Yezhadur ar brezhoneg

Eus Wikipedia

Yezhadur ar brezhoneg eo studi an holl reolennoù a ro tro da sevel frazennoù a vo reizh d'ar vrezhonegerien.

Meur a gevrenn zo e studi yezhadur ar brezhoneg :

Dibarderioù en ereadurezh ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu int dre vras

  • kentañ tra a weler eo kemmadurioù ar c'hensonennoù
  • lec'h ar verb er frazenn: ne vern petra a vez lakaet da gentañ e teu ar verb displeget da eil.
  • Er stumm-nac'h,
    • pa vez lakaet ar rener lies goude ar verb displeget e chom ar verb en unander: Ne oar ket an dud.
    • pa vez lakaet ar rener lies a-raok ar verb displeget e vez lakaet ar verb el liester: An dud n'ouzont ket .
  • an anv-gwan a vez lakaet goude an anv-kadarn (ha n'eo ket dirak evel e saozneg): ar Mor Bihan
  • Goude un niver e lakaer an anvioù en unander: tri martolod
  • displeget e vez an araogennoù: din, warnon, ...