pep tra, ar pezh am boa c'hoant lavar eo evidon e za mat en-dro ar sistem hollek (d.l.e. dilenn merourien nevez pa ne vez ket oberiant ken ar re all). Setu roet 'm eus va ali. --Y-M D 6 Kzu 2009 da 13:09 (UTC)
Evezhiadennoù war ar votoù : degas ar c'haozeadennoù war ar bajenn gaozeal
[kemmañ ar vammenn]Ma vez c'hoant gant hini pe hini resisaat traoù zo pe reiñ ur soñj diwar-benn ar pezh zo bet displeget gant implijerien zo evit reizhabegiñ o vot eo war ar bajenn gaozeal e ranker en ober, ket war ar bajenn votiñ. Trugarez deoc'h --Fulup 8 Kzu 2009 da 09:45 (UTC)
- Votiñ a ran a-enep. N'eo ket un dibab aes evidon. Anavezout a ran Bianchi-Bihan ha kalz a istim am eus evitañ, e varregezh war ar yezh, hag al labour a gas da benn war ar wiki-mañ abaoe bloavezhioù, ken evit sevel pe reizhañ pennadoù ken evit brudañ ar wiki en diavaez. Divizout a ran votiñ a-enep abalamour d'an darempredoù diaes zo bet ingal etrezañ hag implijerien all hag a zo bet pennkaoz da dud zo kuitaat ar wikipedia pe ar wikeriadur. Unan eus labourioù kizidikañ ar verourien eo klask lakaat ar peoc'h da ren etre an implijerien. Kavout a ra din en defe poan Bianchi-Bihan oc'h ober an dra-se ha, pelloc'h, aon am eus e c'hallfe sevel dizemglev etre ar verourien en dazont, ar pezh a c'hallfe bezañ arvarus evit ur raktres a chom diasur ar c'hempouez anezhañ abalamour d'an niver re vihan a dud a labour warnañ evit c'hoazh. --Fulup 7 Kzu 2009 da 16:43 (UTC)
- Ma respont d'an tamalloù martezeüs izeloc'h. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 04:39 (UTC)
Memes abeg
[kemmañ ar vammenn]- A-enep. Memes abegoù ha Fulup.--Gwendal 7 Kzu 2009 da 17:15 (UTC).
- Drevezerezh n'eo ket arguzennerezh. Bianchi-Bihan 7 Kzu 2009 da 18:25 (UTC)
- N'am eus ket c'hoant skrivañ en-dro arguzennoù Fulup... Tu 'zo din mennegiñ memestra an dra se, ha sirius eo kement-se? Ha merour a c'heller bezañ en ur skrivañ traoù a seurt se?--Gwendal 8 Kzu 2009 da 09:26 (UTC)
- Ar gwir zo ganit, n'eo ket sirius skrivañ traoù evel-se pa ouzer ez aio hiniennoù da furchal er poubellennoù da glask magañ o zamm arguzennerezh. N'eo ket gwall onest ivez implij un tamm farsadenn droch (ha n'eo ket re fentus met goude an tamm labour noz graet ganin d'an 30 a viz Gouere, aotrou Prokulor, ne deuent ket re vrav ganin) hep sellout ouzh al labour graet en derc'hent. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 15:42 (UTC)
- Un draig all c'hoazh: lakaomp ez ajen da ober ar memes tra eveldout, mann nemet da welout an efed e-barzh ar vro-mañ? ha da glask frazennoù droch ar verourien (un toullad a c'haller kavout), pe lakaomp o frazennoù brezhonek leun a fazioù (ne vije ket diaes), ha goude lakaomp e skrivfen, tre eveldout: Ha merour a c'heller bezañ en ur skrivañ traoù a seurt se? Lakaomp e rafen-se en un dilennadeg bennak? Setu a lakfe un aergelc'h plijus e-barzh an ti. Met ar pezh a rez-te ne ran-me ket. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 16:53 (UTC)
- Me 'grede din e poa kemmet pajennoù 'zo pa oas mezv. Souezhet e oan bet o kavout ar bajenn-mañ en hañvezh diwezhañ. Ne gomprennan ket da fent an dra-se eo.--Gwendal 8 Kzu 2009 da 18:16 (UTC)
