Toullañ stagell an teod

Eus Wikipedia

Toullañ stagell an teod zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez stagell an teod evit gallout plantañ ur bravig ennañ, a c'hell bezañ ur varrennig pe c'hoazh ur walennig.

Aes a-walc'h da gas da benn eo an doare toullgorfadur-mañ, daoust ha ma vez distaolet ar bravig gant ar c'horf tamm-ha-tamm alies a-walc'h. Hag e-pad ar maread-apareañ e ranker diwall dreist-holl gant an danvezioù a lakaer er genoù (evajoù, boued, butun...) goude bezañ toullet frenom e deod da unan bennak evit chom hep e atizañ betek re. A-hendall e pareont buan-ha-buan an toullkorfadurioù-mañ, etre 2 hag eizh sizhun dre vras.

Un doare toullkorfadur a-vremañ eo hemañ, deuet war-wel e broioù Europa ha Norzhamerika er bloavezhioù 1990.

Pennadoù kar:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]