Mont d’an endalc’had

Toullañ ar fronell

Eus Wikipedia
Maouez eus India (toullet he fronell)

Toullañ ar fronell zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez kroc'hen ar fronell evit gallout plantañ ur bravig ouzh ar fri, ur walennig peurliesañ.

Unan eus an doareoù toullgorferezh boutinañ eo hemañ, war-lerc'h toullañ flip ar skouarn

Toullet e vez alies fronell ar fri en India: kentoc'h ar fronell gleiz e norzh ar vro hag ar fronell dehoù er su. En India e talvez ar bravig plantet er fronell da goantaat ur vaouez dreist-holl, hag gwezhall (XVIvet kantved) evit merkañ he renk er gevredigezh hag evit enoriñ Pārvatī, doueez an dimeziñ hervez an hindouegezh. Hiziv e vez gwisket kalz bravigoù er fronell koulz en India hag e Bangladesh hag e Pakistan, met e Pakistan e reer kentoc'h gant un tamm diamant bihan kentoc'h evit ar gwalennoùigoù a gaver peurliesañ en India.

Toullet e vez ar fronell e meur a vro arab eus ar Reter-Kreiz ivez abaoe kantvedoù, ha meneget e vez er Bibl zoken (Isa. 3:21, Gen. 24:47, Krennlav. 11:22, Hos. 2:13)

Deuet eo da vezañ ur c'hiz ivez e broioù ar C'hornôg (Europa, Norzhamerika, Aostralia...) abaoe ar bloavezhioù 1960 ha 1970, gwisket gant an hippied, ha neuze gant ar re b-punk er bloavezhioù 1990. Daoust ma vez gwisket muioc'h gant maouezed evit gant gwazed e vez gwelet gant paotred ivez hiziv.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]