- D'am soñj ez eus traoù kalz gwashoc'h eget ar pezh a oa skrivet (hag a oa bet diverket ganin): an implij a gredez ober eus an div frazennig-se da skouer. Un implij a ziskouez ur spered a genlabour hag a ro fiziañs e natur mab-den. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 02:13 (UTC)
- Savet em eus ar frazennoù-mañ diwar ar fed bezañ mezv ha kemm pajennoù wikipedia. Sklaeret an traoù bremañ:fent e oa.--Gwendal 9 Kzu 2009 da 07:12 (UTC)
- D'am soñj ez eus traoù kalz gwashoc'h eget ar pezh a oa skrivet (hag a oa bet diverket ganin): an implij a gredez ober eus an div frazennig-se da skouer. Un implij a ziskouez ur spered a genlabour hag a ro fiziañs e natur mab-den. Bianchi-Bihan 9 Kzu 2009 da 02:13 (UTC)
- Me 'grede din e poa kemmet pajennoù 'zo pa oas mezv. Souezhet e oan bet o kavout ar bajenn-mañ en hañvezh diwezhañ. Ne gomprennan ket da fent an dra-se eo.--Gwendal 8 Kzu 2009 da 18:16 (UTC)
- N'am eus ket c'hoant skrivañ en-dro arguzennoù Fulup... Tu 'zo din mennegiñ memestra an dra se, ha sirius eo kement-se? Ha merour a c'heller bezañ en ur skrivañ traoù a seurt se?--Gwendal 8 Kzu 2009 da 09:26 (UTC)
Gwilen
[kemmañ ar vammenn]- Gwir eo eo Bianchi un implijer oberiant kennañ, sevel a ra ur bern pennadoù a bep seurt. E emzalc'h avat, a zo un afer all. Tagus ha taer e vez en e darempredoù gant an dud. Ouzhpenn-se n'eo ket atav neptu nag holloueziadurel. Plijout a ra dezhañ ober goap eus an dud n'int ket a-du gantañ. Parano eo. E bersonnelezh dezhañ, amañ emañ an dalc'h. Kuitaet em boa ar wikipedia abalamour dezhañ e miz Genver, gant un tabut diwar-benn ar pennad Gwilen, digalonekaet e oan da vat gant seurt tabutoù dister : http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Gwilun&action=history & http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeadenn_Implijer:Arko gwelout Diverkañ.
Tapet ez eus bet din 9 mizh evit krediñ dont en-dro er wikipedia. Aon em boa bevañ ar memes diazementoù e oan aet skuizh ganto. Krog on bremañ da gaout plijadur en-dro gant al labour. N'on ket ken barrek hag eñ war ar yezh ha mont en-dro wikipedia, me meus c'hoant nemet un dra avat : labourat gant ar re all evit kas ar raktres-mañ war raok, en un aergelc'h seven ha distenn. Kefridi ar verourien eo ivez klask da dizhout an aergelc'h-mañ. --Arko 8 Kzu 2009 da 00:03 (UTC)
- Penaos kaout un enebour touet betek fin ho puhez? Kredit un deiz kaout un tamm ali bihan kontrol d'e hini diwar-benn un draig dister ken-ha-ken e-barzh unan eus pennadoù wikipedia. N'eus ket ezhomm muioc'h! An alioù neuze, ar sikour roet a-raok, an difaziadennoù graet, n'o deus pouez ebet ken. Ma n'oc'h ket a-du gantañ e rit goap. Pe ez oc'h parano. Hag arabat e vije goulenn ster ar ger-se ouzhpenn, n'emaomp ket en un holloueziadur memestra! Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 04:39 (UTC)
- Taolet em eus evezh n'eus ket bet merour-hanterour ebet o c'houlenn digant Arko diverkañ ar gunujenn taolet gantañ war ar bajenn-votiñ, moarvat evit lakaat (evel ma skriv) un aergelc'h seven ha distenn, nag o tegas da soñj dezhañ reolennoù ar wikipedia:tagadennoù personel. Met sur-mat ez aio unan da ober un evezhiadenn dezhañ. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:59 (UTC)
