Verre églomisé

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Églomisé Robert Pansart e Poitiers (munud : La Poésie)

Verre églomisé, berraet alies en églomisé end-eeun, zo un termen gallek hag a ra dave d'un teknik implijet en arz an engraverezh abaoe an Henamzer.

Pouezus eo bet e diorroadur al luskadoù Arz Nevez (1890-1910) hag Art Déco (1910-1939).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henegiptiz a ouie soudañ ur follenn aour pe arc'hant tanav etre daou wiskad gwer moan. Da vare an Azginivelezh e veze aouret gwer evit kinklañ taloù tiretennoù an arrebeuri.
Buan en em skuilhas ar c'hiz dre Europa a-bezh war goloioù boestoù a bep doare (madigoù, butun) ha war melezourioù.
Zwischengoldglas ("aour etre gwer") a veze graet eus an teknik-se pa veze implijet war strink e Bohemia dalc'het gant an Impalaeriezh santel roman german.

Ar Gall Jean-Baptiste Glomy (c. 1720-1786), sternier taolennoù ar rouaned Louis XV ha Louis XVI, a zegasas ar c'hiz e Bro-C'hall en-dro. Aouret e veze ar sternioù a farde evit an engravadurioù, ha dre-se e voe roet e anv d'an teknik, (verre) églomisé en Europa a-bezh adalek ar bloavezhioù 1780.
En XIXvet kantved e voe mesket églomisé ha livadurioù war plakennoù gwer evit kinklañ selioù, mogerioù ha diaraogoù ar stalioù, e Paris da gentañ e-pad ar Belle Époque (1871-1914) hag en holl gêrioù bras ar bed da c'houde. Astennet e voe implij an églomisé eus an traoù munut evel medalennoùigoù betek ar re vras evel taolennoù en o fezh.

An engraver Pierre Roche, unan eus diaraogerien al luskad Arz Nevez ha tad Louis Massignon, a reas oberennoù en églomisé e dibenn an XIXvet kantved.

Adimplijet e voe an teknik er bloavezhioù 1930 evit kinklañ arrebeuri gant arzourien al luskad Art Déco.
Ur c'hinkladur divent e verre églomisé graet e 1955 gant an arzour gall Robert Pansart (1909-1973) zo e c'hoariva kozh Poitiers.

Teknik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant peg fardet diwar gelatin e c'holoer ur follenn aour, arc'hant pe ur metal all tanav kent he foazhañ er vurezh, ar pezh a ro dezhi ul lufr par da hini ur melezour.
Daou zoare zo da ginklañ ar follenn : livañ ur skeudenn eilpennet war ar follenn a-raok ar gouronkadenn er vurezh, pe engravañ ar skeudenn eilpennet er metal gant ur goustilh goude ar gouronkadenn. Atav e vez treset da gentañ ar pep pouezusañ er skeudenn, hag an drektal – e liv du, peurliesañ — war-lerc'h.
Goude-se e peger ar follenn vetal ginklet war ur blakenn wer voan. Lod arzourien a gav gwelloc'h engravañ ar blakenn wer kentoc'h eget labourat war ar metal.

Bresk eo an disoc'h avat, en abeg da voander ar gwer ha da ziskolpadur ar metal dre an amzer, bannoù an heol hag an tommerezh.
Un doare da fardañ oberennoù solutoc'h eo pegañ un eil plakenn wer voan pe ledañ ur gwiskad gwer tomm war tu noazh ar follenn vetal, kement-se evit he lakaat etre daou wiskad gwer.

Skeudennaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.