Mont d’an endalc’had

Toullañ an teod

Eus Wikipedia

Toullañ an teod zo un doare toullgorferezh. Toullet e vez a-dreuz an teod. Hiziv e vez graet en Europa ha Norzhamerika gant toullgorferien a vicher evit plantañ ur bravig e-barzh: a-wechoù ur varrennig graet diouzh se, a-wechoù ur walennig, bras pe vrasoc'h.

Berroc'h eo maread pareañ an toullgorfadurioù er genoù abalamour d'ar stank m'emañ ar gwazied ennañ a-hervez. Pareañ a ra an teod etre 4 ha 6 sizhunvezh nemetken. E-kerzh ar maread-pareañ avat e ranker diwall da gontammiñ pe da atizañ al lodenn dener gant pezh a lakaer er genoù (evajoù, boued, butun...).

Ar brasañ dañjer a deu eus ar bravig plantet en teod hag a deu da stekiñ ouzh an dent ha da zrailhañ anezhe.

Deuet eo da vezañ ur c'hiz staliañ bravigigoù en teod en Europa hag e Norzhamerika dreist-holl er bloavezhioù 1980.

Toullañ an teod a zo bet graet gwechall e meur a sevenadur dre ar bed, peurliesañ evel ur rann eus lidoù relijion, hep gwiskañ bravigoù avat.

Kignet e veze o zeod gant an Azteked da skouer evit kinnig o gwad da enoriñ an doueed, toullet a-wechoù, met ne veze ket gwisket bravigoù gante.

Toullet e vez o zeod ivez, ha dre abegoù relijiel ivez gant fakired muzulmat hag hindouek, hag ivez gant Henvroiz Aostralia.

Pennadoù kar:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]