Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 09 bloaz 2010

Eus Wikipedia

01/03/2010 — 07/03/2010

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Tud a zo o poanial d'ober brud dezhi. Ur pennad diezhomm en hon wiki-ni ? Bianchi-Bihan 1 Meu 2010 da 04:11 (UTC)[respont]

Me garfe e vefe "en euskareg", reishoc'h, keta.

. Bianchi-Bihan 1 Meu 2010 da 14:39 (UTC)[respont]

Graet Graet eo. --Yun (kaozeal) 1 Meu 2010 da 14:52 (UTC)[respont]
Eskerrik asko. Bianchi-Bihan 1 Meu 2010 da 14:57 (UTC)[respont]

Un tamm re luziet din ar voestad rouaned. Bianchi-Bihan 1 Meu 2010 da 19:03 (UTC)[respont]

Savet em eus un daolenn e lec'h ar voestad rouaned ha lakaet em eus pikoù-goulenn (???) pa ne oan ket evit treiñ. --Yun (kaozeal) 4 Meu 2010 da 16:09 (UTC)[respont]
Un tamm poan am eus o kompren an traoù-se ivez, d'ar c'hentañ sell. Ec'h an da welet a dostoc'h. Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 16:50 (UTC)[respont]
Pa soñjan, bravoc'h e vije ar pennadoù (un toullad zo anezhe), db kumunioù Euskal Herria, Bizkaia, Gipuzkoa, hag ar re all, gant boest pe taolenn pe me oar. Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 16:58 (UTC)[respont]

Kompren a ran e vije a-bouez niverennoù an departamantoù gall er wikipedia gallek, kompren a ran o dije c'hoant lod tud da lakaat an dra-se er wikipedia brezhonek ivez, met ma vije bet goulennet ma ali e vijen savet a-enep. Rannvroioù Chile o deus niverennoù ken pouezus all, hervezon-me, perak ne vijent ket lakaet? Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 16:27 (UTC)[respont]

A-du ganit, n'eus nemet da lemel er patrom hag er pennadoù an departamantoù gall. Ma 'z eo an holl a-du e rin.--Gwendal 5 Meu 2010 da 16:33 (UTC)[respont]
N'eus ket mall. Pell zo emañ evel-se, gallout a ra chom ur pennad c'hoazh. Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 16:48 (UTC)[respont]
Graet 'm eus war-dro.--Gwendal 6 Meu 2010 da 16:48 (UTC)[respont]
Mat-kaer. Bianchi-Bihan 6 Meu 2010 da 17:21 (UTC)[respont]

Pa soñjan c'hoazh: tizhet an 32 000 pennad gant Ermua evit ar beure. Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 17:13 (UTC)[respont]

Dre zievezh eus ma ferzh emañ an darn vrasañ eus kumunioù Nafarroa er rummad: Nafarroa, e-lec'h bezañ er rummad Rummad:Kumunioù Nafarroa. Mar gall ur robotour robotet mont da lakaat urzh un deiz bennak. Bianchi-Bihan 5 Meu 2010 da 17:22 (UTC)[respont]

Graet Hir eo bet, dreist-holl pa'm eus ranket didoueziañ ar c'humunioù er rummad Nafarroa a-raok lakaat ar robot da labourat. Ret e vo gwiriañ n'eus ket bet rummet-dirummet betek re gant YunBot. 206 pajenn a zo bet tretet gantañ.
Bez' ez eus ur bajenn a-ratozh evit seurt goulennoù, Wikipedia:Bot/Rekedoù, a c'heller tizhout dre borched ar gumuniezh. --Yun (kaozeal) 5 Meu 2010 da 22:35 (UTC)[respont]
Trugarekaat. Tud zo a deu a-benn da brouiñ e c'haller kenlabourat. Bianchi-Bihan 6 Meu 2010 da 04:53 (UTC)[respont]

Evel alies e sav ur barrad douetañs ennon e-keñver yezh. Petra ranker skrivañ : gad Manchouria pe gad Vanchouria ? Me 'gav din eo ret ober ar c'hemmadur ? trugarez d'an neb a zisplego din. --Gouerouz 6 Meu 2010 da 10:10 (UTC)[respont]

