Waldo Williams
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet, Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
| Anv-bihan | Waldo |
| Anv-familh | Williams |
| Lesanv | Waldo |
| Deiziad ganedigezh | 30 Gwe 1904 |
| Lec'h ganedigezh | Hwlffordd |
| Deiziad ar marv | 20 Mae 1971 |
| Lec'h ar marv | Hwlffordd |
| Lec'h douaridigezh | Clunderwen |
| Tad | J. Edwal Williams |
| Mamm | Angharad Jones |
| Breur pe c'hoar | Morvydd Monica Williams, Dilys Williams, Mary Enid Williams |
| Pried | Linda Llewellyn |
| Yezhoù komzet pe skrivet | kembraeg, saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | kembraeg |
| Micher | barzh, kelenner |
| Implijer | Skol-veur Aberystwyth |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Aberystwyth, Kimbolton School |
| Strollad politikel | Plaid Cymru |
| Oberenn heverk | Dail Pren |
| Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.waldowilliams.com |
Waldo Williams (30 a viz Gwengolo 1904 – 20 a viz Mae 1971) a oa ur skrivagner kembraek, unan eus barzhed pennañ Kembre en XXvet kantved, brudet e vennozhioù peoc'hgarour, krenour, broadelour ha sokialour.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Hwlffordd, e Sir Benfro, e 1904. Kembraeger e oa e dad met saoznegerez e vamm. Saozneg da gentañ a voe desket gant ar paotrig, em lakaas da gembraegañ pa zilojas e dud da vont da Vynachlog-ddu, e hanternoz Sir Benfro, al lec’h ma oa bet anvet e dad da rener-skol ha ma oa ar c’hembraeg yezh an darn vrasañ eus an dud.
Studioù saozneg a reas Waldo Williams e skol-veur Aberystwyth. Kelenner e voe goude se, e meur a lec’h, e Kembre hag e Bro-Saoz. E-pad an Eil Brezel-bed e nac’has servijout en arme. Da vare Brezel Korea (1950-1953) e nac’has paeañ e dailhoù da ziskouez e oa a-enep ar brezel-se. Abalamour da se e voe toullbac'het div wech e deroù ar bloavezhioù 1960.
E 1959 ec'h eas war ar renk en anv Plaid Cymru e dilennadeg kannad Sir Benfro ha tapout a reas 4,32% eus ar mouezhioù.
Mervel a reas en ospital Hwlffordd e 1971 ha beziet e voe e Llandysilio.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merket eo e varzhoniezh gant e vennozhioù peoc'hgarour ha dengarour. Skrivañ a rae hervez reolennoù ar varzhoniezh kembraek hengounel, anvet cynghanedd (“kenganez”), met gwelet a reer ivez en e skridoù levezon barzhed saoznek evel William Wordsworth ha Walt Whitman. Ur barzh tost d’ar bobl e oa, ha kanañ a rae buhez ar bobl-se en e werzennoù. Met levezonet-don eo e skridoù ivez gant e vennozhioù kristen.
Embann a reas barzhonegoù ha pennadoù e-barzh kelaouennoù kembraek eus e amzer, evel Y Ford Gron ("An Daol Grenn") hag Y Traethodydd ("An arnodkriver"), met ne voe embannet nemet un dastumad eus e varzhonegoù e-pad e vuhez, Dail pren.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1936 : Cerddi'r plant ("Barzhonegoù ar vugale"), dastumad barzhonegoù gant Waldo Williams hag E. Llwyd Williams ; adembannet e 2019 (ISBN 978-1-78562-291-5).
- 1956 : Dail Pren ("Delioù koad"), adembannet e 2010 (ISBN 978-1-84851-293-1).
- 1961 : Old Farm House ("Atant kozh"), troidigezh gantañ eus al levr Hen Dy Ffarm gant D. J. Williams, adembannet e 2001 (ISBN 978-1-84323-032-8)
- 1992 : Cerddi Waldo Williams 1922-1970 ("Barzhonegoù Waldo Williams"), un dibab eus e varzhonegoù, embannet gant J. E. Caerwyn Williams, adembannet e 2014 (ISBN 978-1-84851-815-5)
- 2001 : Waldo Williams: rhyddiaith ("W. W. : komz-plaen"), dastumad eus e skridoù e komz-plaen, embannet gant Damian Walford Davies [[ISBN|978-0-7083-1731-0}}
Studiadennoù diwar e benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Waldo Williams en dastumad Cyfres y Meistri ("Steud ar Vistri", 1981) embannet gant Robert Rhys, Gwasg Christopher Davies.
- Waldo Williams en dastumad Llên y Llenor ("Lennegezh ar Skrivagner", 1985) gant Ned Thomas.
- Waldo Williams en dastumad Bro a Bywyd ("Bri ha Buhez", 1996) embannet gant James Nicholas, embannadurioù Barddas.