Gwener he melezour
Gwener he melezour | |
Tizian, 1555 | |
Eoullivadur war lien | |
124 × 104 cm | |
National Gallery of Art | |
Washington, D.C. | |
SUA | |
Gwener he melezour (italianeg : Venere allo specchio ; saozneg : Venus with a Mirror) zo un daolenn graet gant Tizian war-dro 1555 hag a zo bremañ er National Gallery of Art e Washington, DC.
Meur a daolenn a reas an arzour diwar-benn Gwener, met honnezh eo an hini gentañ, a greder, hag an hini nemeti graet gantañ penn-da-benn, hep harp eiler ebet. En e di e chomas a-hed e vuhez, betek e varv e 1576[1].
An daolenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emzalc'h Gwener amañ a denn kenañ da hini an delwennoù klasel, Venus de' Medici e Firenze pe Venus Capitolina e Roma, a c'hallje bezañ bet gwelet gant Tizian pa skrivas en doa "desket diwar ar vein kozh." Ur meulgan d'ar gened e vije an oberenn, pe ur flemmgan d'ar fougaserezh.
Eiladennoù zo bet graet gant arzourien all e-leizh, evel Peter Paul Rubens hag Anthony van Dyck.[1]
Levezonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Venus de' Medici
Uffizi, Firenze -
Venus Capitolina
Musei Capitolini, Roma
Arzourien levezonet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an daolenn-mañ eo bet levezonet Peter Paul Rubens ha Diego Velázquez.
-
Venus at her Toilet gant Pieter Pauwel Rubens, war-dro 1608
Homañ a vefe un eillivadur diwar Tizian diouzh goulenn Felipe II, roue Spagn -
Ar Rokeby Venus
Diego Velázquez, 1647-1651
Gwelet en devije Velazquez taolenn Tizian a-raok ober e hini. -
The Toilet of Venus
Simon Vouet, war-dro 1628
Simon Vouet a vevas en Italia adal 1613 betek 1627, hag anaoudegezh en devoa sur eus labour Tizian. Gantañ e voe degaset doareoù al liverezh italian da Vro-C'hall.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Humfrey, Peter : Titien – Tout l'oeuvre peint, Ludion, 2007 (ISBN 978-90-5544-689-6)
- (ru) Ilyin, Nikolaz & Semonova, Natalia : Проданные сокровища России (Prodannye sokrovishcha Rossii), Trilisnik Publishers, Moskov, 2000 (ISBN 978-5-89480-027-1)