Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 13 bloaz 2010
29/03/2010 — 04/04/2010
Savet e oa bet an daou bennad-se keñver-ha-keñver. Gant Vargenau ez eus bet dibabet ober un adkas eus ar pennad Lavreer-Botorel war-zu ar pennad Al Lavreer-Botorel. Koulskoude e kav din eo ar c'hontrol a renfed ober. Ar stumm Lavreer-Botorel an hini eo a gaver e geriadur An Here hag e lec'hienn Ofis ar brezhoneg. --Yun (kaozeal) 29 Meu 2010 da 08:58 (UTC)
- Mat eo din. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2010 da 04:22 (UTC)
Mat e vije d'an dud , merourien plusk hag all, teurel ur sell amañ :[[1]] ; ha reiñ un ali aze. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2010 da 04:22 (UTC)
Ur galv
[kemmañ ar vammenn]N'on ket a-enep eilañ/pegañ diwar ar wikipediaoù all, met ur wech lakaet an dañvez war ar wikipedia-mañ eo mat treiñ e brezhoneg ar pezh 'zo bet peget kuit da gaout ur wikipedia digomprenus evit ar vrezhonegerien (hag evit ar re all ivez marteze).Skouerioù (e dibenn ar pennadoù):[2], [3]. Arabat gortoz e teufe un implijer dre zegouezh war ur bajenn nann-troet e brezhoneg peogwir ez eus riskloù ma chomfe ar bajennoù er stad-se ur prantadig. Pe ne laker ket an dañvez pe e reer ar striv da dreiñ anezhañ.--Gwendal 2 Ebr 2010 da 16:21 (UTC)
- Un dra all daoust ma n'eo ket ken tener, pennadoù boulc'het hag echuet gwech ebet, evel merc'h-kaer ma kaver ur frazenn boulc'het: "El lennegezh..." hag a zo chomet e skourr abaoe tost da zaou vloaz.--Trec'hlid mitonet 2 Ebr 2010 da 17:18 (UTC)
- N'em eus kavet ken diaes-se ober ur c'hempennig. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 03:38 (UTC)
- A-du emaon gant Gwendal. Rebechet eo bet ouzhin tennañ kuit tammoù e yezhoù all a zeue war wel, paouezet d'ober eta... Ar pennad 48 reolenn ar galloud n'eo ket fall da skouer... --Gouerouz 2 Ebr 2010 da 17:24 (UTC)
- Ar pennad 48 reolenn ar galloud ne chom ket kalz a dra d'ober warni, da neb a garfe.
- Pennadoù berr-berr zo ivez: evel C'hafra, hag un toullad re all heñvel.
- A-du emaon ganeoc'h: chom a ra un toullad pennadoù diechu, ha gallout a ra pep hini kemer perzh en treiñ. Lod a oar ober. A-wechoù ne vez ket diaesoc'h treiñ eget diverkañ.