- N'em eus ket kunujet ac'hanout, displeget em eus ablamour da betra em eus votet a-enep da ginnig danvez merour, amañ eo eo ret lakaat hor soñjoù diwar-benn an dra-mañ n'eo ket ta? Me gav din eo gwelloc'h lavarout en un doare onest ha didro ar pezh a soñjer, an traoù a zle bezañ fraezh etrezomp holl, "yac'husoc'h" eo. Ha se ne harz ket ouzhimp labourat en un aergelc'h seven ha distenn, d'ar c'hontrol! Ma c'houlenno din avat, merour pe verour, diverkañ ar pezh a soñj din diwar-benn da ginnig danvez merour e rin. Met me gav ket din ne c'houlennint ket an dra-mañ din peogwir e soñjomp holl amañ eo a-bouezh ar frankiz ezteurel ha meno.--Arko 10 Kzu 2009 da 10:39 (UTC)
- respontetEc'h on o paouez dont en-dro d'ar wikipedia goude un toullad devezhioù o labourat war traoù mallus all. Aet on e darempred gant an implijer-mañ. Sellit ouzh ar bajenn-goazeal stag ouzh e bajenn bersonel-eñ.
- Setu, tennet em eus ar frazenn e kaoz a zo bet sellet evel un dagadenn bersonel. --Arko 10 Kzu 2009 da 13:36 (UTC)
- Gwelet evel un dagadenn bersonel peogwir e oa ur vrav a hini, anat d'un toullad tud nemet da un den. Trugarekaat da Neal eta. Ne oa nemet an doare-se da lakaat Arko da gompren ne da ket e frankiz personel betek kunujenniñ an dud. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 14:45 (UTC)
- Iskis eo gwelout komz amañ eus frankiz ezteurel: aze e welan un ober kontrol-rik [[1]! Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 15:04 (UTC)
- Gwelet evel un dagadenn bersonel peogwir e oa ur vrav a hini, anat d'un toullad tud nemet da un den. Trugarekaat da Neal eta. Ne oa nemet an doare-se da lakaat Arko da gompren ne da ket e frankiz personel betek kunujenniñ an dud. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 14:45 (UTC)
- Setu, tennet em eus ar frazenn e kaoz a zo bet sellet evel un dagadenn bersonel. --Arko 10 Kzu 2009 da 13:36 (UTC)
- Taolet em eus evezh n'eus ket bet merour-hanterour ebet o c'houlenn digant Arko diverkañ ar gunujenn taolet gantañ war ar bajenn-votiñ, moarvat evit lakaat (evel ma skriv) un aergelc'h seven ha distenn, nag o tegas da soñj dezhañ reolennoù ar wikipedia:tagadennoù personel. Met sur-mat ez aio unan da ober un evezhiadenn dezhañ. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2009 da 05:59 (UTC)
- Penaos kaout un enebour touet betek fin ho puhez? Kredit un deiz kaout un tamm ali bihan kontrol d'e hini diwar-benn un draig dister ken-ha-ken e-barzh unan eus pennadoù wikipedia. N'eus ket ezhomm muioc'h! An alioù neuze, ar sikour roet a-raok, an difaziadennoù graet, n'o deus pouez ebet ken. Ma n'oc'h ket a-du gantañ e rit goap. Pe ez oc'h parano. Hag arabat e vije goulenn ster ar ger-se ouzhpenn, n'emaomp ket en un holloueziadur memestra! Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 04:39 (UTC)
Respont d'an tamalloù diarguzenn
[kemmañ ar vammenn]Gallout a rafen goulenn anvioù an dud-se a vije aet kuit, a-hervez, abalamour din, evit gwelout neuze pegement a wirionez zo er vartezeadenn-se, ha respont arguzenn ouzh arguzenn. Hag ober a rin kerkent ha ma welin beg lost unan, met betek-hen ne welan ket. Darempredoù diaes am eus bet gant Neal e-pad ur mare, ne oan ket ma-unan met me zo chomet, echu eo an traoù-se pellik zo, n'eo ket aet kuit nag an eil nag egile, ha kaset hon eus hon labour en-dro ha sachet ar c'harr war-raok abaoe, gant tud all atav, pep hini en e zoare, ha kenlabouret ouzhpenn ur wech, da wellaat ar wikipedia bepred.
