Verdun (c'hoari video)
Heuliad | WW1 Game Series |
---|---|
Danvez pennañ | Brezel-bed kentañ |
Tachenn | first-person shooter |
Ti-embann | Blackmill Games, M2H |
Bro orin | Izelvroioù |
Deiziad embann | 28 Ebr 2015 |
Amleder | Steam, Humble Store, Microsoft Store, Epic Games Store, PlayStation Store |
Lec'h an istor | Frañs |
Review score | 57/100, 20% |
Diorroer | M2H, Blackmill Games |
Software engine | Unity |
C'hoariusted | c'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier |
Input device | touchennaoueg, logodenn, gamepad |
Diaz embann | embannadur niverel |
Renkadur ESRB | Mature 17+ |
Lec'hienn ofisiel | http://www.verdungame.com/ |
Dezverket dre | indie game |
Business model | early access |
Verdun zo ur c'hoari video doare first-person shooter liesc'hoarier enlinenn e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Embannet e oa bet d'an 28 a viz Ebrel 2015 war Windows dre ar savenn Steam, goude muioc'h evit ur bloavezh dre ar stumm Steam Early Access (beta). Embannet e oa bet war PlayStation 4 d'an 30 a viz Eost 2016. Ur stumm war Xbox One a zo bet embannet d'an 8 a viz Meurzh 2017.
Verdun a oa bet diazezet war ar bloavezh 1916 hag emgann Verdun e Bro-C'hall. Klasket ez eus bet gant sevenerien ar c'hoari chom an tostañ posubl eus gwirvoud ar brezel dre an armoù, an dafar hag al lifreoù resis, ar gloazadennoù resis hag ar gwad. Ar c'hartennoù a zo bet diazezet an tostañ posubl eus an tachennoù emgann etre poltriji ha gwelladenniñ anezho hiziv-an-deiz war talbenn kornôig ar brezel.
Al lusker video 3-ment a zo an Unity adstummet nebeut gant M2H ha Blackmill Games.