Sant Titus
Neuz
(Adkaset eus Titoz)
Sant Titus[1], pe Tituz[2] pe Titoz[3] pe Tit (hervez un toullad yezhoù all[4]) e brezhoneg, a oa unan eus ar c'hentañ eskibien gristen er Iañ kantved. Da gentañ e voe kompagnun Paol Tars en e veajoù, ha goude eskob Kreta.
Gresian a orin e oa, ha treiñ da gristen, se zo kaoz ne oa ket trodroc'het evel ar yuzevien (Galated 2:3).
Eusebius Kaesarea an hini a lavar e oa Tit eskob Kreta. Hervez an hengoun avat, e oa eskob Gortyna, er c'hreisteiz da g-Knosos, ma'z eus ur benniliz gouestlet dezhañ.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez Testamant Nevez hon aotrou hag hor Zalver Jesus-Christ e 1927.
- ↑ Hervez al Lizer da Dituz, en daou skrid: Testamant Nevez hon aotrou Jezuz-Krist, e 1827, hag eil levrenn ar Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, gant Yann-Frañsez ar Gonideg, L. Prud’homme, Sant-Brieg, e 1866, pajenn 634.
- ↑ Hervez Al lizher da Ditoz, en eil levrenn an Testamant Nevez, troet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p. 356.
- ↑ Tit e hungareg, roumaneg, ruseg, serbeg, Tite e galleg; Tito en italianeg, portugaleg, spagnoleg; Titus en alamaneg, izelvroeg, saozneg; Tytuz e poloneg.