Korfkenn (toullgorferezh)
- Ur pennad korfkenn zo diwar-benn ar pezh dilhad.
Un doare toullgorferezh eo ar gorfkenn ma vez staliet meur a vravig renk-ouzh-renk a-hed kroc'hen ar c'hein d'an daou du d'al livenn-gein oc'h ober un dres heñvel e neuz ouzh ur gorfkenn.
Un toullgorfadur war-c'horre an hini eo hag alies e vez distaolet gant ar c'horf. Abalamour da se eo ral ha ne vez ket douget kalz ouzhpenn ur sizhun. Alies zoken e vez tennet ar bravigoù goude un nebeud eurvezhioù nemetken, toullet ar c'hein evel-hen evit o skeudenniñ pe o diswel evit brufañ ur stal-toullgorferezh pe ur produ bennak.
Ar bep aliesañ ne van kleizenn ebet da heul an toullgorfadur-mañ
Bez' e c'hell bezañ kaset da-benn ur c'horfkenn gant an dud a blij dezhe ar sadomasocherezh, a-wezhoù staget an eil bravig ouzh egile gant chadennoù pe seizennoù.
Un doare toullkorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an toullkorfadurioù war-c'horre all.
Liammoù diavaez:
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|