Syntaxe du breton moderne

Eus Wikipedia

Syntaxe du breton moderne — 1710-1972 zo ul levr diwar-benn yezhadur ar brezhoneg gant René Le Gléau. Embannet e voe e 1973 gant Éditions La Baule er Baol-Skoubleg, a voulle ar gelaouenn Al Liamm ivez.
Peurwerzhet e oa e dibenn ar bloavezhioù 1990, neuze e tivizas an oberour e adwelout hag e greskiñ ; adembannet e voe adalek 1999 dindan an anv Études syntaxiques bretonnes.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dister a-walc'h e oa lodenn an ereadurezh el levrioù yezhadur e 1973. Ne veze kavet gwir zisplegadurioù nemet e Yezhadur Bras ar Brezhoneg, met ret e oa bezañ brezhoneger evit gallout e lenn.
Grammaire bretonne Roparz Hemon (1941) a oa un tamm skort war an danvez.

Danvez al levr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu amañ taolenn al levr.
Gallek eo Syntaxe du breton moderne ; doujet ez eus bet da ziviz an oberour.

  • Index des ouvrages cités
  • Introduction (§ 1-2)
En e bennad digeriñ e skriv an oberour ez eus bet nebeut a emdroadur er brezhoneg etre deroù an XVIIIvet kantved ha 1971. Yezh skrivagnerien vrezhonek hanterenn gentañ an XXvet kantved eo kalon al levr, gant An Dour en-dro an inizi[1] Youenn Drezen (embannet e 1932) da bennskouer.
Tri mare zo en emdroadur ereadurezh ar brezhoneg abaoe ar c'hrennvrezhoneg hervez René Le Gléau :
- ur mare klasel (1710-1864), gant Charlez ar Brizh ha Goulven Morvan ;
- ur mare tremen (1865-1924), gant Lan Inisan (1826-1891) ha Frañsez Vallée (1860-1949) ;
- ur mare arnevez (1925-1971), gant Abeozen ha Roparz Hemon
  • I. La Proposition (§ 3-86)
1. Le groupe verbal (§ 3-22)
- la forme verbale § 4-9
- la particule modale § 10-12
- les pronoms personnels § 13-19
- les mutations § 20-22
2. Les modes (§ 23-46)
- l'impératif et l'optatif § 23
- le subjonctif § 24-27
- le conditionnel § 28-32
- l'indicatif § 33-42
- le participe et l'infinitif § 43-46
3. Le groupe nominal (§ 47-67)
- le pluriel des noms § 47
- les déterminatifs § 48-52
- les mutations § 53-67
4. Le groupe adverbial et la préposition (§ 68-80)
5. Structure de la proposition (§ 81-86)
  • II. La Phrase (§ 87-133)
1. La coordination (§ 87-90)
2. Les subordonnées volitives (§ 91-93)
3. Les complétives énonciatives (§ 94-98)
4. Les circonstancielles de temps, de cause, de condition (§ 99-115)
5. Les circonstancielles de comparaison, de concession, de conséquence, de manière (§ 116-128)
6. Les relatives (§ 129-133)
  • Conclusion (§ 134)
  • Tableau récapitulatif des mutations usuelles (§ 135)
  • Tableau de la conjugaison de BEZAN[2] (§ 136)
  • Tableau analytique des matières
  • Table analytique des citations classées par auteur et par ouvrage avec renvoi aux paragraphes de la Syntaxe

Diwar-benn kemmadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket a gemmadurioù, hervezañ,

  • en anv-gwan-verb : e vamm benniget, divroidi milliget, bugale karet[3] ;
  • er renadenn-anv : Bro Breizh, kêr Gwengamp, lezenn Moizez, Anna Breizh, kristenien Kerne, beleion Treger[4] ;
  • war-lerc'h hanter, holl, mil[5].
    • war-lerc'h hanter: ne ro nemet ur skouer, an hanter kantved[6], goude menegiñ 132 gwechad studiet. Ne seblant ket ober ar c'hemm etre hanter dirak un anv-kadarn ha dirak un anv-gwan.
    • war-lerc'h holl: ne ro nemet ur skouer, an holl droug[6], goude menegiñ 39 gwechad studiet. Ne seblant ket ober ar c'hemm etre holl hag an holl.
    • war-lerc'h mil: peder skouer roet diwar 14 studiet; meneg ebet eus mil c'hast, mil boan, mil vad, nag eus mil bennozh, mil mallozh, mil micher.

Pa vez kemmadurioù a-wechoù (er skouerioù roet gantañ) e lavar a-wechoù eo gwell tremen hep ober,

  • evit anvioù ar gwez: ur wezenn kraoñ, met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali;
  • evit an endalc'had: ur werennad gwin ruz, met an daou a vez kelennet;
  • e-barzh ar vein (pajenn 66), met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali;
  • war-lerc'h sant, santez, eme, met peurvuiañ ne vez ket heuliet e ali, gwelout anvioù evel Sant-Varzhin-an-Oud ;
  • er renadennoù-anv war-lerc'h re ha hini, pezh a seblant poellek, met n'eo ket ali an holl,
  • war-lerc'h an anvioù-badez (Per Kemener), pezh a seblant kontrol d'ar boazioù.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Vi-koukoug ; An dour en-dro d'an inizi eo an titl gwirion.
  2. sic, e-lec'h BEZAÑ
  3. § 62, p. 60 ; pep skouer zo daveennet.
  4. § 63, pp. 60-62 ; resisaat a ra an aozer ez eo bet doujet d'ar reolenn-se betek 1924 ; pep skouer zo daveennet.
  5. § 53, p. 52 ; goude holl : 17 kemmadur diwar 132 skouer ; goude hanter : 12 kemmadur diwar 39 skouer ; goude mil : 10 kemmadur diwar 14 skouer, met en unsilabennoù pe e frammoù digemm.
  6. 6,0 ha6,1 Tennet eus Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh.