Vogalenn beuzserr tost a-raok plaen
Neuz
(Adkaset eus Vogalenn damserr tost a-raok plaen)
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
LFE – niverenn | 319 |
LFE – unicode | ɪ |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | I |
Selaou |
---|
Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn beuzserr tost a-raok plaen treuzskrivet [ɪ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 319. Klotaat a ra gant ar vogalenn beuzserr tost a-raok ront [ʏ].
Talvezout a ra alies ar vogalenn [ɪ] da alofonenn an arc'hfonem |I| a-grevret gant ar vogalenn serr a-raok plaen, da skouer e saozneg "bit" ([ɪ]: vogalenn verr) kv. "beat" ([i:]: vogalenn hir.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh | Ger | LFE | Ster |
---|---|---|---|
Izelvroeg | ik | [ɪ̽k] | 'me' |
Saozneg | bit | [bɪt] | 'tamm' |
Alamaneg | bitte | [ˈbɪtə] | 'mar plij' |
Iwerzhoneg | duine | [dɪnʲə] | 'den' |
Norvegeg | litt | [lɪt] | 'un nebeud' |
Ruseg | дерево | [ˈdʲerʲɪvə] | 'gwezenn' |