- Un dra all a c'haller ober: mont da c'houlenn diverkañ ar pennadoù amañ: Wikipedia:Pajennoù da nullañ. A rin evit C'hafra. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 03:31 (UTC)
- N'eo ket berr-berr tamm ebet ar pennad C'hafra, 1770 eizhbit ennañ, gant un infobox hag un daolenn red. Met mankout a ra da vihanañ ur frazenn digeriñ, gwir eo.--Trec'hlid mitonet 3 Ebr 2010 da 08:36 (UTC)
- A-du emaon gant Gwendal. Rebechet eo bet ouzhin tennañ kuit tammoù e yezhoù all a zeue war wel, paouezet d'ober eta... Ar pennad 48 reolenn ar galloud n'eo ket fall da skouer... --Gouerouz 2 Ebr 2010 da 17:24 (UTC)
- N'em eus kavet ken diaes-se ober ur c'hempennig. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 03:38 (UTC)
- Un dra all : rankout a reer lavarout eo bet troet ar pennad, eus pelec'h e teu, ha reiñ ul liamm davet istor ar pennad orin, hervez an doareoù implijout (by e CC by-sa). OyP·✉ 3 Ebr 2010 da 14:13 (UTC)
- Gast! Piv a zisplego pet'a'n diaoul kozh eo : by e CC by-sa ? Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 14:58 (UTC)
- CC : Creative Commons, by : lavarout piv en-deus savet ar pennad, sa : pa saver ur pennad nevez dre cheñch ur pennad, reiñ ar memes aotreoù war ar pennad nevez a oa roet war ar pennad kentañ. Titouroù : e saozneg, e galleg (war a seblant n'eo ket bet troet e brezhoneg). OyP·✉ 3 Ebr 2010 da 15:14 (UTC)
- Pa vo bet lakaet e brezhoneg e vo lennet ganin a dra sur. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 15:24 (UTC)
- Plijus e vefe o lakaat e brezhoneg, met penaos ober. Amañ 'mañ an dalc'h. Ret 'vefe din goulenn en-dro gant Fulup. --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 16:06 (UTC)
- Pa vo bet lakaet e brezhoneg e vo lennet ganin a dra sur. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 15:24 (UTC)
- CC : Creative Commons, by : lavarout piv en-deus savet ar pennad, sa : pa saver ur pennad nevez dre cheñch ur pennad, reiñ ar memes aotreoù war ar pennad nevez a oa roet war ar pennad kentañ. Titouroù : e saozneg, e galleg (war a seblant n'eo ket bet troet e brezhoneg). OyP·✉ 3 Ebr 2010 da 15:14 (UTC)
- Gast! Piv a zisplego pet'a'n diaoul kozh eo : by e CC by-sa ? Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 14:58 (UTC)
Evit reizhañ e ranker kompre, ha kompren pep tra ne ran ket. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 08:02 (UTC)
Denez Prigent
[kemmañ ar vammenn]E pajenn gentañ ar Wikipedia e galleg e vo fr:Denez Prigent warc'hoazh. Troet am eus ar pennad evel ma c'hallen, met n'on ket barrek war ar brezhoneg. Ma fell deoc'h kempenn ar brezhoneg er pennad Denez Prigent, grit 'ta ! OyP·✉ 3 Ebr 2010 da 14:13 (UTC)
- Taolet e vo ur sell pe daou. Bianchi-Bihan 3 Ebr 2010 da 14:59 (UTC)
Emaon o paouez merzout en doa divizet Yun kuitaat Wikipedia (sellit ouzh e bajenn implijer), war a seblant e vefe en abeg da Vianchi-Bihan.
Me 'zo souezhet bras gant an darvoud-se, ha chalet ivez. Me gav din ez eo bet a dalvoudegezh bras labour Yun abaoe ma 'z eo distroet. A-drugarez d'e labour ez eus bet gwellaet ar patromoù infobox (stumm v2), ul labour brav en deus graet gant e bot... Kavout a ran e vefe dipitus e yafe kuit da vat eus hor wiki-ni. A galon --Y-M D (kaozeal) 3 Ebr 2010 da 21:02 (UTC)
