Ultra Vomit

Eus Wikipedia
Ultra Vomit
Ultra Vomit en Hellfest e 2019.

Doare(où) Heavy metal luadenniñ, grindcore, deathgrind
Label(ioù) Verycords, Sacral Productions, Listenable Records

Ultra Vomit (eus ar saozneg vomit: dislonkañ) zo ur strollad heavy metal luadenniñ eus Naoned. Da gentañ eo bet levezonet gant ar grindcore. Fentus hag absurdel eo al lodenn vrasañ eus o fozioù, levezonet gant bed ar bannoù treset fiñv, ar filmoù fent, ar bruderezh hag ar sevenadur pobl. Ganto e vez kanet ivez kanaouennoù eus ar Top 50.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deroù ha pladenn gentañ (2000–2008)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo Ultra Vomit e 2000 e Naoned[1]. Embann a ra ar strollad ur bladenn demo[2], Kebabized at Birth, 500 skouerenn anezhi gwerzhet[1]. Goude ec’h embann e bladenn gentañ, M. Patate, e miz Ebrel 2004[3], hini gentañ label Obliteration Records[4] ha gwerzet muioc’h a mil skouerenn anezhi[1]. Kinniget eo ur stumm ispisial anezhi en ur « sac’h mamm-gozh » gant un tee-shirt hag un broust-dent. Embannet eo pladennoù Ultra Vomit gant label Sacral Productions betek dibenn e obererezhioù.

Objectif : Thunes (2008-2017)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 2008 ec’h embann ar strollad e eil bladenn, Objectif : Thunes, da gentañ war lec’hiennoù ma c’haller paeañ evit pellgargañ anezhi, ha war lerc’h e stumm ur CD gant label Listenable Records e miz Meurzh 2008[5],[6]. E 2009 e embannont ar film berr This is Ultra Vomit, ur gelaouadenn faos diwar-benn buhez ar strollad[7].

E miz Du 2014 e embann ar strollad eo bet lakaet Matthieu Bausson e lec’h ar soner gitar boud Pierre Jacou.

Panzer Surprise ! (abaoe 2017)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ultra Vomit o kanañ Kammthaar e 2017 e Saint-Étienne.

D’an 28 a viz Ebrel 2017 e deu er-maez trede pladenn ar strollad, Panzer Surprise ![8]. En miz Mezheven 2017, e deu ar strollad da senniñ en Hellfest war ar Main Stage[9].

Pep kanaouenn e Panzer Surprise ! a luadenn ur strollad (Kammthaar pe Un Chien Géant) pe ur stil sonerezh (La Bouillie ou Pipi Vs Caca)[10]. Skeudennet eo ar golo hervez bannoù treset ar Warner (Bugs Bunny, an Tiny Toons....). E dibenn Pink Pantera e adlavar Fetus Pink power! hervez afer Phil Anselmo, kaner Pantera, graet gantañ ur salud nazi e fin ur sonadeg en ur huchal « white power » pa oa mezv. An tabut e dibenn Anthracte a zave an hini etre ar gazetennerien sport Thierry Roland ha Jean-Michel Larqué e-pad Kib vell-droad ar bed 2002. Lavaret en deus strollad Gojira, luadennet e kanaouenn Calojira, « Un enor eo bezañ luadennet gant Ultra Vomit[11]. » E 2021 eo anavezet Panzer Surprise ! evel pladenn aour[12].

D’an 31 a viz Here 2018 e kas Ultra Vomit ur sonadeg en Olympia[13] hag embann a ra ar strollad, gant Verycords[13], ur bladenn live enrollet eno, l'Olymputaindepia, deuet er-maez d’an 31 a viz Mae 2019.

D’an 18 a viz Mae 2021 e kan Ultra Vomit Une souris verte e liorzh Palez an Élysée dirak prezidant gall Emmanuel Macron[14].

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Nicolas « Fetus » Patra — gitar, kan[15]
  • Emmanuel « Manard » Colombier — taboulinoù[15]
  • Fabien « Flockos » Le Floch — gitar pennañ[15] (abaoe 2005, a-raok e senne ar gitar boud)
  • Matthieu Bausson — gitar boud[16] (abaoe 2014)

Kronologiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notenoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 1,1 ha1,2 Ultra Vomit. Metalorgie. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  2. Kebabized at birth. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  3. M. Patate (10 Gwener 2005). Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  4. Ultra Vomit - M. Patate - Encyclopaedia Metallum: The Metal Archives. Kavet : 2017-05-12. .
  5. Interview Ultra Vomit : Stickskiller (batterie+chant) et Fetus (chant+guitare) (25 Genver 2008). Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  6. ULTRA VOMIT - Objectif : Thunes (Listenable records/Pias) (26 Meurzh 2008). Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  7. Fetus et Manard du groupe Ultra Vomit (4 Meurzh 2012). Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  8. Ultra Vomit - Panzer Surprise! - Encyclopaedia Metallum: The Metal Archives. Kavet : 2017-05-12. .
  9. Hellfest 2017 : cinq questions à... Ultra Vomit. Frañs 3 Broioù al Liger (Mezheven 2017). Kavet : 11 Gwengolo 2022.
  10. Ultra Vomit - Panzer Surprise. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  11. Nicolas Gricourt (14 Mae 2017). Ultra Vomit : L'ultra interview surprise. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  12. Les certifications. SNEP.
  13. 13,0 ha13,1 Ultra Vomit - Nouvel album live à l'Olympia. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  14. McFly et Carlito : qui est Ultra Vomit, le groupe de métal qui s'est produit devant Emmanuel Macron à l'Élysée ?. Le Figaro (Mae 2021).
  15. 15,0 15,1 ha15,2 Ultra Vomit. Kavet : 11 Gwengolo 2022. .
  16. Audray (25 novembre 2014). Changement de line up: Ultra Vomit. Kavet : 28 novembre 2014. .

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]