Gad Manchouria hep kemmadur, evel e-barzh mamm Mari (en Aviel) pe Bro Bear (panell divyezhek war bord an hent) peogwir ez eo ur genitiv. Displeget eo bet kement-mañ gant Yann Gerven en e studi Kemmadurioù berzet pe dizaliet e-barzh Al Liamm niv. 342. --Yun (kaozeal) 6 Meu 2010 da 10:43 (UTC)[respont]
Trugarez vras ! Diskoachet an niverenn 342 ganin, ne chom nemet lenn, kompren ha, dreist-holl, derc'hel soñj d'ober... A galon,--Gouerouz 6 Meu 2010 da 11:03 (UTC)[respont]
A-du evel-just, gwelloc'h evel-se. Met ne vijen ket spontet gant an doare all. Tud Montroulez, sur, met tud Vrest ha tud Brest zo ivez. A gredan. Bianchi-Bihan 6 Meu 2010 da 12:06 (UTC)[respont]
Ac'hanta, me n'on ket a-du gant an diskoulm kinniget. Skoemp e c'hall bezañ afer ar c'hemmadurioù, met amañ e seblant din bezañ splann, kemmadur 'zo d'ober. Evel ma vez lavaret steredenn-vor, "naer-vro".. N'eo ket genitiv, stagenn-doareañ eo. "Gad Manchouria" zo n'eus forzh peseurt gad eus Mandchouria, met Gad-Vanchouria eo ar c'had ispisial da Vanchouria, ar spesad (evel evit "Yar-Indez", "klujar-Spagn")...--Trec'hlid mitonet 6 Meu 2010 da 13:53 (UTC)[respont]
Ne'm boa ket soñjet en dra-se. Emañ ar gwir gant Trec'hlid mitonet evel-just : gad Manchouria pa gomzer eus ur c'had eus Manchouria ; ha gad-Vanchouria (gant ur varrennig-stagañ) pa gomzer eus ur c'had-Vanchouria, eleze ur seurt gad a gaver e Manchouria. Reizh ha poellek eo displegadennoù Trec'hlid mitonet. --Yun (kaozeal) 6 Meu 2010 da 20:10 (UTC)[respont]
Pe gad vanchourian, pe gad vanchou, ken manchourian pe manchou ha ma'c'h eo saoz pep krank saoz ha gall ar foenn-gall. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 09:07 (UTC)[respont]

Mat. Neuze, a-raok na cheñchfen ul lodenn vat eus ar fichennoù-loened, eo mat d'an dud ar reolennoù-se ? Da lâret eo, pa vez kaoz eus spesadoù loened :

  • lakaat ur varrennig-stagañ + kemmadur pa vez d'ober
  • ha neuze, ma ne fazian ket, e vez lakaet ar ger-mell dirak, da lâret eo ar c'had-Vanchouria

--Gouerouz 7 Meu 2010 da 10:05 (UTC)[respont]

Pep hini a c'hall lavarout e soñj ha setu ma hini : ar furañ eo chom hep ober gant ar c'hemmadur, pa ne ya ket kontrol d'ar reolennoù splann. Me n'on ket troet da blegañ da reolennoù ijinet n'ouzer ket gant piv, met pep hini a ra pezh a gar gant e yezh.
Pelec'h emañ ar reolenn? Ma'z eus anezhi n'eo ket diaes da ziskouez. Piv a lavar eo ret lakaat tiredoù hag ober ar c'hemmadur? Peseurt Akademiezh? Peseurt skrid?
Setu pezh a lennan e-barzh Syntaxe du breton moderne gant René Le Gléau, ul levr dereat ( ha n'eo ket ur Bibl evit se) ha ne blij ket d'an holl marteze, pajenn 64: on évitera sous prétexte de "régularité grammaticale" d'étendre l'adoucissement à tous les groupes de mots. En général l'usage veut qu'un nom complément conserve son autonomie et échappe à toute mutation initiale. Ar re all n'ouzon ket petra soñjont, met me gav eo fur.
E Yezhadur Kervella e kaver tud Vreizh, ha Tud Breizh ivez. Ma kaver an daou, n'hall ket bezañ ur fazi. Skrivañ a ra René Le Gléau: Il est exact qu'une mutation lénitive s'entend et parfois s'écrit ... dans les noms monosyllabiques ... . Elles ne sont nullement obligatoires; a fortiori ne doit-on pas les étendre abusivement.
Gortoz a ran e vije diskouezet din un usage kontrol d'an evezhiadenn fur-mañ er skouerioù meneget gant Gouerouz, ma kavan anezho dreistezhomm. Neuze, din-me: Tud Montroulez, hep tired, antilopenn Bates memes tra, ha gad Manchouria ivez evel-just.
Met ma fell d'an dud ober kemmadurioù e lec'hioù diezhomm pe dreistezhomm, graent. Gant ma ne servijo ket da lavarout goude ez eus ur reolenn e-lec'h ma n'eus ket. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 17:39 (UTC)[respont]
Trugarez evit da zisplegadenn. Ma n'emañ ket an holl a-du gant an afer barrennig-stagañ/kemmadur ne cheñchin tra 'ba ma labour graet neuze hag e talc'hin gant an doare-se. A galon.--Gouerouz 7 Meu 2010 da 17:55 (UTC)[respont]
D'am soñj e vez arabat hastañ kemm gwech ebet. Goude ez eus abegoù a-walc'h da chom hep kemm amañ. Goude c'hoazh, ma fell da lod all kemm, eo dezho da ziskouez war be diazez e reont, ha d'ober an adkasoù a garont. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 18:04 (UTC)[respont]
Trawalc'h eo sellet e-barzh Geriadur Roparz Hemon (p. 363), hag e vo gwelet p. 363 «gwinizh-Turki coll. gwinizhenn-Durki maïs».--Trec'hlid mitonet 8 Meu 2010 da 10:28 (UTC)[respont]
Dizemglev zo etre Le Gléau ha Roparz Hemon, hag ouzhpenn ur wech. N'eus nemet lakaat an daou stumm ma fell da lod kemm.
Gwinizhenn-Durki, ha Turkia, a gaver e geriadur RH.
Evit antilopenn Barnes n'eus roud ebet avat. Bianchi-Bihan 8 Meu 2010 da 10:47 (UTC)[respont]