- Evel-just n'eo ket ret krediñ kement ger skrivet gant Yun, a-enep reolennoù wikipedia hag a dleje bezañ lakaet da dalvezout gant ar verourien (prest on da zisplegañ hiroc'h). Un doare iskis da labourat : war un dro nac'h kaozeal gant an dud, goulenn digante kenlabourat gantañ, ha fuloriñ d'an disterañ dizemglev. Ma rafe an holl eveltañ ne vefe ket muioc'h eget 10 000 pennad amañ. Tud da sac'hañ war ar c'harr zo ezhomm, ha n'eo ket da c'hoari ar prima donna froudennek. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2010 da 08:23 (UTC)
- N'on ket on vont da sevel a-du nag gant an eil na gant egile rak n'on ket bet o heuliañ an afer-mañ. Gwir eo e rankan anzav atav e c'hell bezañ diaes a-walc'h kenlabourat a-wezhoù war ar raktres-mañ, marteze peogiwir omp ken nebeut all a dud o kas al labour war-dro ha neuze sav un tamm sach-blev re diaes, ha gwir eo e kavan un tammig rust a-wezhoù emdalc'h hini pe hini (ha darbet mont kuit me ma-unan abalamour da seurt disemglevioù zoken). Dipitus e kavan gwelet tud o vont kuit da vat avat, dreist-holl pa vez kaset da-benn ur bern labour a-feson gfante ma ra diouer war ar wikipedia-mañ, hag erbediñ a rafen neuze kemer un tamm amzer da lakaat an traoù da sioulaat un tammig ha distreiñ d'ar raktres da c'houde. Ur pikol koll eo evit ur wikipedia ken bihan all pa'c'h a kuit an den-mañ'n-den. A galon, Neal (Kaozeal) 4 Ebr 2010 da 16:36 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h e oa sach-blev, ha sioul e oa an traoù. Dizemglev a oa savet, evel alies (n'eus ket peadra da spontañ), db Patrom:Infobox Kanton gall savet gantañ, tud zo a oa deuet da reiñ un ali aze: aze. Kaoz a oa bet (gantañ) da aozañ ur votadeg, ha "goulennet" (marteze n'eo ket ar ger mat) diganin ober war-dro. Deuet e oa ur merour da zisplegañ petra a oa fur. Tennet em boa ur gentel, mat pe fall, kement ha gwelout sklaeroc'h, ur gentel ha n'eo ket bet dislavaret gant den betek-hen. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2010 da 17:00 (UTC)
- N'em boa ket lâret e oa bet un abadenn sach-blev, o sklaeraat ouzhpenn ne oa ket bet heuliet an afer-mañ ganin ivez (ha n'em eus ket gallout kavout roud anezhañ, met n'on ket bet gwall bell o klask ivez e rankan anzav...). Ar pezh am boa bet c'hoant lâret eo: dre m'eo bihan-tre an niver a dud o genlabourat en un doare ingal pe ingaloc'h e c'hell an dud en em gavout diaes a-wezhoù gant emdalc'h kenlabourerion/ezed all (gant gwir abeg pe get), met ret eo klask sioulaat (evel em eus bet me klasket deskiñ ober, ha n'eo ket bet gwall aes din ivez, evel ma oarez...) kentoc'h evit mont kuit, rak talvoudus eo an holl hag a zo gouest da labourat a-feson dre sevel pennadoù mat o ferzhioù pe war dachennoù all ar raktres 8reizhañ fazioù yezh, kempenn stumm ha framm ar pennadoù, sevel pe reizhañ stumm ar patromoù, h.a.). A galon d'an holl, 83.165.108.154 4 Ebr 2010 da 20:47 (UTC)
- En e zanevell en deus ankounac'haet BB lavaret en doa graet un taol nerzh hep displegadenn daoust ma oa bet lakaet anat a-raok e oa dizemglev war ar ger da implijout. Labouret em boa war ar patromoù infobox meur a eurvezh bemdez e-pad ouzhpenn pemzektez ha kinnig a ra ken dinec'h ha tra lemel ar patromoù diouzh ar pennadoù. N'en deus deus ket graet gant an doare-divizout met gant an doare-disklêriañ. Ha goude se e lavar ne oa ket chalet gant an dra-se met just evit reiñ "ur gentel". Morse n'on bet dedennet gant ar c'hoarioù sado-maso ha n'eo ket hiziv e krogin.
- Gant ar pezh en deus skrivet BB uheloc'h n'eus ket peadra da reiñ c'hoant da genlabourat:
- n'eo ket ret krediñ kement ger skrivet gant Yun : lakaet on da c'houiad gantañ.
