Mont d’an endalc’had

Tizian

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tiziano Vecellio)
Tizian
Auroritratto, emboltred, 1550-1562

Anv Tiziano Vecellio
Ganedigezh War-dro 1490
Pieve di Cadore, Frioul
Republik Venezia
Marv 28 a viz Eost 1576
Venezia
Republik Venezia
Perzhioù
Micher Livour
Stummerien Gentile Bellini (~1429-1507)
Giovanni Bellini (~1433-1516)
Stiloù Poltredoù
Taolennoù relijiel
Taolennoù gwengelouriel
Noazhennoù
Luskadoù Azginivelezh
Ardaoudegezh
Oberennoù pennañ
  • Miracolo del marito geloso
  • Assunta (1518)
  • Bacco e Ariana (1523)
  • Madonna del Coniglio (1530)
  • Incoronazione di spine (1542-43)
  • Ritratto di Filippo II in armatura (1550-51)
  • Ritratto di Jacopo Strada (1567-68)
  • Pietà (1576)

Tiziano Vecellio pe Tiziano Vecelli, anvet Tizian (Tiziano en italianeg), a oa bet ganet war-dro 1490 e Pieve di Cadore, e Frioul, hag a varvas d'an 28 a viz Eost 1576 e Venezia, zo ul livour italian, niverus-bras e oberennoù.

Bez' ez eo unan eus ar gwellañ poltredourion eus e amzer, pa lavarer e ouie diskouez temz-spered an dud en e livadurioù.

Pinvidik e oa e dud. E dad, Gregorio Vecellio, a oa meur a garg dezhañ, hini kabiten ar vezin, hag enseller ar mengleuzioù.
Peseurt deskadurezh en deus bet n'ouzer ket, nemet ne ouie ket latin, ar pezh a oa ur skoilh bras, ha tud all a skrive evitañ al lizheroù en deus kaset.

Tizian a stagas da studiañ al livouriezh war un dro gant e vreur Francesco. O-daou e voent kaset da Venezia, pa oant 9 pe 10 vloaz, da studiañ an arz.

Kregiñ a rejont e ti Sebastiano Zuccato, un arzour a rae marelladurioù. Goude pevar pe bemp bloaz ez eas Tizian da labourat gant al livour Gentile Bellini, ha diwezhatoc'h gant e vreur Giovanni Bellini, ha ne oa ket brudetoc'h livour e Venezia en amzer-se.
Eno e reas anaoudegezh gant Giorgio da Castelfranco, anavezetoc'h evel Giorgione. Mignoned e teujont da vezañ ha labourat a rejont war an hanter. E 1508 e oant war-dro murlivadurioù diavaez ar Fondaco dei Tedeschi, ur sanailh ma veze klenket marc'hadourezh an Alamaned.
Daou vloaz goude e varvas Giorgione gant ar vosenn, ha krediñ a reer e voe echuet gant Tizian meur a livadur a oa bet kroget gant e gile.

E 1511 ez eas Tizian da Badova da ober tri murlivadur evit ar Scuola di Sant'Antonio. E 1516, pa oa marvet Giovani Bellini, e voe anvet da livour ofisiel Republik Venezia war e lerc'h. Sevel a eure e stal-labour e San Samuele, war lez ar Ganol Vras. Meur a arzour eus e amzer a voe gwelet eno, Tintoretto hag El Greco en o zouez.

E 1520 e voe goulennet digantañ kinklañ Palez an Dojed, Emgann Cadore (ur mell murlivadur a voe distrujet gant un tangwall e 1577) ha tri livadur evit Alfonso d'Este. Karget e voe da ober poltred an holl zojed betek 1555, pa voe roet ar garg neuze d'an Tintoretto.
Da c'hortoz, ne baoueze ket ar varc'hadourien vras nag an ilizoù da reiñ labour dezhañ.

Gwener Urbino (1538)
Gwreg yaouank oc'h en em gempenn (1512-1515)

Beajoù ha dimeziñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bloaz goude, pa veajas betek Ferrara, e reas anaoudegezh gant Frederig II Gonzaga, markiz Mantova. E boltred a reas, ha chom da labourat evitañ e-pad 10 vloaz. Ober a reas murlivadurioù e kastell Ferrara. E dibenn 1522, ez eas da Vantova, ma kavas an dug Federico Gonzaga a c'houlennas un daou-ugent taolenn digantañ. Eno e kavas ur mignon nevez, an Aretin.