Dispar, ar brezhoneg, setu ur yezh señpa, ma zo droed d'ober ar pezh a garer, da skrivañ evel ma karer ha d'ober kemmadurioù evel ma karer. Ha foei war ar yezh komzet, ma kaver (evel en Ichtyonymie bretonne da skouer) anvioù loened evel garvenn vein, rae garreg, gavr vaodrez (ur c'havr-vor a vev er baodrez, ur seurt bezhin)!!!... Darn a zeuy marteze da gontañ, "ya met e gwenedeg ne vez ket graet a gemmadurioù (pe nebeut)", ha koulskoude e vez lavaret da skouer c'hwenenn-vor gant kemmadur e kement lec'h enklask eus porzhioù Bro-Wened er studiadenn-se.--Trec'hlid mitonet 8 Meu 2010 da 16:16 (UTC)[respont]

Ober n'eus forzh petra zo un dra, kaozeal zo un dra all. Betek-hen ne oa kaoz amañ nemet eus anvioù divoutin, evel e-barzh gad Manchouria, antilopenn Barnes, ha gwinizhenn-Durki, roud ebet anezhe evit ar poent er yezh komzet. Evit gwelout sklaer e vije mat chom hep meskañ an traoù.
Da betra din klask kaozeal pelloc'h, p'eo anat n'haller ket? Bremañ e teuez gant an anvioù divoutin, met diouzhtu a-us e oas bet o kerc'hat un arroudenn gant ar Gleau (p. 64), arroudenn beskennet a-zoare forzh penaos, ma ne oa ket kaoz eus anvioù divoutin, met eus renadennoù anv (boutin) tra ken, neuze evit kelo "mat chom hep meskañ an traoù"...--Trec'hlid mitonet 9 Meu 2010 da 12:25 (UTC)[respont]
E-barzh ur gaoz e c'haller lavarout eo mat pe fall an arguzennoù hep lavarout eo aner kaozeal. Me gav n'eo ket heñvel naer-vro ha gad Manchouria, ha ne gredan ket e sav kontrol Le Gléau goude lenn, ha se a lavaran, ha netra diwar-benn ar gwenedeg nag ar peskoniezh. Goude se ne ran forzh ebet petra a vo lakaet, met reolenn ebet n'em eus gwelet en anvioù divoutin. Bianchi-Bihan 9 Meu 2010 da 12:33 (UTC)[respont]
  • Emañ Gouerouz o klask lakaat anvioù loened e brezhoneg pa vez doareet anv al loen gant un anv divoutin, hini ur vro peurgetket. Splann eo bet displegadennoù Trec'hlid mitonet hag ar skouerioù roet gantañ, met hervez ar mod n'eo ket bet kendrec'het an holl. « Pelec'h emañ ar reolenn? Ma'z eus anezhi n'eo ket diaes da ziskouez. Piv a lavar eo ret lakaat tiredoù hag ober ar c'hemmadur? Peseurt Akademiezh? Peseurt skrid? » eme Vianchi-Bihan. Un goulenn all a c'heller ober ouzhpenn : daoust ha miret e vo ar bennlizherenn e-barzh ar gerioù kevrennek-se ? Gouzout a reomp holl n'eus akademiezh ebet a bled gant ar brezhoneg. Koulskoude ez eus boazioù skrivañ, hag ivez geriadurioù : An Here (eil embannadur 2001), Roparz Hemon-Ronan Huon (2002), Lec'hienn Ofis Ar Brezhoneg (lennet ganin hiziv, 2010), Geriadur ar skiantoù hag an teknikoù savet gant Kreizenn ar geriaouiñ (lennet ganin hiziv, 2010). Setu amañ an anvioù plant pe loened savet war ar patrom "anv-kadarn doareet gant un anv-lec'h" am eus kavet :

Afrika

  • kogenneg-Afrika (OAB)

Alaska

  • kefeleg-Alaska (OAB)

Amerika

  • adren-Amerika (OAB)
  • binoter-Amerika (OAB)
  • bongorz-Amerika (OAB, An Here)
  • jualenn-Amerika (OAB)
  • kragell-Amerika (An Here)
  • moualc'h-Amerika (OAB)
  • spanell-Amerika (OAB)

Andalouzia

  • turniz-Andalouzia (OAB)

