Mont d’an endalc’had

Viruz

Eus Wikipedia
Brastres lieskementiñ ur viruz influenza

Ur viruz[1],[2],[3],[4],[5],[6],[7],[8],[9] (liester : viruzoù pe viruzioù) zo ur parazit ha ne c'hell ket e lieskementiñ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.

Tremen 11 000 seurt {{spesad]] viruzoù zo anavezet [10], petra bennak ma vije milionoù anezhe moarvat. Viruzouriezh — ul lodenn eus ar c'harvevoniezh — a reer eus studi ar viruzoù.

Teir lodenn zo en ur viruz : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar viruz daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.

A-benn lieskementiñ e rank ebarzhiañ e c'henoù e diabarzh genom an ostiz. Eztaolet e vez e broteinoù asambles ha proteinoù ar gellig ha dieubet viruzoù nevez pa darzh houmañ.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]