Tekla
Neuz
(Adkaset eus Tegla)
Un anv-badez eo Tekla, hag a gaver e meur a yezh, e brezhoneg evel en un toullad re all.
Kar-tost eo d'an anv kembraek Tegla.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus Θέκλα (Thekla), deuet eus Θεόκλεια (Theokleia), deveret eus θεός (theos, "doue") ha κλέος (kleos, "klod" pe "enor"). Hennezh e oa anv ar santez Tekla Iconium, er Iañ kantved, un anv hag a gaver en un toullad yezhoù, hag e lec'hanvadurezh meur a vro.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Teclo, anv roet d'ar baotred en italianeg.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tekla, e finneg, hungareg, poloneg, ha svedeg.
- Tecla, en italianeg ha spagnoleg.
- Teclo evit ar baotred en italianeg.
- Thècle e galleg
- Thecla, Thecle, e saozneg
- Tegla, e kembraeg
- Thekla, en alamaneg
- Tegra e galizeg
Sentezed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tekla Iconium, santez, diskiblez da Paol Tars
- Thecla Kitzingen, abadez ha santez, lidet d'ar 15 a viz Here
- Thecla Alexandria, gwerc'hez, merzherez, santez, kompagnunez da Faustus, Abibus ha Dionysius Alexandria
- Thecla Gaza, merzheriet gant Agapius[1]
- Thecla Aquileia[1]
- Santez Tecla, merzherez e Mezopotamia e 347.
- Santez Tecla, gwerc'hez, eus Lentini (Siracusa), e Sikilia, Lidet d'an 10 a viz Genver.
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tecla
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tecla Dozio, embannerez italian
- Tecla Merlo, leanez italian.
- Tecla Scarano, aktourez italian.
Tekla
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tekla Badarzewska (1834 – 1861), sonaozourez polonat.
Thekla
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maria Anna Thekla Mozart (1758-1841), keniterv da Wolfgang Amadeus Mozart
- Thekla Brehm (1833–1857), c'hoar da Alfred Edmund Brehm.
- Thekla (pe Tekla) Johanna Virginia Hultin (1864-1943 e Helsinki), politikourez finlandat.
Thecla
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Thecla Åhlander (1855-1925), aktourez svedat.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- el lennegezh alamanek:
- Thekla, merc'h ar jeneral Wallenstein, er pezh heñvelanvet gant ar skrivagner alamanek Friedrich Schiller (1759-1805),
- Thekla - Eine Geisterstimme[2], ur varzhoneg gant ar skrivagner alamanek Friedrich Schiller
- Thekla, romant alamanek gant Fanny Tarnow (1779-1862)
- Thekla Lüdekind, romant alamanek e 1900, gant Wilhelm von Polenz (1861-1903).
- el lennegezh italianek:
- Tecla, er romant italianek I promessi sposi, gant Alessandro Manzoni (1785 – 1873),
- Tecla, kêr el levr italianek Le città invisibili gant Italo Calvino
- el lennegezh vrezhonek:
- Tekla, en danevell vrezhonek Ar Gwennili-mor, gant Ronan Huon, e niverenn 77 Al Liamm Du - Kerzu 1959 (pajennoù 407-412).
- el lennegezh saoznek:
- Thecla, maouez en heuliad romantoù Book of the New Sun, gant Gene Wolfe.
Sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fëkla Ivanovna e c'hoarigan Modest Petrovič Musorgskij, Zhenitba (An dimeziñ).
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Santa Tecla, anv meur a lec'h er broioù italianek ha spagnolek
- Grav Santez Tekla, e-barzh Mojenn an Ankou, gant Anatol ar Braz, lakaet e brezhoneg gant Erwan ar Moal (Mouladurioù Hor Yezh, 1986, p. 89.)