Aostria

  • pin-du-Aostria

Azia

  • nouelig-Azia (OAB)
  • kragell-Azia (OAB, An Here)

Balearez

  • tort-Balearez (OAB)

Bourdel

  • pin-Bourdel, pinenn-Vourdel (OAB)

Brusel

  • kaol-Brusel, kaolenn-Vrusel (OAB, An Here)

Damask

  • roz-Damask (OAB)

Egipt

  • adren-Egipt (OAB)

Eurazia

  • koadyar-Eurazia (OAB, GST)
  • koukoug-Eurazia (OAB)
  • morbig-Eurazia (OAB)
  • penngamm-Eurazia (OAB)

Europa

  • adren-Europa (OAB)
  • korag-Europa (OAB)

Firenze

  • elestr-Firenze (OAB)

Formoza

  • dreolan-Formoza (OAB)

Himalaya

  • drask-Himalaya (OAB)

Iberia

  • puig-Iberia (OAB)

Indez

  • fiez-Indez (OAB)
  • kistin-Indez (An Here, RH)
  • razh-Indez (OAB, GST, An Here)
  • roz-Indez (OAB, GST)
  • yar-Indez (OAB, RH, An Here)
  • yarig-Indez (OAB)

India

  • kogenneg-India (OAB)

Island

  • garv-Island (OAB)

Japan

  • erev-Japan (OAB)
  • godog-Japan (OAB)
  • lore-Japan (OAB)
  • melez-Japan (OAB)
  • milskoulm-Japan (OAB)
  • sedrez-Japan (OAB)

Kanada

  • garreli-Kanada (OAB, An Here)
  • skilgog-Kanada (OAB)

Kanariez

  • puig-Kanariez (OAB)

Kaokaz

  • puig-Kaokaz (OAB)
  • skilgog-Kaokaz (OAB, GST)

Karolina

  • rakig-Karolina (OAB)

Kaspia

  • skrav-Kaspia (OAB)

Kiprenez

  • devedig-Kiprenez (OAB)

Kolc'his

  • fazan-Kolc'his (OAB)

Korsika

  • gouelan-Korsika (OAB)
  • pin-Korsika (OAB)
  • pokerig-Korsika (OAB)

Malabar

  • kogenneg-Malabar (OAB)

Martinik

  • douryar-Vartinik, douryer-Martinik (OAB)

Oural

  • kaouenn-Oural (OAB)

Persia

  • gwespetaer-Persia (OAB, An Here)

Portugal

  • roz-roc'h-Portugal (OAB)

Rusia

  • eostig-Rusia (OAB)
  • goapaer-Rusia (OAB)
  • puig-Rusia (OAB)
  • rouzegan-Rusia (OAB)

Sant-Jakez

  • krogenn-Sant-Jakez (OAB, RH, An Here)

Serbia

  • spruñs-Serbia (OAB)

Sibiria

  • gwrac'hig-Sibiria (OAB)
  • glaouer-Sibiria (OAB)
  • moualc'h-Sibiria (OAB)
  • skilgog-Sibiria (OAB)

Spagn

  • askolenn-Spagn (OAB)
  • avank-Spagn (OAB)
  • bigorn-Spagn (OAB)
  • bistrak-Spagn (OAB, An Here)
  • brezhell-Spagn (OAB)
  • foenn-Spagn (GST, RH, An Here)
  • hogin-Spagn (OAB)
  • klujar-Spagn (OAB, RH, An Here)
  • lore-Spagn (An Here)

Turkestan

  • rouzegan-Turkestan (OAB)

Turkia

  • sikamor-Turkia ruz (OAB)

