Strollad Proletaer Reter Bengal (Kuzul Kreiz)
Izili hag ez-izili
|
Strollad Proletaer Reter Bengal (Kuzul Kreiz) (e banglaeg: Purba Banglar Sarbahara Party) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour a stourm dre guzh oberiant e Bangladesh bet krouet e 1971 gant, Anwarul Kabir ("Abdur Rouf") en e benn.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag unan eus ar strolladoù bet savet gante Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA) hag ezel eus al Luskad Dispac'hel Etrebroadelour (RIM).
Diorroet e oa bet ar Strollad diwar diazezoù "Kreizenn Enklask Kelennadurezh Mao Tse Tung" (Mao Tse Tung Thought Research Centre) bet krouet e Dhaka (d'ar mar-se e Reter Pakistan c'hoazh) e 1967 Siraj Sikdar o vont da heul al luskad komunour etrebroadel a save a-du d'ar mare-se gant linenn politikel Sina. E 1968 e oa bet krouet Purba Banglar Sramik Andalon ("Luskad Labourerion reter Bengal").
Disheñvel e oa linenn bolitikel ar Strollad diouzh hini an aozurioù all e Reter Pakistan a save a-du gant linenn politikel Sina d'ar mare-se dre ma oa Pakistan ur vro impaelour hervez Strollad Siraj ha neuze e veze stourmet gant Siraj evit dieubidigezh Reter Bengal evit gallout staliañ eno ur Republik Demokratel en ur vont pelloc'h zoken evit an darn vrasañ eus al luskad broadelour ha daoust ha ma tifenne Sina, diouzh e du, Pakistan a-enep da India.
E-kreiz 1968 e stagas al luskad gant Siraj en e benn da gas da-benn ar c'hentañ oberoù dre guzh, en ur gregiñ da liesvoullañ danvez dispac'hel da vezañ dispartiet etrear bobl hag ivez gwalldaolioù feulster e 1970.
Adal 1971, da geñver penn-kentañ Brezel an Dieubidigezh e kendalc'has bodad Siraj da stourm dre guzh dre sevel ur gevrenn armet, anvet Purba Banglar Sashastra Deshapremik Bahini ("Nerzhioù Armet Brogarour Reter Bengal"), a stourmas a-enep da Lu Pakistan.
D'an 3 a viz Mezheven 1971 e oa bet krouet da vat Purba Bangla Sarbahara Party ("Strollad Proletaer Reter Bengal") evel strollad politikel.
Da heul dieubidigezh Bangladesh e teuas Strollad Proletaer Reter Bengal da vezañ unan eus ar strolladoù pennañ o sevel a-enep d'ar gouarnamant nevez, margodennoù India hervezañ.
Dalc'het e oa bet kendalc'h kentañ ar Strollad e miz Genver 1972 ha dilennet Sikder Siraj da Gadoriad anezhañ.
E miz Ebrel 1973 e oa bet savet Talbenn Broadel Dieubidigezh Reter Bengal ("Purba Banglar Jatiya Mukti Front") boded ennañ 11 aozadur en holl ha diouzhtu war-lerc'h e stagas ar Strollad da stourm dre an amroù a-enep da c'houarnamant Bangladesh o kas da-benn gwalldaolioù hag o lazhañ izili eus ar C'hevredad Awami (Awami League).
Embannet e evze gant ar Strollad Lal Jhanda ("Banniel Ruz") ha Sangbad Bulletin "Kelc'hlizher Sangbad") ha daoust ha ma oa anezhañ ur Strollad a stourme dre guzh e oa anvezet e linenn bolitikel a-drugarez d'an danvezioù embannat gantañ.
E miz Kerzu 1974 e oa bet tapet Siraj Sikder e Chittagong gant servijoù kevrinus ar stad ha d'an 2 a viz Genver 1975 e oa bet lazhet war hent an distro diouzh ar c'hamp-bac'h damvilourel ma oa bet lakaet da brizoniad.
Goude ma'c'h eas Sikder da get ec'h en em disrannas ar Strollad o sevel a-du lodenn eus an izili, Anwarul Kabir (lesanvet "Abdur Rouf") en o fenn, gant linenn politikel Enver Hoxha ha Strollad Labour Albania, deuet da vezañ war-lerc'h Strollad Komunour Bangladesh keit ha ma teuas al lodenn bennañ da vezañ "Strollad Proletaer Reter Bengal (Kuzul Kreiz)".
E 2001 ec'h em en disrannas Strollad Proletaer Reter Bengal (Kuzul Kreiz) adarre, en ur vont kuit darn eus an izili, savet gante da c'houde Strollad Proletaer Reter Bengal (Luskad Adaozañ Maoour Bolchevikour).