War roudou or Misionerien

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

War roudou or Misionerien zo ul levr skrivet gant an Aotrou 'n eskob Visant Fave, skrivagner brezhonek hag eskob skoazeller eskopti Kemper ha Leon. Embannet eo bet gant ti-embann "Ar Skol dre Lizer" e 1989, ha skignet gant Emgleo Breiz. E skolveurieg eo skrivet, evel holl embannadurioù Emgleo Breiz.


Kinnig[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad-kinnig (golo pevar)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« “Un Breton sur chaque motte de la terre, Un Breton sur chaque lame de la mer”, a skrive St Pol Roux [1].
Ken gwir all e vefe skriva : “Eur misioner euz Breiz – ha memez euz Eskopti Kemper – e peb bro euz an “Trede Béd”. Nag a dadou hag a zeurezed, abaoe pell ’zo, zo eet evel-se d’ober war-dro tud ar broiou pell, o kas dezo o relijion, med gwellaennou en o buhez war eun dro.
Karget e oa bet an Aotrou ’n Eskob Visant Fave d’ober war-dro ar visionerien-ze. Eet eo da weled anezo, evel just, hag e komz dim euz o buhez, diêz alïez-kenañ, med ken entanuz. Ouspenn – ar pez a vo marteze ar peb dudiusa evid al lennerien ordinal – e oar selled Visant Fave ouz ar broiou-ze, o doareou-beva, an oll draou-ze ken disheñvel evidom-ni, ha ken dedennuz.
Komz euz brezoneg Visant Fave, n’eus ket ezomm. Gouzoud a ra pep hini ez eo unan euz ar re wella a heller lenn [2]. »

Danevell war lec’hienn eskopti Kemper ha Leon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Eskob skoazeller anezañ e eskopti Kemper ha Leon adaleg ar bloaz 1957 beteg ar bloaz 1977, e stagas a-grenn an Aotrou ’n eskob Visant FAVÉ ouz eun dra a felle dezañ dond da veza eun ere beo etre an eskopti ha bagad stank ar visionerien eus Penn-ar-Bed, strewet a-dreuz ar bed-oll. Mond d’o c’haout a reas, e kement lec’h ma oa anezo. Evelse eo eta e teuas war wel, adaleg miz Here beteg miz Kerzu eus ar bloaz 1965, eun displegadur eus beajou an Aotrou ’n eskob FAVÉ : kavet e veze anezo e-barz Lizeri Breuriez ar Feiz, kavell Skignerez ar Feiz en eskopti : e veajou eta, Afrika Zu, ha goude-ze, an Indez. Eun deiz e teuas al “Lizeri” da jench ano : “Or misionerien”. War an oad avad ez eê an Aotrou FAVÉ, en desped da ze e oa anezañ eur gwall foeter-bro, o terc’hel da vond war e droiou-bale, ha da gonta anezo en e vrezoneg saourus, anavezet mad ganeom-ni : konta ’ree eta Amerika ar Su, an Azia, Polinezia, an Antillez, Gwiana, beteg ar bloaz 1986.
Kement-se oll ez eo ar pez a veze bet kutuillet gantañ ha lakeet en e oberenn, 300 pajennad enni. Gand e vrezoneg c’hweg ha birwidig, e tigas an eskob FAVÉ deom, eun dra bennag heñvel ouz an diweza pajennad eus meurdez misionerien Breiz-lzel, ar pez a gane, Yann-Ber Kalloc’h : “Samm ho kroaz santel war e skoaz, Ar C’helt e-neus greet tro ar bed”. »

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Saint-Pol-Roux, ur barzh gall, en deus bevet e Kameled adalek 1898 betek e varv e 1940
  2. Visant Fave, War roudou or Misionerien. Kastellin, ti-embann "Ar Skol dre Lizer", 1989, 312 p. (ISBN 978-2-900828-59-5)


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]