Walther CP88
Walther CP88 | |
---|---|
Ur bistolenn Walther CP88 dezhi ur reduer-son | |
Kinnig | |
Bro | Alamagn |
Mont en-dro | Pistolenn dre aer gwasket, kartouchennoù CO2 12 g |
Kalibr | 4,5 mm / .177 |
Munision | Plomoù diabolo |
Produer | Umarex Kanol savet gant Walther |
Mare produiñ | Abaoe 2003 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 1,040 kg |
Hirder | 180 mm |
Hirder ar c'hanol | 91 mm |
Perzhioù all | |
Energiezh | 3,5 J |
Hed-tenn pleustrek | 20 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 120 m/s |
Endalc'h | Taboulin 8 bannadell |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Walther CP88 zo ur bistolenn dre aer gwasket produet abaoe 1996 gant an embregerezh Umarex dindan aotre Walther. He neuz a zo diazezet war hini ar bistolenn Walther P88. Unan eus an armoù dre aer kentañ produet gant ar merk Umarex e oa[1].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tennañ a ra ar CP88 plomoù diabolo 4,5 gram a-drugarez d'ur gartouchenn CO2 12 gram enlakaet en he dornikell. Mont a ra en-dro e mod un-ober ha daou-ober hag ur c'houch reoliek zo dezhi. Daou stumm a gaver : unan klasel, dezhañ ur c'hanol 3,5" (89 mm)[2], hag unan Competition, dezhañ ur c'hanol 5,6" (142 mm)[3].
Un arm ponner eo, savet e metal[1]. Implijet e vez gant an deraouidi war ar sportoù tennañ evit an amprouennoù Pistolenn 10 metr abalamour d'e resisted ha d'e briz izeloc'h evit an armoù implijet peurliesañ er c'henstrivadegoù tennañ.
-
Taboulin enni ar plomoù diabolo
-
Bannadelloù dir a c'haller implijout er CP88 evit ober plinking
-
Toull-enlakaat an daboulin
-
Dornikell digor enni ur gartouchenn CO2
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) Umarex Walther CP88, World of Replica Air Pistols, 09/11/2016 (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (fr) CP88 war lec'hienn Umarex (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (fr) CP88 Competition war lec'hienn Umarex (lennet d'an 20/09/2024)