Kleub ar 27

Eus Wikipedia

Kleub ar 27 a vez graet eus un toullad arzourien, brudet-mat e metoù ar Rock 'n' roll hag ar blues, hag a oa aet da Anaon en o seizh vloaz warn-ugent ha, gwall alies, en degouezhioù mantrus.

Sur a-walc'h e oa diwanet ar meizad-mañ en abeg d'an niver dreistordinal a dud vrudet, eus an hevelep metoù 'zo kaeroc'h, a oa tremenet e-pad ur prantad berr : adalek an 3 a viz Gouere 1969 (Brian Jones) betek an 3 a viz Gouere 1971 (Jim Morrison). Padal, daoust d'ar fromus ma voe an holl zarvoudoù-se n'eo ket gwall souezhus e vijent c'hoarvezet en ur c'houlz hag a veze renet gant Sex & Drugs & Rock & Roll...

An arzourien vrudetañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Deiziad marvidigezh Pennkaoz ofisiel Micher Oad :
27 vloaz ha...
Robert Johnson 16 a viz Eost 1938 Dianav Gitarour ha kaner blues stadunanat 100 deiz
Brian Jones 3 a viz Gouere 1969 Beuzet en e boull-neuial Krouer ha soner liesvenveg
ar strollad breizhveuriat The Rolling Stones
125 deiz
Alan Wilson 3 a viz Gwengolo 1970 Diwar re a zramm (barbitureier) Soner gitar/harmonika ha kaner
ar strollad stadunanat Canned Heat
61 deiz
Jimi Hendrix 18 a viz Gwengolo 1970 Mouget diwar re a louzoù Gitarour ha kaner-sonaozer stadunanat 295 deiz
Janis Joplin 4 a viz Here 1970 Diwar re a heroin Kanerez stadunanat 258 deiz
Jim Morrison 3 a viz Gouere 1971 Gwallzarvoud kalon Kendiazezer ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat The Doors
207 deiz
Kurt Cobain 5 a viz Ebrel 1994 En em lazhet gant un tenn fuzuilh Kendiazezer, gitarour ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat Nirvana
44 deiz
Amy Winehouse 23 a viz Gouere 2011 Diwar re a alkool Kanerez-sonaozerez vreizhveuriat 312 deiz