- nac'h kaozeal : piv zo bet o kemmañ ar patrom hep ger ebet en esaouenn diverrañ ? Ha kaozeal gant BB, ne vez ket aes atav. Klasket em eus gouzout kaozeal diwar-benn titl ar pennad lec'hienn : Kaozeal:Lec'hienn#Titl ar pennad Setu aze ur skouer eus kaozioù toull a c'hellfe padout pell. Ur skouer all : tremenet em eus eurvezhioù o klask skouerioù evit ar goazeadenn Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_09_bloaz_2010#Yezhadur, renadenn-anv, skouerioù tennet eus ar yezh komzet hag ar yezh skrivet a ziskouez peseurt reolenn e vez heuliet ingal hep nemedenn ebet met derc'hel ar ra da gomz eus "tud o klask sevel unan hag a zo diezhomm". Daoust ha talvezout a ra ar boan ?
- fuloriñ d'an disterañ dizemglev Ne'm boa ket fuloret pa oa bet lakaet anat an dizemglev war ar ger Frañs/Bro-C'hall, kinniget em boa un doare da glask un emglev met klask emglevioù ne oa ket diouzh doare BB hervez ar mod.
- Ma rafe an holl eveltañ ne vefe ket muioc'h eget 10 000 pennad amañ. Pep hini a c'hell ober martezeadennoù. Setu amañ unan all : Ma vefe doujus BB d'an dud e vefe muioc'h a dud o kenlabourat.
- c'hoari ar prima donna froudennek. Evit priziañ ar gunujenn e ranker gouzout ez eo BB ur yezhour a vicher hag a oar c'hoari gant sterioù hag adsterioù an troiennoù a implij. Un troour ampart eo ha mestroniañ a ra meur a yezh. Peseurt heklev a zo gant an droienn prima donna ? Bez' omp holl gallegerien ouzhpenn bezañ brezhonegerien. Setu amañ eil ster prima donna tennet eus ar wikipedia gallek : Le terme prima donna connait une seconde acception dans l'usage courant pour désigner une personne égocentrique ou vaniteuse mais dont on ne peut cependant se passer. Na plijusat doare !
- Gouiad, égocentrique, vaniteuse, froudennek, a nac'h kaozeal : Goût a ra BB ar mod da zesachañ kenlabourerien.
- Kenavo --Yun (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 06:30 (UTC)
- N'em boa ket lâret e oa bet un abadenn sach-blev, o sklaeraat ouzhpenn ne oa ket bet heuliet an afer-mañ ganin ivez (ha n'em eus ket gallout kavout roud anezhañ, met n'on ket bet gwall bell o klask ivez e rankan anzav...). Ar pezh am boa bet c'hoant lâret eo: dre m'eo bihan-tre an niver a dud o genlabourat en un doare ingal pe ingaloc'h e c'hell an dud en em gavout diaes a-wezhoù gant emdalc'h kenlabourerion/ezed all (gant gwir abeg pe get), met ret eo klask sioulaat (evel em eus bet me klasket deskiñ ober, ha n'eo ket bet gwall aes din ivez, evel ma oarez...) kentoc'h evit mont kuit, rak talvoudus eo an holl hag a zo gouest da labourat a-feson dre sevel pennadoù mat o ferzhioù pe war dachennoù all ar raktres 8reizhañ fazioù yezh, kempenn stumm ha framm ar pennadoù, sevel pe reizhañ stumm ar patromoù, h.a.). A galon d'an holl, 83.165.108.154 4 Ebr 2010 da 20:47 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h e oa sach-blev, ha sioul e oa an traoù. Dizemglev a oa savet, evel alies (n'eus ket peadra da spontañ), db Patrom:Infobox Kanton gall savet gantañ, tud zo a oa deuet da reiñ un ali aze: aze. Kaoz a oa bet (gantañ) da aozañ ur votadeg, ha "goulennet" (marteze n'eo ket ar ger mat) diganin ober war-dro. Deuet e oa ur merour da zisplegañ petra a oa fur. Tennet em boa ur gentel, mat pe fall, kement ha gwelout sklaeroc'h, ur gentel ha n'eo ket bet dislavaret gant den betek-hen. Bianchi-Bihan 4 Ebr 2010 da 17:00 (UTC)