Virginia

  • sedrez-Virginia (OAB)
  • toud-Virginia (OAB)
  • Gwelout a reer e vez lakaet ur varrennig-stagañ, skrivet an doareer gant ur bennlizherenn, ha graet ar c'hemmadur pa vez tro (teir gwezh : pinenn-Vourdel, kaolenn-Vrusel ha douryar-Vartinik). [Pemp ger hep barrennig-stagañ am eus kavet ivez e-barzh tri fennad eus geriadur An Here, ankounac'het ganto moarvat pa gaver anezhi ingal er geriadur a-hend-all : adren Europa, adren Egipt, skilgog Kaokaz, avank Europa hag avank Amerika]. Sed-aze evit ar yezh skrivet. Evit ar yezh komzet e c'heller kaout fiziañs e labourioù Alan-Gwennog Berr en deus dastumet un toullad mat a c'herioù e porzhioù-mor Breizh. Setu amañ daou anezho : rae-Blougastell (raie bouclée) ha torzhell-Bortugal, torzhilli-Portugal (dormeur à bord lobé) a gaver skrivet re blougastell ha torzell bortugal e-barzh Geriadur an anoioù loened mor, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1990.
  • Evidon-me n'emañ ket René Le Gléau a-enep d'ar c'hemmadurioù-se. Pa lenner pizh e Syntaxe du breton moderne p. 64-65 e weler 1) ne gomz ket eus anvioù divoutin ha 2) ne gomz ket eus anvioù-kevrennek pa lavar e ranker chom hep ober ar c'hemmadur. Skrivañ a ra p. 65 : « Les arbres fruitiers : Ur wezenn kraon a noaz kalz d'ar gwinizh (IN. p. 253). Parfois on les considère comme des mots composés : ur wezenn-ber. »
  • Setu ne lavarin ket ez eo ur reolenn met diwar ar skouerioù-se tennet eus ar yezh skrivet hag eus ar yezh komzet e savan a-du gant Trec'hlid mitoned evit skrivañ « gad-Vanchouria », ur ger kevrennek skrivet gant ur varrennig-stagañ, ur bennlizherenn hag ur c'hemmadur. Evel-just e c'heller ober gant ar ger mell : ur c'had-Vanchouria. --Yun (kaozeal) 9 Meu 2010 da 22:28 (UTC)[respont]
Sed aze ul labour talvoudus kaset da benn gant Yun. Gourc'hemennoù evit an daolenn-se. Evit afer ar varrennig-stagañ e-korf Geriadur an Here (avank Europa, etc.) ne gav ket din eo diwar ankouazh (met hervez saver ar pennad, pe an adlenner marteze). E gwirionez ned a ken en-dro an doare-skrivañ skiantel evit an daksinomiezh evel an doare-skrivañ boas: graet e vez gant anvioù daouek: an anv genad (gant ur bennlizherenn), mui an anv spesad (hep pennlizherenn), ha hep barrennig-stagañ, da skouer Felix catus evit ar c'hazh. Graet e vez heñvel er yezhoù a-vremañ, setu perak e skriv an evnoniourien c'hallek Rougegorge (ha neket rouge-gorge evel er geriadurioù), ha Pic vert (ha neket pivert pe pic-vert ar geriadurioù). An doare-ober-se a oa bet heuliet gant Perig Herbert en e studiadennoù war anvioù al laboused (Rummad e-barzh ar gelaouenn yezhoniezh Hor Yezh), hag ivez gant Ofis ar Brezhoneg evit al levr Anvioù bronneged Europa (2003) ma vez skrivet Pudask Europa da skouer. Ne vez miret eno ar varrennig-stagañ nemet e framm ar genad pe ar spesad, da skouer Kefeleg-koad zo un anv genad, disheñvel diouzh Kefeleg (genad all).
Evit un holloueziadur evel Wikipedia e kav din eo talvoudus gouzout peseurt reolenn 'vo heuliet: hini ar skiantourien pe hini ar yezh voas.
Evit un anv-den em eus kavet: Kaouenn dTengmalm gant P. Herbert (evit Nyctale de Tengmalm). Gant kemmadur eta.--Trec'hlid mitonet 10 Meu 2010 da 08:47 (UTC)[respont]
Plijusoc'h ar gaoz adalek ma lakaer arguzennoù e-barzh.
Gwelout a ran n'eo ket war hent René le Gléau (d.l.e. chom hep ober kemmadurioù pa ne oant ket diazezet mat er reolennoù) eo aet den (piv 'ta?) Ofis ar Brezhoneg, gant yar-Vartinik.
Un tamm dislavar zo marteze en e ober avat pa gaver garreli-Kanada (e-lec'h garreli-Ganada) un tamm pelloc'h: ur fazi e-barzh e sistem, pe un dibab all graet gant un diskibl d'ar Glew?
Gouzout peseurt reolenn dibab evit wikipedia: aozañ ur vot, labour d'ar verourien. Bianchi-Bihan 10 Meu 2010 da 11:57 (UTC)[respont]
garreli, ger gourel evit Geriadur an Here ha hini Favereau.--Trec'hlid mitonet 10 Meu 2010 da 12:42 (UTC)[respont]
Trugarez da Yun evit e renabl. Evel 'm eus bet tro da skrivañ n'em eus tamm ali personel ebet war afer ar c'hemmadur (ha rak-se 'm eus goulennet ali an dud just a-walc'h). Evit ar varrennig-stagañ n'on ket gwall kendrec'het gant An Here pe Termbret ha n'on ket sur vije bet taolet pled gante war se. Div skouer : Pudask Europa hag Adren-Europa ; amañ zo kaoz bewech eus ur spesad (Mustela putorius ha Caprimulgus europaeus), n'eus abeg ebet eta e vefe ur varrennig-stagañ gant an eil pa n'eus ket gant egile. Me 'gav din eo mat kinnig Bianchi-Bihan hag aozañ ur vot evit ma vefe sklaer an traoù er wikipedia bepred.--Gouerouz 10 Meu 2010 da 17:10 (UTC)[respont]
Evel Gouerouz n'em eus ali personel ebet, met plijout a ra din kompren ar perag eus an traoù, ha mat e kavan gwelout skouerioù, gwelloc'h eo evit kas ar gaoz en-dro. Ha pa welan skouerioù zo, evel ar re roet gantañ, em bez un tamm disfiz ouzh dibaboù zo, lakaet aes war gont an Here, pe OAB, hag a zo bet graet gant tud hag o deus un anv moarvat, hag o deus graet dibaboù gant abegoù hag a vefe mat anavezout en un holloueziadur. Un draig all: ar skouer gwinizh Turki a zeu eus geriadur Gregor, ha gwinizhenn-Durki ne gaver

