Captain America: The First Avenger
Captain America: The First Avenger | |
Filmdata | |
---|---|
Titl orin : | Captain America: The First Avenger |
Bro produiñ : | SUA |
Deuet er-maez : | 22 a viz Gouere 2011 er Stadoù-Unanet, 17 a viz Eost 2011 e Bro-C'hall |
Yezh orin : | saozneg |
Padelezh (PAL-DVD) : | 124 munutenn |
Skigner : | Paramount Pictures |
Boujedenn : | 140 milion $ |
Korvoder gros : | 290 540 742 $ |
Pare | |
Filmaozer : | Joe Johnston |
Produer : | Kevin Feige |
Skrivagner : | Christopher Markus Stephen McFeely, diwar Captain America (comic) gant Joe Simon ha Jack Kirby |
Sonerezh : | Alan Silvestri |
Frammer : | Robert Dalva Jeffrey Ford |
Aktourien | |
Chris Evans | |
Liammoù diavaez | |
kemmañ ![]() |
Captain America: The First Avenger a zo ur film amerikan deuet er-maez e 2011. Diazezet eo war gourharoz Marvel Comics anvet Captain America. Unan eus ar pemp film a ya d'ober Marvel Cinematic Universe eo. Sevenet eo bet ar film gant Joe Johnston, skrivet ar senario anezhañ gant Christopher Markus ha Stephen McFeely. E-touez aktorien ar film emañ Chris Evans, Tommy Lee Jones, Hugo Weaving, Hayley Atwell, Sebastian Stan, Dominic Cooper, Neal McDonough, Derek Luke ha Stanley Tucci. Er film e konter istor Steve Rogers, un den klañvidik a-orin eus Brooklyn, hag a zeu da vezañ ur goursoudard anvet Captain America. Stourm a ra gant arme ar Stadoù-Unanet en Eil Brezel-bed. Rankout a ra stourm ivez a-enep Klopenn Ruz, hag eñ e penn un aozadur nazi anvet Hydra.
Produiñ a film a grogas e miz Even 2010, hag ar filmañ a voe graet e Londrez, Manchester, Liverpool ha Los Angeles. Da vare ar postproduiñ e voe lakaet ar film e teir ment.
Diskouezet e voe evit ar wech kentañ e Hollywood d'an 19 a viz Gouere 2011, ha skignet er Stadoù-Unanet d'an 22 a viz Gouere 2011.
Sonerezh ar film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Even 2011 e voe kemennet gant Buena Vista Records e vefe embannet sonerezh ar film. Er bladenn e kaver an holl donioù bet savet gant Alan Silvestri, hag ivez an ton titlet "Star Spangled Man" (sonerezh gant Alan Menken ha komzoù gant David Zippel). En Air Studios e Londrez e voe enrollet sonerezh ar film, ha d'an 19 a viz Gouere 2011 e voe embannet ar bladenn[1].
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]