Arrotino

An Arrotino, hervez ur skeudenn anezhañ graet gant Giorgio Sommer (1834-1914).

Munud eus an Tribuna of the Uffizi, un daolenn gant al livour saoz Johann Zoffany (1733 – 1810) ma weler an Arrotino, evel pa vije bet en Tribuna adalek ar bloavezhioù 1770, gant Chimera di Arezzo a-dreñv dezhañ; dastum henzelwennoù en un daolenn evel-henn a oa un doare-livañ anvet capriccio.
An Arrotino (ar breolimer en italianeg), pe ar Scythian, al lemmer-kontilli, pe Apollon ha Marsyas, zo un delwenn roman-ha-hellenadek eus skol Pergamum ma weler ur gwaz o lemel ur gontell war ur vreolim.
Dizouaret e voe an delwenn e penn-kentañ ar XVIvet kantved ha meneget[1] en ur renabl graet war-lerc'h marv Agostino Chigi (1520) en e genkiz e Trastevere, a zo deuet da vezañ ar Villa Farnesina.
War ziskouez emañ en Uffizi, a-gevret gant livadurioù, abaoe an XVIIIvet kantved.