La Schiavona
Neuz
| La Schiavona | |
| Tizian, 1510 | |
| Eoullivadur war lien | |
| 117 × 97 cm | |
| National Gallery | |
| Londrez | |
| Bro-Saoz | |
La Schiavona pe Ritratto di donna (poltred un itron) zo ur poltred gant Tizian e 1510.
N'ouzer ket piv eo ar vaouez, met krediñ a reer e oa ur vaouez eus Dalmatia, rak en amzer Tizian, livour a Venezia, e oa Dalmatia dindan Republik Venezia hag e veze graet Schiavoni eus tud Istria ha Dalmatia.
E traoñ an daolenn, en dorn kleiz, e lenner al lizherennoù T V, sinadur an arzour, Tiziano Vecellio.
Roet e voe an daolenn da National Gallery Londrez e 1942 gant an arzour saoz Francis Cook.
Diskouezet eo bet La Schiavona eus Here 2009 betek Genver 2010 er Henry Moore Institute e Leeds en un diskouezadeg anvet Sculpture In Painting.