nemet er Geriadur Istorel hep daveenn ebet dezhañ. Ha gant Vallée ne welan nemet ed-Turki. E-kichen da se e ra ar Gonideg gant gwezenn-palmez, gwezenn-kasia, gwezenn-kraoñ (pajenn 365, embannadur 1850) hep tamm morc'hed, pa lenner gwezenn-dourmantin gant RH. Me 'gav e c'hallfemp reiñ degemer d'an daou zoare ober hep lakaat ar yezh nag ar Republik en arvar, evel gant mintin ha beure, tud Breizh ha tud Vreizh e Yezhadur Kervella. Ha pa ne vez ket a reolenn splann, evel en anvioù divoutin, e vije koulz chom hep lakaat da reolenn ar c'hemmadur: kemmadurioù diret all zo er yezh. Ha pa welomp penaos eo mestroniet ar reolennoù diazez (ret!) er skolioù ... Bianchi-Bihan 11 Meu 2010 da 09:00 (UTC)[respont]

Trugarez da Yun evit ar skouerioù, met da'm soñj ne ziskouezont nemet un dra : peseurt dibab zo bet graet gant Ofis ar Brezhoneg en degouezh-se (n'eus ket kalz skouerioù tennet eus geriadurioù an Here pe al Liamm ha n'eus nemet unan a ziskouezfe ur c'hemmadur, "kaolenn-Vrusel"). Pa glaskan el levrioù yezhadur avat, ne welan reolenn splann ebet. Ha pa gaver traoù ez a kentoc'h war an tu all : e levrig Reun ar Glev, diazezet war ar yezh skrivet, hag e yezhadur Favereau, diazezet kentoc'h war ar yezh komzet, e lenner traoù heñvel : "Bugale Breizh" (Syntaxe du breton moderne pp. 66), "bro Kareiz" (yezhadur ar brezhoneg a-vremañ p.58). Evel Bianchi-Bihan e lavarjen a-walc'h e vije koulz chom hep lakaat ar c'hemmadur da reolenn. --Llydawr 16 Meu 2010 da 18:20 (UTC)[respont]
Tre pezh a lavaren. N'eus roud ebet a reolenn er yezhadurioù ha koulskoude ez eus tud o klask sevel unan hag a zo diezhomm. Me gav e vez ezhomm da zegas ar reolennoù da soñj alies, met lakaat reolennoù nevez diezhomm ne gavan ket fur. Daoust da se e c'haller ober kemmadurioù kement ha ma karer ma n'eont ket kontrol d'al reolennoù ( "a teu"): kemmadurioù diret zo e brezhoneg, tro Breizh ha tro Vreizh. Bianchi-Bihan 16 Meu 2010 da 20:16 (UTC)[respont]
Evit respont da Llydawr : ar skouerioù "Bugale Breizh" ha "bro Kareiz" a zo evel ar skouerioù am boa roet e penn kentañ ar gaozeadeg-mañ, mamm Mari ha Bro Bear. Emañ an holl a-unan evit lavaret ne vez ket graet ar c'hemmadur pa vez ur genitiv. Padal e vez lavaret ar Vro-Vigoudenn, Bro-Gerne, Bro-Dreger peogwir ez eo Bigoudenn, Kerne ha Treger anvioù ar broioù : n'eo ket ur genitiv a gaver aze met un doareer stag ouzh un anv-kadarn benel. E Geriadur an anoioù loened mor gant Alan-Gwennog Berr e c'heller lenn degadoù a skouerioù savet gant un anv-kadarn hag un anv bro stag outañ. Ne vez ket kemmadur ebet pa vez gourel an anv-kadarn pe pa ne gemm ket kensonenn gentañ an anv bro (kalz a skouerioù a zo gant Spagn). Met bewezh ma vez tro da gemmañ e kemm : rae-Blougastell ha torzhell-Bortugal. Ne'm eus kavet skouer ebet hep kemmadur pa veze tro d'ober ar c'hemmadur. --Yun (kaozeal) 17 Meu 2010 da 05:12 (UTC)[respont]
A-du-krenn gant Yun. Splann ha sklaer eo skouerioù Alan-G. Berr testeniet e yezh an dud ("rae-Blougastell", "torzhell-Bortugal"). Ha koulskoude e oa aze gerioù hir (3 silabenn), ha kemmet int bet memes tra (lavaret e vez alies: seul hiroc'h ar ger seul ziaesoc'h ar c'hemmadur da lakaat da dalvezout war-lerc'h un anv).
Perak ned a ket ar re a sav a-du gant ar Gléau da lakaat e savboent da dalvezout penn-da-benn? Ar Gléau a lavar eo ret skrivañ "Bro Treger", "Bro Kerne", "Enez Baz"... (p.62)
(Ha degasomp da soñj ez eus ouzhpenn ur ger e-barzh Geriadur al Liamm a ziskouezfe kemmadur (ha neket "kaolenn-Vrusel" hepken). Un tamm uheloc'h em boa meneget "gwinizhenn-Durki".)--Trec'hlid mitonet 17 Meu 2010 da 09:06 (UTC)[respont]

