Mont d’an endalc’had

Nant-Izeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Val-d'Izé)
Nant-Izeg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Anv gallaouek Izaé
Anv gallek (ofisiel) Val-d'Izé
Bro istorel Bro-Roazhon Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Arondisamant Felger-Gwitreg
Kanton Gwitreg
Kod kumun 35347
Kod post 35450
Maer
Amzer gefridi
Bruno Delva
2020-2026
Etrekumuniezh Gwitreg Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwitreg
Lec'hienn Web (fr)mairie.valdize.free.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 576 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 10′ 38″ Norzh
1° 18′ 17″ Kornôg
/ 48.177222, -1.304722
Uhelderioù bihanañ 67 m — brasañ 129 m
Gorread 43,79 km²
Lec'hiañ ar gêr
Nant-Izeg

Nant-Izeg (Val-d'Izé e galleg, Ize e Gallo) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gwitreg-Kornôg e departamant Il-ha-Gwilen.

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 67 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 3,24% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
  • En noz etre an 8 hag an 9 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Albemarle marilhet P1501 eus ar 296th Squadron Royal Air Force Volunteer Reserve eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet e "La Hurie" e Nant-Izeg gant c'hwec'h nijour en e vourzh; lazhet e voent o-c'hwec'h, met ne voe douaret nemet tri c'horf dianv, e bered ar gumun da gentañ, unan anezhe, ar Sergeant Ralph Cowham, a zo bremañ e Bayeux War Cemetery e Calvados (Bro-C'hall), ar re all a oa bet distrujet mik gant an darzhadenn: leun oa an nijerez gant dafar evit tud eus ar Rezistañs e kostez Périgueux (Bro-C'hall). Da gentañ e voe kredet e oa bet taolet an Albemarle d'an diaz gant un nijerez-chaseal-noz alaman, met n'eus roud ebet eus an darvoud e dihelloù an aerlu alaman (Luftwaffe), padal e oa bet embannet gant laz un nijerez Mosquito eus ar Royal Air Force o troial war-zu aodoù Sant-Maloù bout taolet d'an diaz un nijerez alaman Dornier Do 217, met ne voe kollet Do 217 ebet gant al Luftwaffe en noz-se; en em vanket e vije laz ar Mosquito dre ma'z eo hañval a-walc'h an Albemarle ouzh an Dornier Do 217. Restadoù eus an nijerez, eus armoù hag eus tennoù, a voe kavet e doug furchadegoù en douar bet graet e 2004[4],[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kastell Bois Cornillé.
  • Iliz katolik Sant Stefan.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[6] ha kartenn-bost[7].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[8].

Emdroadur ar boblañs

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[9]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
1887 1932 Jacques Le Cardinal de Kernier Roueelour Kannad (1912-1919)
Kuzulier-departamant (1887-1922)
1932 1934 Pierre Poupard Mirelour Kuzulier-departamant (1928-1934)
1934 1946 Joseph Aubert
1946 1963 Jean Leduby
1963 2001 Jean Poirier UDF Kuzulier-rannvro (1974-1979)
Kuzulier-departamant (1979-1998)
Meurzh 2001 Meurzh 2014 Bruno Delva
Meurzh 2014 - Thierry Travers[10] Tu-dehou diseurt Kuzulier-departamant (abaoe 2011)

{{DilennadBremañ |Deroù= 2020 |Anv=Bruno Delva|Strollad= |Karg=

N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
d'Avignon, pe Davaignon,
aotrounez la Villechère
En gul, e lammell heuliet ouzh kab gant ur vezantenn, ouzh lezioù hag ouzh beg gant teir c'hregilhenn, an holl en argant

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.