Evit kudennoù ar wikigeriadur n'eus nemet implijout ar pajennoù zo ennañ da gomz eus se, n'int ket bet implijet morse.
N'eo ket gwir eo bresk ar wikipedia-mañ: gant labour an holl, da hini evel ma hini eta, eo sonn war e gilhoroù: 30 000 pennad zo bet tizhet, hag un tamm eus ma labour eo ivez.
Te 'gred e savfe dizemglev etre ar verourien abalamour din. Da gredenn eo. Ur vartezeadenn adarre eta. Me 'm eus bet gwelet dizemglev dija etre merourien, etre Neal ha Kadwallan pe re all, hag abalamour da se eo e tiwallfen gwelloc'h eget nikun moarvat.
Met ne vern : pediñ a ran ac'hanout adalek bremañ da gemenn d'an holl dud am bije lakaet da vont kuit e c'hallont lidañ ma dilez hag o distro, hag ober ma labour diwar vremañ. C'hoant am boa da c'houzout pegement e veze priziet al labour dre amañ, ar respont am eus bet, buan ha c'hwek. Trugarekaat.
Silañ a rez e c'hallfen lakaat ar raktres en arvar, mann 'met se (ar yezh hag ar vro ivez moarvat), pezh am eus graet bemdez abaoe 4 bloaz sur a-walc'h. Ne oa ket diaes, 'keta, gant tost da 8000 pennad, ha 5 pennad nevez bemdez en devezhioù dibres. Ma, un tamm labour a rin c'hoazh ur wech an amzer er wikipedia, pe homañ, kement ha tizhout an 50 000 "edit" ken dañjerus, pe gentoc'h da greskiñ niver pennadoù ar wikipedia kembraek ma kenlabouran ivez abaoe meur a vloaz. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 04:39 (UTC)
Cayenne
[kemmañ ar vammenn]- Ne gav ket din em bije droed da votiñ, met ma soñj a c'hallan reiñ kredabl, a-du on ganeoc'h : ur fazi bras e vefe lezel an Aotrou Blanchi da vont da verour, lakaat a rafe en arvar siriusted ha mont en-dro ar wikipedia brezhonek. Lavaret a ra n'eo ket arguzennet hoc'h abegoù, padal e kavan-me anezho arguzennet mat. Gwir eo ez eo oberiant met kement-se ne ro droed dezhañ d'ober chantaj, "lezit-me da vont da verour peotramant e tilezan ar wiki". Domaj e vefe koll anezhañ koulskoude, ha spi am eus e teuio en-dro pa vo divouzhet. A galon. Fulub Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 8 Kzu 2009 da 07:45 (UTC)
- Fentus eo lenn ur fazi bras e vefe lezel an Aotrou Blanchi da vont da verour, lakaat a rafe en arvar siriusted ha mont en-dro ar wikipedia brezhonek pa ouzer eo skrivet gant un den ken sirius ma ne fell ket dezhañ skrivañ ma anv reizh (goude ma z’eo bet lavaret dezhañ un 10 gwech bennak gant meur a hini), un den ha ne felle ket dezhañ e vije breizhat Alan Stivell (gwelout istor ar bajenn: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Alan_Stivell&action=history), ken en doa lakaet ar merour Benoni da zont en-dro. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 12:24 (UTC)
- Kaer e vo lavaret, Alain Cochevelou (aka Alan Stivell) n'eo ket ur Breizhad. N'eo na maget na ganet e Breizh, e dad a oa a orin breizhat gwir eo, met Alain Cochevelou n'eo ket ur Breizhad. Un den a orin breizhat hag en deus graet kalz evit Breizh a dra sur... Met mont da embann ez eo ur Breizhad, n'eo nemet ur weledigezh personel, ha n'he deus netra d'ober en un holloueziadur. Ne oa ket fin-holl eus perzh Benoni dont da skornañ ar pennad, chomet eo e-skourr abaoe.
