Virus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar virus[1], pe viruz (liester : viruzoù)[2] c'hoazh, a zo ur gwezher pore ha ne c'hell azeilañ nemet e kelligoù ar boudoù-bev. Gouest eo da gontammiñ an holl vevien, loened, plant, bakteri hag Archaea.

Anavezout-mat a reer war-dro 5 000(Daveoù a vank) seurt a virus petra bennak ma vije eus milionoù anezhe moarvat. Ober a reer virologiezh — ul lodenn eus ar vikrobiologiezh — eus studi ar virus.

Teir lodenn a zo en ur virus : genoù graet diwar TDN pe TRN, ur grogenn proteinek o wareziñ ar genoù hag ur c'holoenn lipidek. Kalz bihanoc'h eget ar bakteri eo ar virus daoust ma'z eus lod anezho brasoc'h eget ar bakteri bihanañ.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Diwar ar ger latin "virus" a dalv kement hag ampoezon, peurgetket.
  2. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1398b.