Dilec'hiañ ar gaoz?

[kemmañ ar vammenn]
  • Kinnig a rafen a-walc'h kas ar gaoz-mañ war bajenn gaozeal ar renadenn-anv (pennad da sevel). renadenn anv.
  • Talvoudus e kavan ar gaoz gant ar skouerioù roet hag an enklaskoù graet.
  • Diskouez a ra ivez ne dalv ket boan hastañ kemm ha mat e vez derc'hel da arguzenniñ e-pad ur pennad hir.
  • Un tammig iskis avat e kavan an arguzenn "ar re a sav a-du gant ar Glew ... ": frankiz an den eo dibab an arguzennoù displeget mat a gav amañ pe ahont. Peogwir e c'haller lavarout kant frazenn all en hevelep doare, evel : Perak n'a ket ar re a sav a-du gant gwinizhenn-Durki e geriadur RH a-du gant planken pe garreli anv gwregel war digarez emañ en hevelep levr? Pell e c'haller mont gant an doare arguzenniñ-se.
  • Db gwinizhenn-Durki n'eus skouer ebet er yezh nemet ar meneg e geriadur RH hag er Geriadur Istorel. Ne gredan ket o dije kement a dalvoudegezh ar gerioù hep skouer, ha d'am soñj eo deuet arstumm-se (ha n'emañ ket e Geriadur Gregor) eus perzh RH e-unan, keit ha ma ne vo ket diskouezet ar c'hontrol.
  • Lakomp e vije degemeret amañ ar c'hemmadurioù evel e-barzh gwinizhenn-Durki pe Yar Vartinik, me gred eo arabat mont keit ha dibab traoù evel antilopenn Varnes: truez ouzh anvioù an dud estren. Bianchi-Bihan 17 Meu 2010 da 14:50 (UTC)[respont]

Labour adaozañ ha keleier

[kemmañ ar vammenn]

E-kerzh ar sizhunvezhioù tremenet em eus graet un tamm adaozañ d'ar Wikipedia brezhonek war tachennoù 'zo.

  • Dreist-holl da geñver dibaboù bet graet en amzer dremenet ha dre-se e oa pennadoù anvet fall. Graet 'm eus war-dro adenvel ha diverkañ ar pennadoù (pe patromoù) a implije ar gerioù : "digejañ" pe "portal". Sañset eo echu an traoù bremañ, met n'eo ket dibosubl e kavfec'h un nebeut anezho c'hoazh, setu e vefe mat deoc'h ober war-dro pe kelaouiñ ac'hanon evit ma 'vefe echuet gant an aferioù-se da vat. Kavet em eus hiziv c'hoazh patromoù gant ar ger digejañ enno, ober a rin war-dro neuze.
  • Tro 'm eus bet mod all da gempenn un nebeut traoù all, pe diverkañ adkasoù ha na gasent davet netra.
  • Abaoe ma 'z eo distroet Yun ez eus adarre ur bot gantañ ha setu eo deuet din ar soñj krouiñ ul lec'h evit ma 'vefe savet ar rekedoù evit al labourioù d'ober gant ur bot : Wikipedia:Bot/Rekedoù Prest eo da implij bremañ.
  • Soñjal a ran en un dra all c'hoazh. N'eus bet tost den ebet o vont da reiñ e ali diwar-benn ar c'hinnigoù Wikipedia:Pennadoù mat ha Wikipedia:Pennadoù eus an dibab, dre-se n'eo ket posubl din urzhiañ tra ebet, padal e oan prest. Ma 'vez tud o deus c'hoant reiñ o ali e vo degemeret gant plijadur.
  • Ur c'heloù ziwezhañ evit echuiñ. Er sizhun o tont e vo ar raktres gant al Lise Diwan, bep noz eus ar sizhun e vo. Moarvat e vo ur bern degasadennoù d'ar mare-se, ha riskloù 'zo e vefe diaes da heuliañ, met eus hon tu e vo aozet an evezhiañ. Klask a raimp sevel ur roll eus ar pennadoù a vez graet war o zro gant al liseidi eilvet war pajenn kont al Lise Diwan. Dedennet e vefemp neuze ma c'helfe implijerien hor wiki-ni displegañ er bajenn kaozeal ar c'hemmoù a rafec'h ; kement-mañ a servijo evit priziañ al labourioù.