- a galon Fulub Cayenne"sotoc'h eget an den hen kelenn" 8 Kzu 2009 da 19:30 (UTC)
- Fentus eo lenn ur fazi bras e vefe lezel an Aotrou Blanchi da vont da verour, lakaat a rafe en arvar siriusted ha mont en-dro ar wikipedia brezhonek pa ouzer eo skrivet gant un den ken sirius ma ne fell ket dezhañ skrivañ ma anv reizh (goude ma z’eo bet lavaret dezhañ un 10 gwech bennak gant meur a hini), un den ha ne felle ket dezhañ e vije breizhat Alan Stivell (gwelout istor ar bajenn: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Alan_Stivell&action=history), ken en doa lakaet ar merour Benoni da zont en-dro. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 12:24 (UTC)
Hanterourien
[kemmañ ar vammenn]- Ne dennin ket diganit ar gwir da welet an traoù eus da du evel-just. Met me, petra 'ri, pa lennan traoù evel-se : Yun abalamour d'ar pezh en deus skrivet dit Aze, a-berzh an den en deus kaset ar raktres war-raok e-unan, koulz lavaret, e-pad keid-all, hag en deus krouet an holl batromoù, evit disoc'hañ war ur raktres zo bremañ o krakvevañ penn-da-benn, n'hallan nemet bezañ mantret. Ar pezh a nec'h ac'hanon, ha meur a hini all evit doare, n'eo ket da nerzh-labour, da youl, da varregezh pe da ouiziegezh - da'm soñj int priziet gant an holl - ar pezh a nec'h ac'hanon eo ar mod maz ez ouzh an dud, ha dres setu ar pezh a c'houlenner ouzh ar verourien alies : bezañ hanterourien. --Fulup 8 Kzu 2009 da 10:36 (UTC)
- Aferioù ar wikigeriadur e pajenn ar wikigeriadur mar plij. Ne welan ket pelec'h emañ an arguzennoù, met diskouez a ri din. N'em eus gwelet merour-hanterour ebet eno.
