The Needle and the Damage Done
The Needle and the Damage Done (An Nadoz hag an Droug war he lerc'h e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer kanadian Neil Young.
- Deiziad enrollañ : 30 a viz Genver 1971,
- Lec'h enrollañ : war al leurenn, e savadur Royce Hall University of California, Los Angeles (Stadoù-Unanet Amerika),
- Padelezh : 2:03,
- Ti-embann-pladennoù : Reprise Records (
Stadoù-Unanet),
- Albom : Harvest, navet kanaouenn war-lerc'h Alabama hag a-raok Words (Between the Lines of Age),
- Deiziad dont e-maez an albom : 14 a viz C'hwevrer 1972,
- Produourien : Henry Lewy, Elliot Mazer, Jack Nitzsche ha Neil Young.
Dodenn ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E dibenn ar bloavezhioù tri-ugent ha penn-kentañ ar bloavezhioù dek ha tri-ugent e oa aet da Anaon un nebeud arzourien, brudet e-metoù ar sonerezh rock, daoust dezhe bezañ e barr o brud : dramm ha/pe alkool a oa ar pennkaozioù anezhe.
- Brian Jones (The Rolling Stones), kavet marv en e boull-neuial d'an 3 a viz Gouere 1969,
- Alan Wilson (Canned Heat), kavet marv en e sac'h-kousket e Topanga (Kalifornia) d'an 3 a viz Gwengolo 1970,
- Jimi Hendrix, kavet marv er Samarkand Hotel (Londrez, Bro-Saoz) d'an 18 a viz Gwengolo 1970,
- Janis Joplin, kavet marv el Landmark Motor Hotel (Hollywood) d'ar 4 a viz Here 1970,
- Jim Morrison (The Doors), kavet marv en e gibell e Pariz d'an 3 a viz Gouere 1971[1].
Sex & Drugs & Rock & Roll evel ma oa bet kanet gant ar Saoz Ian Dury e 1977 diwar-benn boazioù ar mare-se...
Ouzhpenn mantret gant marvioù tud hag a anaveze mat-tre e savas Neil Young The Needle and the Damage Done evit ma tiwallje e vignoned rak dañjer an dramm. Enrollet e voe war al leurenn e penn-kentañ 1971 p'he c'hanas Young en un doare fromus, eiltoniet ma oa-eñ gant e c'hitar klev hepken.
Ar gerioù "I sing this song because I love the man I know that some of you don't understand" o devoa dassonet evel ur raganaoudegezh eus an darvoudoù kriz a oa da c'hoarvezout en-dro dezhañ.
D'an 18 a viz Du 1972 e oa marvet Danny Whitten, gitarour Crazy Horse (ur strollad sonerezh rock ma sone Young ennañ, a-gevret gant Ralph Molina ha Billy Talbot), diwar re a Valium hag alkool[2] : edo o paouez bezañ kaset kuit gant Young[3] eus ar bleustradeg en devoa aozet en e di e San Francisco.
Un nebeud mizvezhioù war-lerc'h ez eas Bruce Berry da Anaon d'ar 4 a viz Mezheven 1973, hag eñ ivez diskaret goude bezañ kemeret re a zramm. Teknikour e oa er skipailh a rae war-dro sonadegoù Crosby, Stills & Nash ha graet en devoa anaoudegezh gant ar poezon abalamour da... Whitten. Evitañ eo e savas Neil Young ar ganaouenn Tonight's the Night diwezhatoc'hik.
Ar sonerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Neil Young e-unan-penn : gitar.
Ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanerien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kanet eo bet The Needle and the Damage Done gant arzourien all : Tori Amos, Jake Bugg, Pete Doherty, Jewel, Laura Marling, Mike Massé, Dave Matthews, Nirvana, Our Lady Peace, Pearl Jam, Red Hot Chili Peppers, Seether, Simple Minds, The Allman Brothers Band, The Bronx, The Pretenders, Eddie Vedder en o zouez.
Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Dre ma oant tremenet en o seizh vloaz warn-ugent e tiwanas meizad Kleub ar 27 tamm-ha-tamm, dreist-holl goude emlazh Kurt Cobain (1967-1994).
- ↑ En em roet e oa Whitten da evañ kuit da gendelc'her gant an dramm...
- ↑ Ne oa ket Whitten e-tailh da seniñ gant e genseurted. Ma roas Neil Young arc'hant hag ur bilhed karr-nij dezhañ da zistreiñ da Los Angeles.