Mont d’an endalc’had

Boc'hruz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Torig-ruz)
Boc'hruz

Ur boc'hruz.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Muscicapidae
Genad : Erithacus
Anv skiantel
Erithacus rubecula
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar boc'hruz[1], anvet boc'h-ruz ha boc'hig-ruz ivez, Erithacus rubecula an anv skiantel anezhañ, zo un evn golvaneg, ruz pe liv orañjez e grubuilh, ha boutin-tre en Europa.

Anavezet eo ivez dindan an anvioù rujodenn, boc'hig, boc'hruzig, kofig-ruz hag Alanig kof-ruz[2].

E geriadur Martial Menard[3] e kaver un toullad brav a anvioù disheñvel : boc'hruzig, bran-buzhug (liester : brini-buzhug), evnig-ruz, goûgig-ruz, labousig-ar-c'halvar, labousig-hor-Salver, polu, richodell, ruchodenn kement ha lesanv al labousig : Olierig.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar par hag ar barez a zo heñvel-tre. Gallout a reont bevañ war-dro trizek vloaz.

Kan Erithacus rubecula

Amprevaned, kevnid, buzhug, bruzun, un nebeud hadennoù ha frouezh.

Bevañ a ra el liorzhoù, er c'hoadoù hag er girzhier.

Ul labous arsezat eo en Europa ar C'hreisteiz, met hini Skandinavia pe Rusia a zivro d'ar C'hreisteiz e-pad ar goañv.

Neizhiañ a ra adalek miz C'hwevrer betek miz Gouere en un neizh aozet gant reun ha pluñv.

  • ██ Degaset
  • ██ Goañviñ
  • ██ Annezour
  • ██ Gouennañ
  • Lavarout a ra ur vojenn en dije tapet an evnig liv ruz e grubuilh pa voe kroazstaget ar C'hrist. Gant e zivaskell e klaskas sec'hañ daeroù ar boureviad ha gant e bigos lemel spern ar gurunenn a c'hloaze e dal : kouezhañ a reas un dakenn wad war al labousig, just d'an ampoent[4].


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    1. Boc'hruzig rujodenn (liester : boc'hruziged rujodenn) hervez TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
    2. Va Zammig Buhez gant Jarl Priel, Al Liamm, 1954, p.89.
    3. 2012, pajenn 1200a.
    4. EVNED Breizh gant Claude Péridy, Hor Yezh, 1995, p.102.