- N'on ket on vont da sevel a-du nag gant an eil na gant egile rak n'on ket bet o heuliañ an afer-mañ. Gwir eo e rankan anzav atav e c'hell bezañ diaes a-walc'h kenlabourat a-wezhoù war ar raktres-mañ, marteze peogiwir omp ken nebeut all a dud o kas al labour war-dro ha neuze sav un tamm sach-blev re diaes, ha gwir eo e kavan un tammig rust a-wezhoù emdalc'h hini pe hini (ha darbet mont kuit me ma-unan abalamour da seurt disemglevioù zoken). Dipitus e kavan gwelet tud o vont kuit da vat avat, dreist-holl pa vez kaset da-benn ur bern labour a-feson gfante ma ra diouer war ar wikipedia-mañ, hag erbediñ a rafen neuze kemer un tamm amzer da lakaat an traoù da sioulaat un tammig ha distreiñ d'ar raktres da c'houde. Ur pikol koll eo evit ur wikipedia ken bihan all pa'c'h a kuit an den-mañ'n-den. A galon, Neal (Kaozeal) 4 Ebr 2010 da 16:36 (UTC)
Goulenn a ran-me digant Yun distreiñ ganimp. Talvoudus-bras eo e labour hag ezhomm a zo anezhañ. Dispar em boa kavet da skouer e labour war ar renadenn-anv (ha meneget en boa kement-se en e goulz). Ma tisplij gwirionez ar brezhoneg komzet ha skrivet da hini-pe-hini, gwazh a se evitañ. Marteze e c'hallfe Yun klask adkregiñ gant al labour hep dalc'hen kont eus evezhiadennoù hemañ-henn ha treiñ trema ur merour pe un tredeog bep tro ma'c'h ay re bell ganti? Ar pezh a gont eo al labour vat.--Trec'hlid mitonet 5 Ebr 2010 da 09:08 (UTC)
- Ya, deus en-dro mar-plij! Den all ne oar ober ken mat gant ar patromoù infobox! Un ezhomm bras a zo dre amañ.--Gwendal 5 Ebr 2010 da 09:43 (UTC)
Mesk-divesk
[kemmañ ar vammenn]Ur bern traoù mesk ha mesk zo e linennoù Yun, ha ret eo ober un tamm didoueziañ:
- Pa gomz eus ur c'hemm graet ganin (ha n'eo ket eus daou) e komz eus un taol-nerzh, kemmet gantañ kenkent : Ma Doue! na pet taol-nerzh bemdez er wikipedia?
- “Gant ar pezh en deus skrivet BB uheloc'h n'eus ket peadra da reiñ c'hoant da genlabourat“: fentus eo, met kenlabouret hon eus, tud all ha me amañ, gant unan anvet Meven, ha n’em boa gwelet den o lavarout „n'eus ket peadra da reiñ c'hoant da genlabourat“ :kendalc’het hon eus; met pa lennan ez eus kaoz eus „c’hoant“, e kav din eo da bep hini da vezañ mestr d’e c’hoantoù;
- ''n'eo ket ret krediñ kement ger skrivet gant Yun: lakaet on da c'houiad gantañ: marteze ne oar ket an holl, met n’eo ket ret lonkañ un ali personel evel pa vije gwir bater; buan ez a Yun da glask ar ger gaouiad e-lec’h ne oa ket ; pa vez ken tener kroc’hen an dud e vez diaes dezho kenlabourat, sur ha n’eo ket ur vartezeadenn;
- nac'h kaozeal : piv zo bet o kemmañ ar patrom hep ger ebet en esaouenn diverrañ ? Ne blij ket da Yun e vije graet kemmoù zo. Koulskoude eo bet anavezet gant ur merour e oa eus ar gwir-se, diazez wikipedia, ar re all n’o deus lavaret mann. Neuze eo ali personel Yun a-enep hini ur merour war ar c’hemmañ. Gallout a rafemp votiñ war se zoken, ma ne vefe ket pennreolenn wikipedia .
