Kevredigezh relijius ar Vignoned

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Krenourien)
Pendle Hill e Bro-Saoz m'en dije bet George Fox ur weledigezh a atize anezhañ da dalvoudekaat merzerezh eeun Doue, ur meizad kreiz evit ar Grenourien.

Kevredigezh relijius ar Vignoned zo ul luskad reijius savet e Bro-Saoz er XVIIvet kantved gant disrannourien eus an Iliz anglikan hag eus he luskad puritan. Anavezet eo izili al luskad-se dindan an anv a Grenourien pe Quakered met etrezo e reont « Mignoned » ha « Mignonezed » anezhe. Alies e vez anvet al luskad Kevredigezh ar Vignoned hepken.

Kregiñ a reas al luskad e-kreiz ar XVIIvet kantved e Bro-Saoz, pa fellas d'ur strollad ennañ muioc'h evit 50 prezeger baleer anavezet evel an "tri-ugent kadarn" (en o zouez James Naylor, George Fox, Margaret Fell ha Francis Howgill) adsevel un azeulerezh diazezet war ar pezh a gredent e oa doareoù ober an Iliz kristen en he deroù, o lakaat ar pouez war anaoudegezh hiniennel ar C'hrist gant an hiniennoù ordinal. A-du eo an istorourien da welet e George Fox ar saver pe ar rener pennañ e deroù al luskad[1].

Abaoe e grouidigezh e Bro-Saoz ez eus gounezet feizidi gant al luskad, da gentañ er broioù trevadennet ha poblet gant an Angled-ha-Saozon. En XXvet kantved e oa diazezet kumuniezhioù e Suamerika hag en Afrika ivez gant misionerien quaker. Hiziv ec'h embann ar Grenourien e vefent 350 000 er bed[2]. Hiziv emañ an darn vrasañ eus izili al luskad o chom en Afrika du, ha kristenien avielour int, daoust ma'z eus ur bihanniver frankizour pe mirour e lodennoù zo eus ar Stadoù-Unanet hag eus Europa.

Disheñvel eo Kevredigezh ar Vignoned diouzh strolladoù all eus ar gristeniezh abalamour ma n'o deus credo ebet ha framm urzhaz ebet. Hervez ar Grenourien, ar gredenn relijius zo un elfenn eus ar sferenn hiniennel ha pep hini zo dieub en e gredennoù. Koulskoude e kred ar pep brasañ anezhe e meizad ar « sklêrijenn diabarzh » (inner light e saozneg), ne vern peseurt ster a rofent d'ar gerioù-se. Kalz Krenourien a anavez ar gristeniezh met ne soñjont ket e klot o feiz gant ar rummadoù kristen hengounel.

Kavout a reer e-barzh Kevredigezh ar vignoned doareoù soñjal liesseurt-kenañ, ha betek ul luskad avielour kreñv.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Da skouer er pennad "The History of Quakerism" gant Elbert Russell, The American Historical Review, The University of Chicago Press, levrenn 48, Nnn 2, miz Genver 1943, pp 293-294, diverradenn, Arthur J. Mekeel a ya a-du gant an aozer a zeskriv Fox evel « ar ener kentoc'h evit diazezer » al luskad (saozneg : the "leader rather than founder").
  2. Sellet ouzh Finding Quakers Around the World, FWCC, Carte du monde 2007 de FWCC ha Quaker Information Center.