Venus en he c'hluch
- Diwar-benn an doare kizelladurioù anvet Venus en he c'hluch eo ar pennad, ha neket diwar-benn un delwenn hepken : an holl re anavezet zo meneget er pennad.
Venus en he c'hluch zo un doare delwennoù hellenek d'an doueez hellazat Afrodite (Venus ar Romaned) tapet a-greiz kouronkañ. Emañ an doueez en he c'hluch, he fennglin dehoù tost d'an douar, he fenn troet a-zehoù, ha peurvuiañ e vez he dorn dehoù war he skoaz kleiz, evel da guzhat he brennid[1].
Diouzh gwelout na pet addelwenn anezhi zo bet kavet e kêrioù roman kozh Italia pe Bro-C'hall e ranker lavarout e oa un delwenn a blije kenañ en amzerioù-hont. Un toullad skouerennoù eus Venus en he c'hluch o deus levezonet livourien e-leizh abaoe amzer Giambologna, a zo bet treset gant arzourien war-lerc'h Martin Heemskerck, a reas un dresadenn eus Venus en he c'hluch Farnese a zo e Naplez.
An oberour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar patrom zo kaoz anezhañ en un arroud eus Istor Naturel Plinius an Henañ (xxxvi.35), ma ra ar gont eus an delwennoù e Templ Jupiter Stator er Porticus Octaviae, nepell diouzh ar Forom roman ; lenn a reer Venerem lavantem sese Daedalsas, stantem Polycharmus ("Venus o'n em walc'hiñ, "eus" Daedalsas, [hag unan all], en he sav, "eus" Polycharmus"), ma'z eus dave d'ur Gwener ha ne oa ket en he sav, graet gant un Doidalses, pe Daedalsas, dianav a-hend-all[2].
Delwennoù kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un tamm mat a vec'h a vez o klask disheñvelout an holl zelwennoù roman a zo bet graet en doare-se diwar skridoù hag an deskrivadurioù anezhe hepken, kement a gizelladurioù zo, met lod zo gant ur jarl dour, pe un Eros bennak ouzhpenn, ha neuze e vez aesoc'h diouzhtu.
Da skouer, delwenn Mirdi ar Peniti, ha homañ.
Venus en he c'hluch a veze paret alies gant un delwenn kluchet all eus an Henamzer, an Arrotino.
- Ur Venus en he c'hluch a oa en dastumad Medici, er Villa Medici, e Roma, hag a zo bremañ en Uffizi e Firenze. Engravet e voe.
- Ar Venus en he c'hluch en dastumad Farnese, adsavet gant un Eros, hag a zo bremañ e Mirdi Broadel Hendraouriezh Naplez. Treset eo bet gant Martin Heemskerck[3].
- Ar Venus en he c'hluch a oa en dastumad Borghese, a voe prenet e 1807 digant Camillo Borghese hag a zo bremañ e Mirdi al Louvre. En dastumad Borghese e oa bet kempennet n'eus forzh penaos, evel un Diana gant he gwareg en he dorn[4].
- Venus Lely zo un delwenn varmor a oa en tiegezh Gonzaga e Mantova, renablet eno e 1627[5] E 1631 edo e Bro-Saoz ma veze lavaret e oa "ar gaerañ delwenn a zo" ha priziet kement ha 6 000 skoed[6] Prenet e voe e 1627-28 digant an tiegezh Gonzaga evit ar roue saoz Charlez Iañ ,[7], a voe strewet e zastumad da vare Commonwealth Cromwell, ha prenet gant al livour Peter Lely. Distreiñ a reas d'an Dastumad Roueel e 1682 ha prestet eo d'ar British Museum[8].
- Ar Venus en he c'hluch kavet e Salona (Solin, e-kichen Split e Kroatia) en eil hanterenn an XVIIIvet kantved a voe prenet evit Mirdioù ar Vatikan ha skrapet gant ar C'hallaoued en amzer an impalaer Napoleone Buonaparte, met distroet e voe d'ar Vatikan e 1816 hag eno emañ c'hoazh.
- Ar Vénus Accroupie zo ur Gwener kluchet all eus an IIvet kantved eus dastumad ar roue gall Loeiz XIV, bremañ e Mirdi al Louvre. En un doare all en he gweler gant he brec'h dehoù savet a-drek he fenn[9].