- Ha kaozeal gant BB, ne vez ket aes atav. Klasket em eus gouzout kaozeal diwar-benn titl ar pennad lec'hienn : Kaozeal:Lec'hienn#Titl ar pennad Setu aze ur skouer eus kaozioù toull a c'hellfe padout pell. Dastum a ran an traoù-mañ: ne blij ket dezhañ 1 kaozeal ganin 2 kaozeal pell. Kaozeal e-unan zo aesoc’h neuze.
- Ur skouer all : tremenet em eus eurvezhioù o klask skouerioù evit ar goazeadenn Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_09_bloaz_2010#Yezhadur, renadenn-anv, skouerioù tennet eus ar yezh komzet hag ar yezh skrivet a ziskouez peseurt reolenn e vez heuliet ingal hep nemedenn ebet met derc'hel ar ra da gomz eus "tud o klask sevel unan hag a zo diezhomm". Daoust ha talvezout a ra ar boan ? Adlavarout ali Ronan ar Glew a raen: difennet? Gantañ? Tremenet em eus amzer war wikipedia ivez. Petra eo ar gwellañ keñveriañ labour pep hini, pe paouez gant ar c’hoari-se?
- kinniget em boa un doare da glask un emglev met klask emglevioù ne oa ket diouzh doare BB hervez ar mod : ali personel adarre
- Ma rafe an holl eveltañ ne vefe ket muioc'h eget 10 000 pennad amañ. Pep hini a c'hell ober martezeadennoù. Setu amañ unan all : Ma vefe doujus BB d'an dud e vefe muioc'h a dud o kenlabourat. Ur vartezeadenn tostik d’ar wirionez hag aes da gompren eo memes tra: ya, ma yafe kuit an holl d’an disterañ dizemglev ne chomfe ket pikol tud d’ober al labour. Pa fell d'an dud labourat e reont, pa ne fell ket dezho e kavont digarez (ur c'hrennlavar zo hag hen displeg mat).
- Am eus aon e talv an droienn doujus d'an dud kement ha bezañ a-du gante, n'eus forzh pegoulz ha db n'eus forzh petra. Hag ar frankiz da soñjal?
- Karout a rafen e vefe c'hwistellet gant ar verourien ivez pa ankoua lod bezañ doujus ouzh reolennoù kenlabourat zo, evel wikipedia:tagadennoù personel .
- c'hoari ar prima donna froudennek. Evit priziañ ar gunujenn e ranker gouzout ez eo BB ur yezhour a vicher hag a oar c'hoari gant sterioù hag adsterioù an troiennoù a implij. Un troour ampart eo ha mestroniañ a ra meur a yezh. Peseurt heklev a zo gant an droienn prima donna ?
- Koll pasianted a c’hallan, evel ar re all. Em fenn ne oa ne met ur c’hliched aes, ha n’an ket, evel tud zo, da glask eil pe trede ster, pe heklev ar gerioù er wikipedia gallek. Prest on d’en em zigareziñ (n’eo ket boaz ar wikipedia-mañ, am eus desket diwar ma c'houst), ne oa ket mennet da vezañ na drouk na jentil. Mar deo bet kemeret evel ur gunujenn en em zigarezan: ne felle ket din kunujenniñ den, evel ma ne fell ket din bezañ kunujennet.
