Mont d’an endalc’had

Lavreer-Botorel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Al Lavreer-Botorel)
Lavreer-Botorel
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Le Loroux-Bottereau
Bro istorel Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Lavreer-Botorel (pennlec'h) betek 2015, Gwaled abaoe 2015
Kod kumun 44084
Kod post 44430
Maer
Amzer gefridi
Emmanuel Rivery
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Sevr ha Liger
Bro velestradurel Bro Gwiniegi Naoned
Lec'hienn Web www.loroux-bottereau.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 8 517 ann. (2020)[1]
Stankter 188 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 14′ 20″ Norzh
1° 20′ 52″ Kornôg
/ 47.2388888889, -1.34777777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 42,5 m
bihanañ 2 m — brasañ 93 m
Gorread 45,31 km²
Lec'hiañ ar gêr
Lavreer-Botorel

Lavreer-Botorel (Le Loroux-Bottereau e galleg) a zo ur gumun eus Breizh, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro. Pennlec'h Kanton Lavreer-Botorel, bet dilamet 2015, e oa.

  • Erwan Vallerie ː Oratorium, 1073; Oratorium Boterelli, XIVt
Peuliaouet ha ginbeuliaouet en argant ha glazur troc'het an eil en egile, e ziv gebrenn en aour balirant e-kreiz an holl.

Sturiad : Fortes in bello, in fide autem fortiores

  • Krouet e voe kumun Lannerell e 1863 diwar ul lodenn eus tiriad Lavreer-Botorel[3].
  • Mervel a reas 154 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 4,43% eus he foblañs e 1911[4].
  • Mervel a reas dek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv[5].
  • Gallout a ra an dud deuet deskiñ brezhoneg el Lavreer Botorel gant Kentelioù an Noz.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar c'hastell.
  • Melinoù e Le Pé.
  • Iliz katolik Sant Yann Badezour.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudenn[7]. Dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1920[8].
  • Murlivadur 1914-1918 en iliz katolik gant an Abad Bouchaud, 1926, luc’hskeudenn[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Angevin,

Aotrounez la Maillardière

En argant e gebrenn en gul, eilet ouzh kab gant ur greskenn hebiaet gant div steredenn, an holl en gul, hag ouzh beg gant ur wezenn geotet"
Ballet,

Aotrounez Plessix-Glain

En sabel e valanenn en aour
Barrin,

Aotrounez Petit-Palet, Bazoges, Bas-Briacé

En glazur e deir balafenn en aour
de Basoges, pe Bazouges,

Aotrounez Beauchesne, Briacé, la Haye, la Salle

En glazur, e leon goudreustellet etre argant ha gul
le Bastard,

Aotrounez la Herpinière

Daouranet; ouzh 1 en aour e erez en sabel; ouzh 2 en glazur e vlourdilizenn en aour
de Beauchesne

Aotrounez al lec'h se

En gul e groaz en aour
Boucher

Aotrounez la Bazillière

En argant e deir balmezenn c'heotet, an div ouzh kab kein ouzh kein
de l'Epervier / de l'Espervier

Aotrounez ar barrez

En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour
Petiteau

Aotrounez le Chesne

En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel iziliet ha pigoset en gul

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]