Arzourien all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Deiziad marvidigezh Pennkaoz ofisiel Micher Oad :
27 vloaz ha...
Alexandre Levy 17 a viz Genver 1892 Dianav Penn laz-seniñ,
sonaozer ha soner piano brazilian
98 deiz
Louis Chauvin 26 a viz Meurzh 1908 Dianav Pianoour ragtime stadunanat 13 deiz
Nat Jaffe 5 a viz Eost 1945 Uswask Pianoour swing jazz stadunanat 216 deiz
Jesse Belvin 6 a viz C'hwevrer 1960 Gwallzarvoud karr-tan Kaner-sonaozer
ha soner piano R&B stadunanat
53 deiz
Rudy Lewis 20 a viz Mae 1964 Diwar re a zramm Kaner ar strollad R&B
stadunanat The Drifters
271 deiz
Joe Henderson 24 a viz Here 1964 Taol-kalon Kaner gospel hag R&B stadunanat 183 deiz
Malcolm Hale 30 a viz Here 1968 Taol-kalon Diazezer ha gitarour ar strollad
stadunanat Spanky and Our Gang
166 deiz
Dickie Pride 26 a viz Meurzh 1969 Diwar re a louzoù-kousket Kaner Rock 'n' roll breizhveuriat 156 deiz
Arlester Christian 13 a viz Meurzh 1971 Muntret Ezel eus ar strollad funk
stadunanat Dyke and the Blazers
273 deiz
Linda Jones 14 a viz Meurzh 1972 Koma diabetek Kanerez soul stadunanat 91 deiz
Leslie Harvey 3 a viz Mae 1972 Tredanlazhet Gitarour ar strollad Stone the Crows 233 deiz
Ronald McKernan 8 a viz Meurzh 1973 Gwadliñv an treizhañ Diazezer ha kaner
ar strollad stadunanat Grateful Dead
181 deiz
Roger Durham 27 a viz Gouere 1973 Marvet da-heul
gloazoù ur gwallzarvoud marc'h
Kaner ha tabouliner
ar strollad stadunanat Bloodstone
163 deiz
Wallace Yohn 12 a viz Eost 1974 Gwallzarvoud karr-nij Ezel eus ar strollad stadunanat Chase 212 deiz
Dave Alexander 10 a viz C'hwevrer 1975 Koeñvadur skevent Soner gitar-boud
ar strollad stadunanat The Stooges
252 zeiz
Pete Ham 24 a viz Ebrel 1975 Emlazh dre grougañ Kaner-sonaozer ha gitarour
ar strollad breizhveuriat Badfinger
362 zeiz
Gary Thain 8 a viz Kerzu 1975 Diwar re a zramm (heroin) Gitarour-boud
ar strollad saoz Uriah Heep
207 deiz
Cecilia 2 a viz Eost 1976 Gwallzarvoud karr-tan Kanerez spagnol 296 deiz
Helmut Köllen 3 a viz Mae 1977 Kontammet
gant unoksidenn garbon
Gitarour-boud
ar strollad alaman Triumvirat
62 zeiz
Chris Bell 27 a viz Kerzu 1978 Gwallzarvoud karr-tan Gitarour ha kaner-sonaozer
ar strollad stadunanat Big Star
349 deiz
Jacob Miller 23 a viz Meurzh 1980 Gwallzarvoud karr-tan Kaner reggae jamaikan
hag ezel eus ar strollad Inner Circle
324 deiz
D. Boon 22 a viz Kerzu 1985 Gwallzarvoud karr-tan Gitarour ha pennkaner ar strollad
punk stadunanat Minutemen
265 deiz
Alexander Bashlachev 17 a viz C'hwevrer 1988 Kouezhet dre brenestr
ur ranndi e Leningrad (emlazh ?)
Barzh, kaner-sonaozer ha soner rusian 266 deiz
Jean-Michel Basquiat 12 a viz Eost 1988 Diwar re a zramm Arzour stadunanat 234 deiz
Pete de Freitas 14 a viz Mezheven 1989 Gwarzarvoud marc'h-tan Tabouliner ar strollad
saoz Echo & the Bunnymen
346 deiz
Mia Zapata 7 a viz Gouere 1993 Muntret Kanerez ar strollad
punk stadunanat The Gits
316 deiz
Kristen Pfaff 16 a viz Mezheven 1994 Diwar re a zramm (heroin) Gitarour-boud ar strolladoù
stadunanat Hole ha Janitor Joe
21 deiz
Richey Edwards 1añ a viz C'hwevrer 1995[1] Aet da get[2] Ezel eus ar strollad
kembreat Manic Street Preachers
41 deiz
Fat Pat 3 a viz C'hwevrer 1998 Muntret Kaner rap, ezel eus ar strollad
stadunanat Screwed Up Click
61 deiz
Freaky Tah 28 a viz Meurzh 1999 Muntret Kaner rap, ezel eus ar strollad
stadunanat Lost Boyz
318 deiz
Kami 21 a viz Mezheven 1999 Gwadliñv an empenn Tabouliner
ar strollad japanat Malice Mizer
140 deiz
Rodrigo 24 a viz Mezheven 2000 Gwallzarvoud karr-tan Kaner-sonaozer cuarteto arc'hantinat 31 deiz
Sean Patrick McCabe 28 a viz Eost 2000 Mougadenn Pennkaner ar strollad
punk stadunanat Ink & Dagger
289 deiz
Maria Serrano Serrano 24 a viz Du 2001 Gwallzarvoud karr-nij Eilkanerez ar strollad Passion Fruit 363 deiz
Jeremy Michael Ward 25 a viz Mae 2003 Diwar re a zramm (heroin) Ezel eus ar strolladoù
stadunanat De Facto ha The Mars Volta
20 deiz
Bryan Ottoson 19 a viz Ebrel 2005 Diwar re a louzoù Gitarour ar strollad
stadunanat American Head Charge
32 zeiz
Valentín Elizalde 26 a viz Du 2006 Muntret Kaner banda mec'hikan 297 deiz
Richard Turner 11 a viz Eost 2011 Arsav ar galon Soner trompilh saoz 12 deiz
Nicole Bogner 6 a viz Genver 2012 Kleñved chomet kuzh Kanerez ar strollad heavy metal
aostrian Visions of Atlantis
290 deiz
Soroush Farazmand 11 a viz Du 2013 Muntret Gitarour ar strollad rock
iranat-stadunanat The Yellow Dogs
11 deiz
Slađa Guduraš 10 a viz Kerzu 2014 Gwallzarvoud karr-tan Aktourez ha kanerez vosniat 121 deiz

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. N'eo ket bet adwelet gant den ebet abaoe an deiziad-mañ.
  2. Bet disklêriet marv ent-ofisiel d'an 23 a viz Du 2008.