Gaou
Kontañ gaou, livañ gevier, zo kontañ traoù dre gomz pe dre skrid evit touellañ an dud peurvuiañ, pa ouzer n'eo ket ar wirionez. Gaouiaded pe gaouierien eo an dud a gont gevier.
Furien Sina
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar prederour sinaat Konfusius a sav a-enep ar gaou, met kavout a ra dezhañ eo ret gouzañv re ar varc'hadourien rak panevet da se n'hallint ket gounit o bara.
Lao Zi en deus kelennet ne dle ket an den yaouank vertuzius kilañ rak disklêriañ pep gaou, ha pa vije bet graet gant e dad, met ne sav ket Konfusius a-du gantañ : arabat eo d'ur mab diskuilh e dad, Muiañ a c'hall ober eo chom hep mont da heul an dud a skouer fall.
Abegoù da livañ gevier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a dra a c'hall bezañ kaoz d'un den da gontañ gevier : an emgarantez, an aon, an dismegañs, al lorc'h, ar warizi, ar gasoni, ar garantez en o zouez.
Gwir
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ober gaou da unan bennak er gwir a dalv ober un dra bennak fall dezhañ hag a-youl vat.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eosten Hippo : De Mendacio ("A-zivout livañ gevier").
- Cansoun dei mensònegai (Son ar gevier), kanaouenn okitanek.