Mont d’an endalc’had

Vogalenn serr a-raok gwasket

Eus Wikipedia
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Ar vogalenn serr a-raok gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar svedeg.

N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetik etrebroadel.

Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([  ̫]) evel arouezenn ad hoc:

Peurliesañ e reer gant an arouezenn evit treuzskrivañ ar vogalenn (beuz)serr (tost) a-raok kavet e svedeg ar C'hreiz [ʉ̟], distaget hir atav. Treuzskrivet e c'hellfe bezañ [ʏ̫] a-hendall.

Alies e svedeg e vez distaget evel un diftongenn ar vogalenn hir /u/ achu gant ar son hantergensonennel diweuz dre dostaat [β̞] kentoc'h evit ar gensonenn gweuz-staon dre dostaat ront [ɥ]. E svedeg e vez enebiet ar son-mañ war al live fonologel ouzh ar Vogalenn serr a-raok ront [y], distaget alies evel un diftongenn [yɥ].

Gant rannyzhoù svedek all e vez implijet ur vogalenn serr greiz gwasket en he lec'h. Gwasket e vez ivez ar vogalenn tost a-dreñv e svedeg.

Gwelit ivez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]