Mont d’an endalc’had

Unpenniezh Preden

Eus Wikipedia

Unpenniezh Preden, pe Unbeinyaeth Prydein, pe Unbennaeth Prydein[1] e kembraeg, a oa ur c'han kozh hag a dalveze da gan broadel d'ar Vrezhoned, er broioù ma oant o vevañ, da vare ar Grennamzer-Uhel. Barzhed lezioù roueel Aberffraw, Dinefwr, Mathrafal ha Caerllion[2] a veze rekis dezhe hervez al lezenn[3] heuliañ an armeoù brezhon[4] ha kanañ ar c'han a-raok ha goude pep emgann[1][5]. Evit o foan e resevent goude an emgann ar pep gwellañ eus ar preizhoù goude ar roue, evit un dalvoudegezh a 126 buoc'h[5].

Daoust m'eo bet kollet hiziv pozioù ar c'han, e c'heller soñjal e konte kurioù ar rouaned vrezhon. E-barzh e levr Laws of Hywel Dda, an enklasker Arthur Wade-Evans en deus resisaet e talveze Prydein evit broioù ar Vrezhoned, eleze Kembre, Kernev, Reged ha Strad Klud, hogen ne oa ket dre ret enez Breizh a-bezh. Hervez Yvan Guéhennec en e levr Aux origines des langues celtiques, ar c'han Unpenniezh Preden a oa kan ar Vrezhoned e Breizh-Veur hag e Breizh-Vihan(Daveoù a vank). Displegañ a ra c'hoazh e c'helle ar Vrezhoned en daou du da Vor Breizh en em gompren aes a-walc'h dre ma komzent c'hoazh an hevelep yezh.

  1. 1,0 ha1,1 Wade-Evans, Arthur. Welsh Medieval Law. Oxford Univ., 1909. Accessed 1 Feb 2013.
  2. Williams, Edward. The Iolo MSS. Rees (Llandovery), 1848. Accessed 1 Feb 2013.
  3. Lezennoù Hywel Dda, I.
  4. Jenkins, John. Poetry of Wales. Houlston & Sons (London), 1873. Accessed 1 Feb 2013.
  5. 5,0 ha5,1 Bradley, A.G. Owen Glyndwr and the Last Struggle for Welsh Independence. G.P. Putnam's Sons (New York), 1901. Accessed 1 Feb 2013.