- Pa yae ur merour ac'han da zivrudañ labour ur c'henlabourer er wiki gallek er bloavezhioù tremen ne'm eus ket gwelet e vije bet oc'h ober e labour hanterour eno, met chomet eo da verour. Hag ar mod ma'z ae ouzh an dud ne oas ket gwall nec'het gantañ. Bianchi-Bihan 8 Kzu 2009 da 12:19 (UTC)
- Ne dennin ket diganit ar gwir da welet an traoù eus da du evel-just. Met me, petra 'ri, pa lennan traoù evel-se : Yun abalamour d'ar pezh en deus skrivet dit Aze, a-berzh an den en deus kaset ar raktres war-raok e-unan, koulz lavaret, e-pad keid-all, hag en deus krouet an holl batromoù, evit disoc'hañ war ur raktres zo bremañ o krakvevañ penn-da-benn, n'hallan nemet bezañ mantret. Ar pezh a nec'h ac'hanon, ha meur a hini all evit doare, n'eo ket da nerzh-labour, da youl, da varregezh pe da ouiziegezh - da'm soñj int priziet gant an holl - ar pezh a nec'h ac'hanon eo ar mod maz ez ouzh an dud, ha dres setu ar pezh a c'houlenner ouzh ar verourien alies : bezañ hanterourien. --Fulup 8 Kzu 2009 da 10:36 (UTC)
Goude bezañ bet lennet mat an holl eskemmoù a-us em boa c'hoant skrivañ ur gêrig da Bianchi-Bihan. E-barzh tost pep kaoz em eus kavet e lavare an dud e rez ul labour vat, e peus ul live yezh uhel hag gouiziegezhioù anat. War a seblant n'eo ket-se a chal an dud, met da zoare da vezañ ha da respont d'an dud. Ma 'm befe un dra da lavar dit neuze a zo marteze klask diwall d'an doare a respontes d'an dud pa 'vez eskemmoù evit ma tremenfe mat evit an holl. C'hoant 'm eus ivez lavaret dit n'eo ket peogwir ne vefes ket merour ne wel ket an holl talvoudegezh da labour. Pet kenlabourer a ra ul labour a-feson hep bezañ merour ? Tost an holl, ha pep hini ac'hanomp a oar kement-se. Kredet 'm eus kompren e peus ar soñj mont kuit eus hor wiki-ni, ne gav ket din e vefe un dra 'vat. Ezhomm ez eus eus an holl ac'hanomp, an holl gouiziegezhioù evit sevel ur raktres ken bras. Goulenn a ran neuze e chomfes ganeomp ha d'am soñj ne vin ket va unan --Y-M D 8 Kzu 2009 da 15:02 (UTC)
- Gwelout a ran e kav an dud eo kalz pouezusoc'h un dizemglev dister eget ar skoazell roet en ur pennad, e lavar tud trugarez goude ur reizhadenn pa soñjont ar c'hontrol, e plij da lod dont da votiñ enep ur c'henlabourer goude ma ne reont ket kalz labour, eo brasoc'h brud un den ha ne ra netra eget unan a ra labour. Hiziv em eus tizhet 50 000 edit. Trawalc'h, echu amañ. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2009 da 19:08 (UTC)
Chom hep votiñ
[kemmañ ar vammenn]Goude ar frapad bec'h a oa bet e oa sioulaet an traoù en-dro en hor wiki-ni. War zigarez an dilennadeg-mañ (aozet re abred a soñj din) e weler ez eo adkroget ar bec'h. Anat e oa en dije Bianchi-Bihan lakaet e anv en-dro, hag anat e oa ivez e profitfe kenlabourerien all evit mont a-enep... en-dro. Evit a sell ouzh Y-M D, hag a anavezan (evel ma anavezan Bianchi-Bihan) e tlean lavarout ez on un tammig dipitet pa welan e kendalc'h d'ober fazioù padal ez eus bet kinniget reizhadennoù, ha war traoù n'int ket gwall ziaes, evel : hag-eñ/ha/ma, pe an doare da skrivañ posuPl. --Ex-Smith 13 Kzu 2009 da 17:20 (UTC)