- Un doare all c'hoazh eo ar Venus en he c'hluch vihan marmor eus ar Iañ kanved kent JK kavet en Enez Rodos ha miret e Mirdi Hendraouriezh Rodos : n'emañ kar Gwener ebet o klask kuzhat lodenn ebet eus he c'hened, met sevel a ra he blev etre he bizied d'o sec'hañ, ha sellout rag-eeun ouzh he gweladenner en ur astenn he brennid[10]. ; Venus Rodos en he c'hluch a vez graet eus honnezh.
- Pezhioù arem bihan eus Venus en he c'hluch zo deuet betek ennomp. Unan zo bet kavet e Siria, bet e dastumad Joseph Durighello, ha gwerzhet gant ar Galerie Georges Petit, e Pariz[11].
Da vare an Azginivelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe an Azginivelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a Venus en he c'hluch a voe savet e stal Giambologna hag e hêr Antonio Susini ; e-touez ar skouerennoù-se eus delwennoù arem Gwener bihanaet gant Susini ez eus unan hag a oa e dastumad ar roue gall Loeiz XIV, hag a zo e dalc'h an Holburne Museum of Art e Bath[12] ; unan all zo e dastumad Prince Carl Eusebius von Liechtenstein[13].
- Un doare all, e marmor, gant Antoine Coysevox e 1686, a voe graet evit kastell Marly ; Coysevox en deus lakaet e Wener-eñ war ur vaot kentoc'h eget war ur grogenn. Ken plijet e oa gant e labour ma skrivas anv Fidias en henc'hresianeg e-kichen e hini. Plijout a reas ivez d'ar roue gall Loeiz XIV, ken e voe graet un addelwenn arem. Hiriv e weler an hini varmor e Mirdi al Louvre, hag an hini arem e kastell Versailhez.
- E palez Caserta e-kichenik Naplez, a zo damheñvel ouzh hini Versailhez, e oa bet lakaet e 1762 un delwenn varmor gant Tomasso Solari evit kinklañ al liorzhoù bras[14].
- Flora en he c'hluch gant Jean-Baptiste Carpeaux (war-dro 1873), er Museu Calouste Gulbenkian, e Lisboa, a denn kalzik d'ar Wener gluchet.
-
Alegorienn gant Pieter Paul Rubens, 1612-13, war-lerc'h he chomadenn en tiegezh Gonzaga e Mantova, ma welas Venus Lely, perc'henniezh an tiegezh.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E darn eus an addelwennoù e kaver stummoù disheñvel, eus ar bruched, eus an divvrec'h.
- ↑ Eus an arroud-se ez eus kaoz e Monumenta Rariora. En tu all d'ar meneg eus an delwenn-se e templ Jupiter Stator, e skrid Plinius, ne oa nemet ur Zeus Stratios e Nikomedia anavezet evel "eus" "Doidalses", a vije, dre m'emañ e Nikomedia, ur c'hizeller bitiniat eus an IIIde kantved (Haskell and Penny 1981:323, noting Lullies 1954). Un delwennig varmor eus Zeus Stratios kavet e Camirus a ro un tamm soñj eus penaos e oa an delwenn gollet. Ma ne vije ket anvet Venus Doidalses e vije sklaeroc'h an traoù.
- ↑ Theoi Greek Mythology ; renabl 6293.
- ↑ Bremañ distaget eus an delwenn.
- ↑ Embannet gant Carlo d'Arco, Delle Arti e degli artefici di Mantova, II (1857), pp. 168-71.
- ↑ Une figure de femme accroupie de marbre, aucuns disent Venus delli Eli, autres Hélène de Troye, c'est la plus belle statue de tous estimée à 6 mille escus.
- ↑ Alessandro Luzio, La Galleria dei Gonzaga venduta all'Inghilterra nel 1627-28 (1913), Scott-Elliot 1959:220 notenn 19.
- ↑ British Museum
- ↑ Theoi Greek Mythology
- ↑ Theoi Greek Mythology
- ↑ Deskrivet eo bet gant Étienne Michon e-barzh Syria 6 (1925), p 303-13.
- ↑ Susini's Kneeling Woman Bathing
- ↑ Liechtenstein Museum
- ↑ (Haskell and Penny 1981:323)
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Haskell, Francis and Nicholas Penny, 1981. Taste and the Antique: The Lure of Classical Sculpture 1500-1900. (Yale University Press).
- Beard, Mary and John Henderson, 2001. Classical Art: from Greece to Rome (Oxford University Press)
- Lullies, Reinhard, 1954. Die kauernde Aphrodite (München: Filser)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kauernde Aphrodite Luc'hskeudennoù a bep seurt.