Tad Barnabe

Eus Wikipedia

An Tad Barnabe, bet ganet dindan an anv Sébastien Le Hénaff, d’ar 1añ a viz Kerzu 1873 e Plogoneg, a oa ur beleg kapusin, ur misioner e Breizh-Izel hag ur c'hantiker. Mervel a reas d’ar 4 a viz Ebrel 1951 e Rosko.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Beleget d’ar 25 a viz Gouhere 1901 evit eskopti Kemper ha Leon, da gentañ ez eas da labourat da eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant un nebeud beleien all. Goude-se ez eas da vanac’h d’ar 15 a viz Eost 1907, e urzh ar Gapusined.

Un taolenner brudet e oa. Selaouerien o deus skrivet diwar-se, unan eus ar re vrudetañ anezho o vezañ Pêr-Jakez Helias, hag a gont e eñvorennoù bugel hag en deus heuliet un displegadenn deus an taolennoù gant an Tad Barnabe[1]. En Pouldreuzig e oa, da-geñver ur mision roet er bloavezhioù 1920 :

« Kleved ran mouez an tad Barnabaz o staga gand e gantik-heñcha : “Sellit piz ouz an taolennou, Zo melezour an eneou.” Bremaig, a-raog ar houblad diweza, e pako eur vaz hir hag e skoio dihegar war an daolenn genta goude troñset e vañcheier e-giz ma reer evid kregi gand eul labour tenn. [...] Ken strafuillet, avad, e vo bet ar vugale ma vo red dezo ober eun dastum e-pad div eur e Park ar Person a-raog adkaoud eun disterra c’hoant-debri »[2].

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kantigou ar mision, Lorient : impr. Le Bayon - Roger, [1929 ?], 16 p.
  • Eun dibab Kantigou, Rosko : Ar Vuhez Kristen, 1931, 47 p.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Fañch Roudaut, Alain Croix, Fañch Broudic. Les chemins du paradis / Taolennou ar baradoz, Douarnenez : Le Chasse-Marée / ed. de l'Estran, 1988, p. 169-170.
  2. Pêr-Jakez Helias, Marh al lorh, Paris, Plon, dastumadenn « Terre Humaine », 1986, p. 141-143 (e galleg : Le cheval d’orgueil, Paris, Plon, coll. « Terre humaine », 1975, p. 144-145).

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]