Mont d’an endalc’had

Wallenstein (Schiller)

Eus Wikipedia
Wallenstein
Skeudenn eus 1625/28, ma lenner :
ALBERTUS DEI GRATIA DUX FRIDLANDIAE SACRAE CAESAREAE MAIESTATIS CONSILIARIUS BELLICUS, CAMERARIUS, SUPREMUS COLONELLUS PRAGENSIS ET EIUSDEM MILITIAE GENERALIS
Charlotte von Hagn a zo bet brudet evel aktourez o c'hoari Thekla, merc'h Wallenstein, a zo bet poltredet en he dilhad c'hoariva gant al livour Joseph Karl Stieler e 1828.

Wallenstein zo ur pezh-c'hoari istorel teirc'hevrennek gant ar skrivagner alamanek Friedrich Schiller (1759-1805), echuet gantañ e 1799. Sede anv an teir c'hevrenn: Wallensteins Lager (Kamp Wallenstein) gant un hir a raklavar, Ar Piccolomini (anv un tiegezh italian), ha Wallensteins Tod (Marv Wallenstein).

Haroz ar pezh eo ar jeneral Albrecht von Wallenstein, dug Friedland, penn arme an Impalaer santel katolik Ferdinand II e-pad ar Brezel Tregont Vloaz, 16 vloaz goude deroù ar brezel, er goañvezh 1633-1634, e kêr Pilsen, e Bohemia. E kuzh e ra emglev gant Sveden, ur vro brotestant, a-enep an impalaer. Diskoachet eo an irienn gant ofiserien, hag en o zouez Ottavio Piccolomini. E dibenn ar pezh e tec'h Wallenstein da Eger, hag eno e vo drouklazhet e deizioù diwezhañ miz C'hwevrer 1634.

Er pezh ez eus kaoz ivez eus Max Piccolomini, mab da Octavio Piccolomini, prometet dezhañ dorn Thekla, merc'h Wallenstein. Max Piccolomini a zo etre daou, etre e fiziañs en e dad hag e garantez ouzh Thekla.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]