- Kompren a ran mat-tre e chomfes hep votiñ, pep hini a c'hell ober ar pezh a fell dezhañ. C'hoant am eus just respont d'ar pezh a denn d'am fazioù brezhoneg. Me 'gav din n'eo ket ken aes a se. Gwir eo e ran fazioù ha plijet bras e kavan pa 'vez reizhet anezho ha dreist-holl pa vez displeget perak ha penaos. Alas d'am soñj n'eo ket ken eeun an traoù evit ar pezh a sell eus an derc'hel soñj (evel-se eo e vevañ an traoù d'an nebeutañ). Lavaret e vez din ar reolenn, brav, met goude-se lakaat e pleustr disehan, pa 'm eus boazioù fall abaoe bloavezhioù, a zo diaes ha n'eo ket anat. Arabat disoñjal kenebeut ez on lisead hag evel ma oar an dud (d'am soñj) e za war falaat al live yezh ha n'on ket me unan eus ar re fallañ pell alese. Dre-se ne vezan ket sikouret kalz gant ar re a gomz brezhoneg en-dro din, evit mont war-raok. Menegiñ a rafen ivez n'am eus nemet un eurvezh a vrezhoneg dre sizhun ha ma gav din ne vez ket graet e seizh gwellañ (tamm ebet) gant ar c'helener evit sikour ar re a fell dezho mont war-raok ha deskiñ (me da skouer), padal eo bet lavaret dezho meur a wech. D'am soñj eo dre pleustriñ e vez desket hag e-brazhiet ar reolennoù ha lakaet anezho e pleustr goude-se, ha setu d'am soñj ar pezh a vank din. Evit kudenn ar gêr posuPl e oa anat din e oa tu ober gant posuBl, ha d'am soñj em eus klasket ober strivoù evit gwellat tout-se. D'am soñj ez on bet war-raok memestra (ket a-walc'h ?). --Y-M D 13 Kzu 2009 da 17:53 (UTC)
- Ne gredan ket e vije bec'h amañ e mod ebet. Pep hini en deus ar gwir d'en em ginnig ma kar ha pep implijer en deus ar gwir da votiñ ha da reiñ e soñj ma kar ivez (kemer perzh pe get ivez, evel-just). Evit se eo graet ar votadegoù, eskemm, arguzenniñ, divizout, kontañ an disoc'h er fin ha derc'hel da vont war-lerc'h betek ar votadeg(où) all. Evit ar pezh a sell ouzh an evezhiadennoù yezh e tegasan da soñj n'o deus ket ar verourien da vezañ barrekoc'h eget ar re all war ar yezh ha n'o deus tamm galloud ebet dreist d'ar re all evit ar pezh a sell ouzh ar skridaozañ pennadoù. Labour ar verourien zo dreist-holl ul labour herzel ouzh ar vandalerezh, diverkañ pajenoù diezhomm pe faziek ha klask kempouezañ an traoù etre an implijerien ma sav krogadoù etre an dud evit tra pep dra. --Fulup 13 Kzu 2009 da 20:25 (UTC)
Un ali all
[kemmañ ar vammenn]- Petra bennak ma 'z eus ur gazeg-labour anezhi, ne gav ket din e vije Bianchi-Bihan tuet da gompezañ an tabutoù a sav re alies (diwar abegoù dister ar peurvuiañ), evit poent diantav. Da gemer perzh enno kentoc'h, pa n'eo ket d'o boutañ. Mantrus eo, met n'eo ket diremed avat. Pep hini a c'hell tennañ kentel eus an eskemmoù evit mont war-raok ha kreskiñ e vrud, sed a hetañ dezhi rak en dellezout a rafe. Jañ-Mai 13 Kzu 2009 da 18:36 (UTC)
- Goulenn a ran digant ur merour neptu tennañ an dagadenn diabeg zo bet silet el linennoù a-us. Trugarekaat.
- Setu ur c'heloù hag a blijo d'ar voter-mañ (ne gomzan ket eus al labour, n'eo ket se a gont er wikipedia-mañ) : 85 pennad nevez am eus savet abaoe deroù ar miz (7 hepken hiriv) , un tammig muioc'h abaoe 2006 (50 000 edit a-hervez), hag echuiñ a ran amañ. Bianchi-Bihan 13 Kzu 2009 da 18:55 (UTC)
Fazioù HTML
[kemmañ ar vammenn]Dispredet eo ar merkoù HTML <font color="green"><BIG><center>
; ne c'hallan ket reizhañ rak morailhet eo ar bajenn. Diskouezezet eo ar fazi amañ --Patroller engineer (kaozeal) 7 Gen 2022 da 14:46 (UTC)