Vogalenn serr a-dreñv gwasket
Ar vogalenn serr a-dreñv gwasket a zo anezhi ur son vogalennek resis implijet gant yezhoù 'zo, en o zouez ar svedeg hag ar japaneg.
N'eus arouezenn resis ofisiel ebet evit treuzskrivañ ar son-mañ hervez reolennoù al lizherenneg fonetik etrebroadel.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit merkañ ar fed ma vez gwasket distagadur ur vogalenn e vez implijet amañ ar sin diakritek bet implijet gwezhall evit merkañ ar gweuzadur chomet dizimplij ([ ̫]) evel arouezenn ad hoc:
- Svedeg: oro [ù̫ːru̫ː] pe [ù̫β̞ru̫β̞] , 'trabas'
- Japaneg: 空気 (kuuki) [kɯ̫ːki], 'aer; aergelc'h'
Alies e svedeg e vez distaget evel un diftongenn ar vogalenn hir /u/ achu gant ar son hantergensonennel diweuz dre dostaat [β̞] kentoc'h evit ar gensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet ront [w].
Ur vogalenn tost a-dreñv e c'hellfe bezañ ar vogalenn japanek listen . Dre ma n'eus arouezenn arbennik ebet evit treuzskrivañ ar fed ma vez distaget en un doare gwasket ur vogalenn bennak ec'h implijer peurliesañ an arouezenn /ɯ/ pa dreuzskriver ar japaneg. Pa c'hoarvez ar vogalenn /ɯ/ da heul ar gensonenn /h/ e teu da vezañ distaget [ɸ] dre heñveladur, d.s. listen .
Kavet e vez ur vogalenn heñvel outi e norvegeg ivez. Gant ar yezhoù-mañ e vez implijet ivez div vogalenn wasket all: ar vogalenn serr greiz gwasket hag ar vogalenn serr a-raok gwasket.