The Avengers (film 2012)

Eus Wikipedia
The Avengers
Filmdata
Titl orin : The Avengers
Bro produiñ : Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Deuet er-maez : 25 a viz Ebrel 2012 en Europa, 4 a viz Mae 2012 en Amerika
Yezh orin : saozneg
Padelezh (PAL-DVD) : 143 munutenn
Skigner : Walt Disney Pictures
Boujedenn : $ 220 000 000
Korvoder gros : $ 775,427,807
Pare
Filmaozer : Joss Whedon
Produer : Kevin Feige
Skrivagner : Joss Whedon, diwar un istor gant Joss Whedon ha Zak Penn, diazezet war an tudennoù krouet gant Jack Kirby ha Stan Lee
Sonerezh : Alan Silvestri
Rener al luc'hskeudenniñ : Seamus McGarvey
Frammer : Jeffrey Ford ha Lisa Lassek
Aktourien

Robert Downey Jr., Chris Evans, Mark Ruffalo, Chris Hemsworth, Scarlett Johansson, Jeremy Renner, Tom Hiddleston, Samuel L. Jackson

Heuliad filmoù
En e raok : Captain America
En e c'houde : Iron Man 3, The Avengers 2
Liammoù diavaez

The Avengers (Avengers Assemble e broioù zo) a zo ur film gourharozed stadunanat ma kavet gourharozed. Produet eo bet gant Marvel Studios ha skignet gant Walt Disney Pictures. Diazezet eo ar film war ar c'homics titlet Avengers hag a vez embannet gant Marvel Comics. C'hwec'hvet film Hollved sinema Marvel eo. Sevenet eo bet ar film gant Joss Whedon ha gantañ eo bet skrivet ar senario anezhañ ivez. Er film e c'hoari Robert Downey Jr., Chris Evans, Mark Ruffalo, Chris Hemsworth, Scarlett Johansson, Jeremy Renner, Tom Hiddleston ha Samuel L. Jackson.Er film e tiviz Nick Fury (hag eñ e penn S.H.I.E.L.D.) tuta Iron Man, Hulk, Thor ha Captain America, dezho da stourm ouzh Loki, hag eñ breur Thor, hag a fell dezhañ distrujañ an Douar.

Skipailh ar film e San Diego Comic-Con International e 2010. A-gleiz da zehou : Robert Downey Jr., Clark Gregg, Scarlett Johansson, Chris Hemsworth, Chris Evans, Samuel L. Jackson, Jeremy Renner, Mark Ruffalo, Joss Whedon ha Kevin Feige

Stagañ a reas tud Marvel Studios gant raktres The Avengers goude bezañ bet ur yalc'had gant Merrill Lynch e miz Ebrel 2005. Goude berzh ar film Iron Man e miz Mae 2008 e voe kemennet gant tud Marvel e teufe The Avengers er-maez e miz Gouere 2011. E Miz Meurzh 2009 e voe degemeret Scarlett Johansson e-touez aktorien ar film, ha neuze ar film a-benn 2012. E miz Ebrel 2010 e voe degemeret Whedon hag a adskrivas ar senario bet savet gant Zak Penn. E miz Ebrel 2011 e krogas produiñ ar film en Albuquerque, ha goude-se e Cleveland (miz Eost 2011) hag e New York City e miz Gwengolo 2011. Da vare ar post-produiñ e voe lakaet ar film e teir ment. D'an 11 a viz Ebrel 2012 e voe skignet evit ar wech kentañ, en El Capitan Theatre en Hollywood, California.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Aktorien ha perzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudenn Aktor(ez)
Thor Chris Hemsworth
Natasha Romanoff / Black Widow Scarlett Johansson
Clint Barton / Hawkeye Jeremy Renner
Tony Stark / Iron Man Robert Downey Jr.
Steve Rogers / Captain America Chris Evans
Nick Fury Samuel L. Jackson
Bruce Banner / Hulk Mark Ruffalo
Loki Tom Hiddleston
Phil Coulson Clark Gregg

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]