Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 12 bloaz 2010

Eus Wikipedia

22/03/2010 — 28/03/2010

Skrivañ un dra bennak en daouzekvet sizhun eus 2010 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Patrom:Wikimammenn

[kemmañ ar vammenn]

Ar patrom Wikimammenn n'a ket en-dro (da skouer e Da Feiz hon Tadoù Kozh). Piv a c'hallfe renkañ anezhañ ? --Llydawr 22 Meu 2010 da 11:17 (UTC)[respont]

N'eo ket bet krouet ar wikisource e brezhoneg c'hoazh. Pe neuze ur bajenn nemetken.[1]. Mat vefe kaout ur wiki gwir gant ur chomlec'h br.wikisource.org evel an hini kembraek [2]. Met piv a c'hellfe ober war-dro?--Gwendal 22 Meu 2010 da 17:46 (UTC)[respont]
Goude bezañ graet un droiadig em eus gwelet e oa pajennoù. Poent eo goulenn un anv domani e br. d'am soñj.--Gwendal 22 Meu 2010 da 17:54 (UTC)[respont]
Me gav din eo ret e vefe oberiant ar raktres wikimammenn evit ma 'vefe kadarnaet ar raktres-se. Ha n'ouzon ket ha tud a vo evit labourat du-se, labour forzh pegement a zo du-mañ dija. Da welet... --Y-M D (kaozeal) 22 Meu 2010 da 18:23 (UTC)[respont]
Mat e vije bravaat an degemer, ha marteze kemer skouer war an hini kembraek. Goude-se neuze e c'hallfen lakaat meur a draig e-barzh, evel ma ran er wikigeriadur, bep sizhun, hag abaoe pell zo . ne vije ket fall ivez da bep hini mont da lakaat un dra bennak ur wech bennak er miz a zeu, tennet eus e urzhiataer: ur varzhoneg verr, ur pennad studiet, .... Bianchi-Bihan 23 Meu 2010 da 02:48 (UTC)[respont]

Rummad:Sonaozourien hervez ar vro pe Rummad:Sonaozourien hervez o bro ?

[kemmañ ar vammenn]

Emaon o soñj ober war dro ar pennadoù war ar sonaozourien hag o rummadoù. Ur rummad Rummad:Sonaozourien dre vro a zo da skarzhañ (gwelout [3]). Graet e vo pe gant Rummad:Sonaozourien hervez ar vro pe Rummad:Sonaozourien hervez o bro (pe gant un anv all...). A-raok krouiñ ar rummad em boa c'hoant goulenn ho ali diwar-benn an anv da reiñ. Kavet e vez war ar wiki ar rummadoù Rummad:Skrivagnerien hervez o bro ha Rummad:Livourien hervez ar vro. Mat 'vefe d'am soñj amañ ivez kaout rummadoù unvan, da laret eo Rummad:Skrivagnerien hervez o bro, Rummad:Livourien hervez o bro, Rummad:Sonaozourien hervez o bro... da skouer. Ur goulenn teknikel a-walc'h eo met a-bouez evit renkañ ar pennadoù ha gellet adkavout ur pennad aes da c'houde.--Gwendal 24 Meu 2010 da 19:31 (UTC)[respont]

Hervez o bro, hervez doare ar brezhoneg brezhonek. Bianchi-Bihan 25 Meu 2010 da 07:08 (UTC)[respont]

Anv ar patrom

[kemmañ ar vammenn]

Gwelout a ran ez eus savet un Infobox Kanton eus Frañs‎. Ha ma komzfemp un tamm eus se?
Graet hon eus

ne welan ket perak ne rafemp ket, pe gentoc'h, ne zalc'hfemp ket d'ober, gant kanton gall (rak kanton eus ar Stad C'hall zo re hir).
Savet em eus un toullad pennadoù db kantonioù : holl kantonioù Iparralde a gredan.
Abaoe ma komzan brezhoneg n'em eus ket graet gant ar ger Frañs gwech ebet, tre evel ma n'em eus ket graet gant ar ger brittophone gwech ebet e galleg, ha ne rin biken na gant an eil na gant egile.
Bremañ, en degouezh resis-mañ, e karfen gouzout penaos e votfe an dud diwar-benn an daou anv-mañ:

Bianchi-Bihan 25 Meu 2010 da 08:50 (UTC)[respont]

Roet ganin ma ali, n'eo ket ma afer ken. Met ne gomprenan ket perak n'eo ket bet implijet diouzhtu an anv kanton gall a zo anv ur pennad savet pell zo. Bianchi-Bihan 25 Meu 2010 da 09:35 (UTC)[respont]
Memes ali ha Bianchi-Bihan, ne ran ket gant Frañs met gant Bro-C'hall. Gwelloc'h e kavfen ober gant Bro-C'hall pe gall bep tro er patromoù hag er rummadoù ivez...--Gwendal 25 Meu 2010 da 09:38 (UTC)[respont]

Neuz an infobox

[kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer gwelet neuz nevez an infobox er pennad Kanton Kastell-Noez. Gallout e reer cheñch tra-pe-dra c'hoazh a-raok sevel teuliadur ar patrom ha kempenn ar pennadoù kanton all. --Yun (kaozeal) 25 Meu 2010 da 09:32 (UTC)[respont]

Wikimania Scholarships

[kemmañ ar vammenn]

The call for applications for Wikimania Scholarships to attend Wikimania 2010 in Gdansk, Poland (July 9-11) is now open. The Wikimedia Foundation offers Scholarships to pay for selected individuals' round trip travel, accommodations, and registration at the conference. To apply, visit the Wikimania 2010 scholarships information page, click the secure link available there, and fill out the form to apply. For additional information, please visit the Scholarships information and FAQ pages:

Yours very truly, Cary Bass
Volunteer Coordinator
Wikimedia Foundation

25 Meu 2010 da 07:19 (UTC)

War a seblant ez eus un tamm brezel o sevel dre eno, mat e vo da bep hini mont da reiñ e ali:

Bianchi-Bihan 28 Meu 2010 da 17:19 (UTC)[respont]