Tom Clancy's The Division

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Logo ar c'hoari video Tom Clancy’s The Division

Tom Clancy's The Division zo ur c'hoari video rpg sevenet gant Massive Entertainment hag embannet gant Ubisoft, harpet gant Red Storm Entertainment, Ubisoft Reflections hag Ubisoft Annecy, war Microsoft Windows, PlayStation 4 hag Xbox One. Kelaouet e oa bet eus savidigezh ar c'hoari e-pad an E3 2013, hag embannet da vat dre ar bed d'an 8 a viz Meurzh 2016. Tremen a ra ar c'hoari video un un dazont nepell diouzh hiziv en New York City. Ur gwalldaol a zo bet oc'h implij kleñved ar brec'h. Darn an dud a zo marvet pe klañv bras. Ar c'hoarier, un ajant ispisial eus ar Strategic Homeland Division, berraet en "Division", a zo kefridiet gant sikour an oberiadurioù e Manhattan, kavout petra a zo erruet ha talañ ouzh an dorfedourien. The Division a zo bet savet gant lodennoù ar c'hoarioù video doare rpg, ha gant reoù liesc'hoarier.

Stal Tom Clancy's The Division e-pad ar Gamescom 2013

Degemeret mat eo bet ar c'hoari hervez ar vurutelladennoù, gwerzhet eo bet mat ivez, gant Ubisoft o embann e oa bet ar rekord evito a-fed gwerzhadennoù en devezh kentañ embann. Ouzhpenn-se, ur sizhun war-lerc'h an embannadur, Ubisoft a embanne e oa bet The Division ar c'hoari ar muiañ gwerzhet en istor an embregerezh breton, ar gwellañ kentañ sizhun embann en istor an embann c'hoarioù video evit ur frañchiz nevez. En holl ez eus bet gounezet $330 milion dollar. Un heuliad anvet Tom Clancy's The Division 2, a vo embannet e miz Meurzh 2019.