Trugarez deoc'h holl evit ho sikour hag ho labour
A galon --Y-M D (kaozeal) 6 Meu 2010 da 20:32 (UTC)[respont]

Keloù mat!--Gwendal 6 Meu 2010 da 20:51 (UTC)[respont]
Chom a ra ur bajenn d'an nebeutañ gant ar gêr digejañ amañ.--Gwendal 7 Meu 2010 da 07:56 (UTC)[respont]
N'on ket re nec'het gant se, met ne gredan ket e vije reizh hervez reolennoù wikipedia, lakaat meur a zen dindan un anv, ha pa vije anv "lise Diwan". Met fiziañs am eus en hon merourien evit diluziañ an afer. Bianchi-Bihan 7 Meu 2010 da 09:42 (UTC)[respont]
Ya moarvat n'eo ket reizh penn-da-benn lakaat meur a zud o labourat dindan ar memes anv. Met divizet eo bet kement-mañ gant al lise evit gellout merañ mat an traoù hag evit gwareziñ al liseidi, dre ma 'z eo al lise kirieg eus pep tra. Sañset ne vo kudenn ebet, ur strolladig emaomp evit sikour anezho (me, Implijer:Belvar, Implijer:Ifig ha re all c'hoazh). Ma weloc'h an disterañ kudenn emzalc'h kelaouit ac'hanon war va fajenn implijer hag ober a rin war-dro. Pe zoken ma weloc'h ur memes fazi meur a wech lavarit din hag e kelaouiñ anezho, un doare e vo evito da vont war-raok e c'hellfe bezañ ivez. An holl zoareoù da sikour ac'hanomp a vo deuet mat, trugarez. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Meu 2010 da 19:38 (UTC)[respont]
Neuze e kinnigan d'al liseidi bezañ war evezh pa'z implijont meur a + kemmadur dre vlotaat + anv-kadarn en unander. Meur a zen (so.o a-us), neuze. A galon. --Ex-Smith 7 Meu 2010 da 19:48 (UTC)[respont]
Fentus a-walc'h eo peogwir e oan diasur pa 'm eus skrivet ar ger-se. Trugarez dit evit an evezhiadenn. Setu respontet d'ur goulenn am boa abaoe pell. N'ez eus nemet d'he lakaat e pleustr bremañ. --Y-M D (kaozeal) 7 Meu 2010 da 20:08 (UTC)[respont]
D'am soñj eo graet ar reolennoù evit an holl, re wikipedia evel re ar brezhoneg. Implij meur zo displeget er wikipedia abaoe pell, n'eus nemet sellout ouzh ar bajenn a zo bet graet evit an holl ivez: http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Ar_fazio%C3%B9_stanka%C3%B1#Meur. 193.49.222.182 8 Meu 2010 da 09:47 (UTC)[respont]
Ya gwir eo ne vez ket sinet ar pennadoù, mat ar raktres a zo ganeomp a vo kaset da benn gant Liseidi diampart a-walc'h, setu eo bet krouet ar patrom-mañ evit ma ouife an implijerien e vo un tamm labour gant ar pennadoù-se. Ar pal n'eo ket derc'hel anezho da viken, met tannañ anezho pa 'vo bet reizhet. --Y-M D (kaozeal) 8 Meu 2010 da 20:07 (UTC)[respont]
An holl dud a zo dizampart e penn-kentañ. Pennadoù kamm, furmadet fall, dister,... a vez gwellaet goude se. Daou ziskoulm a welan evit raktres al lise :
  1. Lezel ar patrom-se keit ha ma pado ar raktres el lise ha lemel anezhañ kuit pa vo echu.
  2. Lakaat ar patrom-se er bajenn kaozeal. Gallout a ray chom eno da viken  :-)
--Yun (kaozeal) 9 Meu 2010 da 08:36 (UTC)[respont]
Trugarez evit hoc'h alioù ha kinnigoù. Bet eo bet dec'h an abardevezh kentañ ha paseet eo bet mat eus hon tu. Pennadoù zo a zo bet lec'hiet fall met sirius ha reizhet eo bet o labour gant al liseidi. Pajennoù dister pe didalvoud a c'hellfe bezañ a-benn disul (deiz ma pouezo gant ar c'hont) ha tennet a vefent diwar neuze. --Lomigbad 9 Meu 2010 da 09:27 (UTC)[respont]
Evel m'en deus lavaret Lomig n'eus ket bet an disterañ kudenn (traouigoù da reizhañ, met setu tout), ha ganeoc'h ? Dedennus eo ar c'hinnigoù a rez Yun. Moarvat e vo graet 'vel-se. Studiañ 'rin an traoù. A galon --Y-M D (kaozeal) 9 Meu 2010 da 17:12 (UTC)[respont]