Mont d’an endalc’had

Strollad Komunour India (Maoour)

Eus Wikipedia

Strollad Komunour India (Maoour) (e saozneg: Communist Party of India (Maoist)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India e d'an 21 a viz Gwengolo 2004 pa gendeuzas Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl gant ar Greizenn Komunour Maoour, bet dilennet penn Brezel ar Bobl, Muppala Lakshmana Rao (lesanvet "Ganapati") da Sekretour-Meur ar Strollad nevez-krouet.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA).

Stourm a ra Strollad Komunour India (Maoour) dre guzh evit kas da benn brezel ar bobl ha dindan e veli emañ takadoù eus Jharkhand hag Andhra Pradesh ha staliet emañ ivez e Bihar hag en takadoù enne meuriadoù ouzh ar bevennoù e Chhattisgarh, Maharashtra, Kornôg Bengal hag Orissa. Pal ar Strollad eo kreñvaat e c'halloud war an takadoù-se evit krouiñ un takad dispac'hel stank a dalvezefe da diazez evit ledanaat brezl ar bobl dre India a-bezh.

Da geñver kendeuzadenn ar daou Strollad e oa bet kendeuzet ivez bp o c'hevrenn armet, d.l.e. "Arme Guerilla ar Bobl" (People's Liberation Guerrilla Army), kevrenn armet Brezel ar Bobl ha "Nerzh Difenn Ruz" (Lal Raskha Dal), kevrenn armet ar gKKM), ha diwar ar gendeuzadenn-se e oa bet krouet "Arme Guerilla Dieubidigezh ar Bobl" (People's Liberation Guerrilla Army), bodet ennañ tro-dro da 9.000-10.000 den, gante 6.500 a armoù.

Lakaet eo bet ar Strollad da sponterion gant Gouarnamant india ha harzhet eo bet izili 'zo. Hag e lec'hioù 'zo eo bet krouet bodadoù, peuliesañ roet lañs dezhe ha skoazellet war-eeun gant ar stad, o stourm a-enep d'ar strolladoù maoour.

Krouet ez eus bet meur a dalbenn ledan a lec'h da lec'h gant ar Strollad evit stourm war tachennoù resis, en o zouez:

Andhra Pradesh

  • Rythu Coolie Sangham ("Kevredigezh al Labourerion-douar")
  • Singareni Karmika Samakhya ("Kevread Mengleuzerion Singareni")
  • Viplava Karmika Samakhya ("Kevread al Labouerion Dispac'hel")
  • Radical Students Union ("Unvaniezh ar Studierion Radikal")
  • Radical Youth League ("Kevredad ar Yaouankizoù radikal")
  • All India Revolutionary Students Federation ("Kevread Studeirion Dispac'hel Holl India")

Bihar

  • Lok Sangram Morcha ("Talbenn Stourm ar Bobl")
  • Mazddor Kisam Mukti Morcha ("Talbenn Dieubidigezh al Labourerion hag ar Baizanted")
  • Jan Mukti Parishad ("Kuzul Dieubidigezh ar Bobl")
  • Mazdoor Kisan Ekta Morcha ("Talbenn Unvan al Labourerion hag ar Baizanted")
  • Bharat Navjawan Sabha ("Kevredigezh Yaouankiz India")
  • Mazdoor Kisan Sangrami Parishad ("Kuzul Stourm al Labourerion hag ar Baizanted")
  • Shramik Sangram Manch ("Kensavenn Stourm al Labourerion")
  • Nari Mukti Sangharsh Samiti (Kevredigezh Stourm evit Dieubidigezh ar Maouezed")
  • Sangharsha Jana Mukti Morcha ("Talbenn Stourm evit Dieubidigezh ar Bobl")
  • Democratic Students Union ("Unvaniezh ar Studierion Demokratel")
  • All India People's Resistance Forum ("Forom Harzherezh Pobl Holl India")

Madhya Pradesh

  • Adivasi Kisan Mazdoor Sangh ("Kevredigezh Meuriadel al Labourerion hag ar Baizanted")
  • Krantikari Kisan Mazdoor Sangh ("Kevredigezh Dispac'hel al Labourerion hag ar Baizanted")
  • Krantikari Balak Sangh ("Kevredigezh Dispac'hel ar Vugale")
  • Gram Raksha Dal ("Nerzh Difenn ar C'hêriadennoù")
  • Gram Rajya Samiti ("Kuzul-merañ ar C'hêriadennoù")

Liammoù diavaez:

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]