E 1525, e timezas gant merc'h ur barver, Cecilia Soldano hec'h anv, en devoa bet daou vab diganti : Pomponio e 1523 hag Orazio, tre a-raok an eured. E 1530 e wilioudas e wreg adarre : ur verc'h e oa, Lavinia, nemet mervel a reas ar vamm mizvezhioù goude.

N'ouzer ket hag addimeziñ a reas Tizian, nemet er bloavezhioù 1530 e livas merc'hed moanoc'h evel La Bella (Firenze, Palez Pitti), Maria-Madalena (~ 1533) (Firenze, Palez Pitti) pe Gwener Urbino (Firenze, Mirdi an Ofisoù).

Livañ evit an impalaer hag ar pab

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezh 1530 ivez en em gavas gant Karl V an Impalaeriezh Santel pa deuas an impalaer da Italia, dre jubenn markiz Mantova. Tri bloaz war-lerc'h e voe anvet da Conte Palatino ha Cavaliere dello Sperone d'Oro gant Karl V, un enor biskoazh brasoc'h graet d'ul livour. Neuze e reas un toullad poltredoù eus kenlaboureien an impalaer.

E 1545 e voe pedet da vont da Roma gant ar pab Paol III. D'ar 16 a viz Meurzh e voe anvet da geodedour roman, ha neuze e tistroas da Venezia. Met fromet-bras e oa bet gant oberennoù Michelangelo Buonarotti ha levezonet e voe gantañ diwar neuze. Kregiñ a reas d'ober livadurioù brasoc'h, pinvidikoc'h a liv.

En 1548 ez eas da Augsburg ma veze dalc'het Dael an Impalaeriezh Santel, ha Karl V en he fenn. Tro en devoe neuze da livañ an impalaer hag un toullad tud eus e goskor. Goude-se e stagas gant ar rummad Barzhoniezh evit Felipe II, mab an impalaer. El livadurioù-se e weler gwragez noazh, tudennoù eus mojennoù Hellaz kozh, evel Danae hag ar glav alaouret, Gwener hag Adonis pe Diana hag Akteon. Graet int diouzh doare diwezhañ Tizian: tresañ nebeutoc'h a rae, ha livañ muioc'h, gwelloc'h e vez gwelet fiñv ar barr-livañ war an daolenn ; tud zo a lavar zoken e live gant e vizied war-dro fin e vuhez.

Gant Andrea Palladio ha Jacopo Tintoretto e voe dilennet en Akademiezh an Tresañ e Firenze e 1566. Ur Pietà e voe an daolenn diwezhañ graet gantañ, a oa da vezañ lakaet war e vez : diechu e oa, hag echuet e voe gant Palma il Giovane.

Mervel a eure d'an 27 a viz Eost 1576, marteze gant ar vosenn, ma n'eo ket gant ar gozhni. Beziet e voe en iliz Santa Maria dei Frari e Venezia.

Nac'het en doa ouzh ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall kinklañ kastell Fontainebleau.

Livadurioù gant Tizian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskouezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwener o selaou sonerezh, livet war-dro 1550 (Museo del Prado).
Karantez sakr, karantez disakr, livet war-dro 1515, a zo liammet ouzh an nevezplatonegezh en div zremm eus ar garantez: ar garantez uhel (hini an neñvoù) hag an hini izel (hini an douar) (Galeria Borghese).

Orin danvez ar pennad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Augusto Gentili, Da Tiziano a Tiziano Mito e allegoria nella cultura veneziana del Cinquecento, Roma, Bulzoni Editore, 1997
  • Roberta Giorgi, Tiziano Venere, Amore e il Musicista in cinque dipinti, Roma, Gangemi Editore, 1990
  • Rona Goffen, Titian's women, New Haven et Londres, Yales University Press, 1997
  • Rona Goffen (dir.), Titian's Venus of Urbino, Cambridge University Press, 1997
  • Rodolfo Pallucchini, Tiziano, Firenze, Sansoni Editore, 1969
  • Erwin Panofsky, Le Titien Question d'iconographie, Paris, Hazan, 2004 [embannadur orin: Problems in Titian Mostly iconographic, New York University Press, 1969]
  • Harold Wethey, The Paintings of Titian, Londres, Phaidon Press : I. The Religious Paintings, 1969 ; II. The Portraits, 1971 ; III. The Mythological and Historical Paintings, 1975

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.