- Goût a ra BB ar mod da zesachañ kenlabourerien. Skrivet e oa ganin GOUDE DA YUN EMBANN PAKAÑ E RABOTOU.
- A-du gant ar frazenn Ar pezh a gont eo al labour vat. Ne vern gant piv e vije. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 12:04 (UTC)
- Atav ar memes doare kudennoù, hag ar memes kondisionoù bep tro. Skuizhus-tre e kavan. Un dipit bras eo evidon an afer nevez-mañ. Dreist-holl pa 'vez tud barrek o vont kuit. Me gav ez eo mantrus e yafe kuit tud en abeg da dud all. --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 13:28 (UTC)
- Gallout a rafes, mar plij ganit, displegañ sklaer (ma n'eo ket sklaer n'eo ket un displegadur) petra 'sinifi : Atav ar memes doare kudennoù, hag ar memes kondisionoù bep tro. Ha : Me gav ez eo mantrus e yafe kuit tud en abeg da dud all. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 15:54 (UTC)
- Me gav ez eo sklaer an traoù. Evit ar frazenn gentañ ma 'z eus c'hoant mont donoc'h n'eus nemet adlenn mat an eskemm a-us, ha darvoudoù ar sizhunvezhioù ziwezhañ. Evit an eil avat n'eus tra da zisplegañ, ne gaves ket te ez eo mantrus seurt darvoudoù : e yafe kuit tud en abeg da dud all ? A galon --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 16:31 (UTC)
- Gallout a rafes, mar plij ganit, displegañ sklaer (ma n'eo ket sklaer n'eo ket un displegadur) petra 'sinifi : Atav ar memes doare kudennoù, hag ar memes kondisionoù bep tro. Ha : Me gav ez eo mantrus e yafe kuit tud en abeg da dud all. Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 15:54 (UTC)
- Atav ar memes doare kudennoù, hag ar memes kondisionoù bep tro. Skuizhus-tre e kavan. Un dipit bras eo evidon an afer nevez-mañ. Dreist-holl pa 'vez tud barrek o vont kuit. Me gav ez eo mantrus e yafe kuit tud en abeg da dud all. --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 13:28 (UTC)
Sklaer ha teñval
[kemmañ ar vammenn]- Displegadur ebet, neuze ne gavan ket sklaer. Ret tremen gant ar gerioù a zo uheloc'h eta. Lavarout ez a kuit tud en abeg da dud all a zo koumoulek ha dispis, subjektivel a-hed an neudenn, pell a vezañ neptu, met ouzhpenn e vije ret gwelout ha gwir eo. An doare objektivel nemetañ eo sellout ouzh ar fedoù splann hag ar gronologiezh, hag ar re-se a zo neptu: ne welan nemet un dizemglev dister, lakaet da c'hwezhañ.
- Deomp war-raok: betek-hen (betek an dizemglev c'hwezhet mañ ) e oa aotreet kemm ar pennadoù na oant ket berzet (ha prenn a veze lakaet war ar re a oa berzet n'eus forzh penaos) : chom a ra gwir ar reolenn evit an holl bennadoù, boestoù, infobox, ha me 'oar? Pe difennet eo ouzh tud zo?
- Hervez un ali roet d'an a viz Ebrel e oa aotreet a gav din: [4]
- Keleier mat: 13 pennad nevez hiziv , daoust da bep tra. Ha n'eo ket echu.
Bianchi-Bihan 5 Ebr 2010 da 17:20 (UTC)
- N'am eus ket amzer da goll gant komzoù difin. Ne blij ket re ar soubenn din, pa 'vez mesket re a draoù disheñvel asambles. N'en deus ket ezhomm Wikipedia eus komzoù difin ha ne zegasint seurt, pennadoù a dalvoudegezh na laran ket. Echuiñ a ran gant ar gaoz-se (anavezout a ran ar fin dija ). Ken ur wech all --Y-M D (kaozeal) 5 Ebr 2010 da 19:29 (UTC)